Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Radio Breizh

Liamm eilet er golver.

Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25

Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25

17/01/2026
17:42

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus « Splann ! »



Dastumet evidoc’h



Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.


Ar pal : 1 000 skoazell miziek ac’hann



Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...

Kazetennerien « Splann ! » zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...

15/12/2025
03:45

Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant.


Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann ! », tost manu militari eus parklec’h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.


Kinniget eo bet ar c’heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas


Ar pal : 50 000 € a-benn an 31 a viz Kerzu



Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24

Lizher-kelaouiñ : Reuz e Kraozon ablam d’ur savadur cheuc’h nevez savet #24

09/12/2025
19:06

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus « Splann ! »



Dastumet evidoc’h



  • Extinction Rebellion aloubet ?

  • Ouest-France àr hent ar strizhder ekonomikel.

  • Kounar bras an dud e bro Tunizi enep uzinoù (reoù a zo a vBreizh).


Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.


Ar pal : 50 000 € a-benn an 31 a viz Kerzu



Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23

Lizher-kelaouiñ : Ur sindikad dilennidi o lakaat gwask war ARS Broioù al Liger #23

15/11/2025
18:38

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus



Dastumet evidoc’h




  • Ur c’hehentiñ gitonioù àr ar busoù, get dremmoù laouen ar re gozh o veviñ e Avel e Brest… Ne glotehe ket get ar wirionez.




  • Aesaat ar stlabez a vez graet get an uzinoù-moc’h a goust ker.




  • Oberatadenn Dour ha Sterioù Breizh Qualiplage a ro da wellout ar liamm etre ar glav ha kalite an dour.




Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.


Ar pal : 1.000 skoazell miziek ac’hann d’an 31 a viz kerzu



Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch !

Enkadenn an ospital publik e Breizh 2/2 | Peoc'h ba'l loch !

14/11/2025
40:41

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed.


Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez


« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann ! etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.


Abaoe pell zo, eme tud Splann !, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.


Emañ ar servijoù urjañsoù en argoll. Abaoe ma oa bet cheñchet ar mod d’arc’hantaouiñ an ospitalioù ec’h a an ospitalioù publik en-dro evel ma ra an embregerezhioù. Ha kevezerezh zo neuze etre an osptalioù publik etreze ha kement-all etre ar re bublik hag ar re brevez. En ur stad fall emañ savadurioù an ospitalioù, emañ ar re-mañ o c’hoari war goll ha tremen skuizh eo labourerien an ospitalioù…


Pennad-kaoz gant :




  • Caroline Trouillet, kazetennerez evit ar media Splann ! he deus savet an enklask gant Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva (troet e brezhoneg gant Lena Catalán).




  • Gael Roblin, koñsailher-kêr e Gwengamp en deus savet « ur c’hinnig-lezenn evit ober un taol-arnod reiñ da Rannvro Breizh barregezhioù fiskal a-benn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel hag al lojeiz diyac’h ».




Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Treger Goueloù, e Gwengamp.



Ospitalioù publik, un distruj programmet 1

Ospitalioù publik, un distruj programmet 1

10/11/2025
59:58

Bec’h zo war an ospitalioù publik e Breizh evel e lec’h all. Hag e-keit-se e faot d’ar gouarnamantoù bihanaat c’hoazh an dispignoù war dachenn ar yec’hed.


« Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez ». Sell aze an enklask bet embannet gant ar media dizalc’h Splann etre miz Gouere ha miz Gwengolo 2025.


Abaoe pell zo, eme tud Splann, e vez rakwelet ha lakaet en pleustr diskar an ospitalioù publik ha meur a dal a zo d’an dispenn-se. Emañ ar yec’hed evit an holl en arvar bras.


