Ar vretoned zo brudet hiziv an deiz evit oberezhiñ bier. Deuet eo kustum kerioù zo evel Roazhon pe An Oriant da skouer da vezañ lakaet war-raok evit o niver a ostalerioù alies e stumm puboù, e-lec'h ma vez kavet a bep seurt bier artizanel.
Met abaoe pegoulz eo deuet yaouankiz Breizh da evañ kement a vier ? Un hengoun kelt, ur produerezh a-gozh pe ur c’hiz nevez ? Penaos eo aet war-raok kement ar breserezhioù artizanel e Breizh ?
M’emaoc’h o vevañ e Breizh ec’h evit marteze alies a-walc’h ur banne jistr : er festoù, gant ar c'hrampouezh… War ar pemdez e vez kavet an evaj-se e Breizh, ha gant an dud e vez neuze ar santimant eo perzh eus sevenadur Breizh a-holl viskoazh. Met abaoe pegoulz eo deuet ar jistr da vezañ da vat perzh eus kustumoù ar Vretoned ?
M'emaoc'h o vevañ e Breizh ez eus chañsoù bras e vefe sallet an amann a debrit. An darn vrasañ eus an dud a anavez mui pe vui istor an holen hag an amann e Breizh : «sallet e vez an amann peogwir ne veze ket paeet ar «gabel », pe «deog holen ». Ya, gouzout a rit se. Met petra a dalv evit gwir an tailh-se ? Ha peseurt pouez simbolek en deus bet, en ur vro lec'h n'eo ket bet lakaet en plas gwezh ebet ?
Er gronikenn-mañ hon eus dija komzet deus ar c'hrampouezh hag ar galetez. Met n'hon eus ket komzet c'hoazh eus diazez ar grampouezhenn, nag eus plantenn arouez ar boued e Breizh : an ed-du.
Klevet e vez alies eo bet roet lañs d'he froduiñ gant Anna Vreizh e penn-kentañ ar 16vet kantved : en ur welet an dud o c'houzañv gant an naon he dije aliet plantañ ed-du e Breizh, ha savetaet dre se ar bobl. Met peseurt gwirionez ‘drek ar vojenn ? Deus pelec'h e teu an ed-du e Breizh ?
Ar predoù-krampouezh a zo traoù kustum a-walc'h e Breizh, n'in ket ? Moarvat e vez debret alies ganeoc'h, ha pa vefe en ur fest, ur pred e ti Mamm-Gozh pe war ar marc'had goude ho prenadennoù. Met ur goulenn em eus evidoc'h : petra a vez lakaet ganeoc'h en ho krampouezhenn ? Amann ha sukr ? Pe eo gwelloc'h deoc'h debriñ ur galetezenn « complète », tri-dra enni ? Pe ur silzigenn ? Pe netra ? Peseurt gizioù a zo evit debriñ ar c'hrampouezh, ha dresit-holl, eus pelec'h e teuont ? Abaoe pegoulz e vez gwarniset ar c'hrampouezh ?