Emañ ar servijoù urjañsoù en argoll. Abaoe ma oa bet cheñchet ar mod d’arc’hantaouiñ an ospitalioù ec’h a an ospitalioù publik en-dro evel ma ra an embregerezhioù. Ha kevezerezh zo neuze etre an osptalioù publik etreze ha kement-all etre ar re bublik hag ar re brevez. En ur stad fall emañ savadurioù an ospitalioù, emañ ar re-mañ o c’hoari war goll ha tremen skuizh eo labourerien an ospitalioù…


Pennad-kaoz gant :


Caroline Trouillet, kazetennerez evit ar media Splann! he deus savet an enklask gant Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva (troet e brezhoneg gant Lena Catalán)
Gael Roblin, koñsailher-kêr e Gwengamp en deus savet “ur c’hinnig-lezenn evit ober un taol-arnod reiñ da Rannvro Breizh barregezhioù fiskal a-benn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel hag al lojeiz diyac’h”
Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Treger Goueloù, e Gwengamp



Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

Ospitalioù publik : un distruj programmet : un enklask « Splann ! » da selaou e keleier Radio Breizh

27/10/2025
04:06

E keleier ar vro oe bet kaoz deus hon enklask diwezhañ diwar-benn stad an ospitalioù publik e Breizh.


 Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc’had evit ar gennad prevez


Lies eo ar c’hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc’h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjaille. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.


Pevar pennad a zo d’an enklask, a c’hellit lenn digoust e brezhoneg dre lec’hienn « Splann ! » Nac’het o deus ospitalioù zo reiñ teulioù publik da « Splann ! » evit o enklask. Bec’h a zo àr ar frankiz kelaouiñ en enklask-se.



Lizher-kelaouiñ : Un den tost da De Villiers e penn « Tout commence en Finistère » #22

Lizher-kelaouiñ : Un den tost da De Villiers e penn « Tout commence en Finistère » #22

13/10/2025
15:42

Da glevout, e lizher kelaouiñ Splann! e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Focus



Dastumet evidoc’h




  • Tu-dehoù pellañ : « emgann an dilennadegoù ti-kêr » ;




  • Distrujet eo emrenerezh labour-douar Palestina ;




  • Dic’hastañ servijoù ar rannvro, koulzad 2, e Broioù al Liger ;




  • Ecotree o tifenn ur c’hred karbon faltaziet ?




  • Tribunelloù sportva rouz-noz o harperien.




Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.


Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh



Lizher-kelaouiñ : A-raok un distro tomm, bec'h ha reuz a bep tu #21

Lizher-kelaouiñ : A-raok un distro tomm, bec'h ha reuz a bep tu #21

14/09/2025
17:26

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Focus




  • Arz non grata er Releg-Kerhuon… Nullet eo ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, àr ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet àr an draezhenn ruz. “Kudennoù surañtez” a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz… Estroc’h a c’hellehe bout ;




  • Concentrix devant la justice: harcèlement et humiliations présumées, tentatives de suicides et séjour à l’hôpital… Retour sur l’enfer vécu par des salarié.es syndicalistes de SUD.




Dastumet evidoc’h




  • Lod brasañ ag ar gouelioù e Breizh a guit al label “Les plus belles fêtes de France” ;




  • Miliadoù a laboused-dour a zo marvet e Liger Atlantel ;




  • Krog eo ar Brittany Ferries da gas chatal bev dre ar mor ;




  • Sevel tier evit lojiñ gopradezed.idi FenetréA… Ha diorren diskar koat Brekilien ;




  • Chaseet e vez an dud a resev an RSA ha ne zoujfe ket doc’h ar reolennoù get departamant Penn ar Bed. Robin ar c’hoad… pe get/




Podkast nevez


Riposte a zo un heuliadenn vihan, ur sort sturlevr emzifenn a-enep ar sorc’henniñ faskour, itrikañ ar mediaioù hag ar polarizañ politikel. Amañ e klevehet muioc’h. Sevenet eo get Pierre-Yves Bulteau.


Ur podcast evit displegañ petra eo « Brezel ar c’helaouiñ »


Razh an enklaskoù ha doserioù a zo da adkavout amañ.



Heklev an hañv : 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin

Heklev an hañv : 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin

10/08/2025
18:13

Selaouit diouzh ar reportaj war deiz ha bloaz « Splann ! » a zo bet lidet e Kastellin d’an 28 a viz Even war an abadenn Heklev an hañv, un abadenn savet gant Radio Breizh.


Ar pennad kaoz a lak war wel labour splann hag an enklaskoù savet gant kazetennerien ha kazetennerezed ar media dizalc’h. Aterset eo bet Morgan Large, Caroline Trouillet, Kristen Falc’hon hag ivez an dud a oa war plas evit selaou an abadennoù ha dañsal er fest noz !



Keleier : Aodren Trehin
Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
Poltridi : Eric Legret



Da-heul Diwezhañ