En abadenn Gouloù -noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025.
Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’hed a weler o tont diwar-se : fall a-walc’h an dour da evañ, bezhin glas war an aodoù ha saotret an dour kouronkañ war draezhennoù zo.
Kaoz zo bet ivez eus ar mengleuzioù hag eus o efedoù bras war galite an dour. Un afer dianavezet a-walc’h, setu ma oa bet gouestlet dezhi un enklask hir gant « Splann ! » e miz Du 2024.
📻 Gouloù-noz gant Radio Naoned, abadenn nevez bro-Naoned ha bro-Roazhon, atersadennoù ha kronikennoù. Kinniget deoc’h gant Liza Jakez-Vargas klokaet gant Tangi Poisson hag ar radioioù keveler.
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :
Fokus
Dastumet evidoc’h
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.
Titouroù talvoudus a zo e danevelloù an ospitalioù… Lod anezho a nac’h reiñ anezho da « Splann ! ».

Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù.
Goulennet e oa bet danevelloù evezhiiñ oberatadennoù an ospitalioù gete. Mand eo bet kaset an titouroù get lod ‘zo deus an ospitalioù, 3 ospital arall (e Brest pe Roazhon) o deus nac’het reiñ an danevelloù dezho, ha respontet o deus en ur goulenn 5500 euro digant « Splann ! ».
Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Kreiz Breizh, e Rostrenn.
Enklask nevez « Splann ! » àr stad an traoù e ospitalioù ar vro.
Tier gwilioudiñ ha trumadoù lec’hel o serriñ, diaesamantoù an dud o labourat enno, savadurioù kozh-noe… Hag ur genstrivadeg (kollet) get ar c’hlinikoù prevez evit bout an arbennigerien. Peder lodenn a zo en enklask kaset get Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille ha Raphaël da Silva evit e gartennoù.

Ar sizhun-mañ e lak Caroline Trouillet ar gaoz àr ar sistem arc’hantaouiñ war an oberatadenn : an T2A. Lakaet e oa bet e plas e 2004 en ur framm « renevesaat » ar servij publik. Prizioù disheñwel a vez paeet d’an ospitalioù publik ha d’ar c’hlinikoù prevez hervez an oberatadennoù.
Ar pezh a zo n’int ket o daou o c’hoari get ar memes kartennoù : kefridi an ospitalioù publik a zo da bareañ toud an dud, ha da vezañ digor noz ha deiz. Ar pezh a zo eo marc’hadmatoc’h ar pezh a vez anvet « chirurgie ambulatoire », pa ne chom ket an dud da gousket en ospital.
Get ar c’hlinikoù e vez choazet da labourat muioc’h en ambulatoire, pa erru an dud da vitin hag e yelont d’ar gêr en-dro da noz. Muioc’h a zo da glevout en abadenn-mañ, pe da wellout get enklask « Splann ! » amañ.
Un abadenn enrollet e miz Here 2025 e Radio Kreiz Breizh, e Rostrenn.
E mengleuz Gerfalez, e Groñvel, ‘vez tennet 25% eus an añdalouzit a vez tennet er bed. An añdalouzit a vez implijet peurvuiañ en uzinoù houarn, gwer pe c’hoazh simant, kar gouest eo an tamm mein-mañ da zalc’hen mat-tre diouzh ar wrez. D’an embregerezh Imerys eo ar vengleuz-se, memes-mod evel an div uzin bet savet e-kichenn, e-lec’h ma vez tretet ar c’hailh.
E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask e Groñvel gant ar media « Splann ! », kaset da benn ar gazetennerez Celia Izoard. Hervez he deus diskuzhet eno e vefe bet kontammet ar gwazhioù-dour e-kichenn ar mengleuz, gant ar produioù dañjerus a vez implijet da dretiñ an añdalouzit. Produioù evel ar « xanthate » dreist-holl, ha c’hall bezañ un ampoezon evit an dud hag al loened. Ha n’eo ket achu an afer !
Ur pennad-enklask nevez zo bet embannet gant « Splann ! » pemzekteiz ‘zo ha tamallet e vez da Imerys neuze bezañ diskarget 3000 litrad produioù fall e 2021, hep tretiñ anezho. E-kichenn mengleuz Gerfalez emañ rezerv naturel Mogoar Penvern ha kontammet eo bet gant produioù dañjerus, bet diskarget gant Imerys. Gwasoc’h c’hoazh : izelloc’h evit ar vengleuz ‘vez paket dour, da fournisañ dour mat da evañ d’an dud. Met sikouret eo Imerys gant ar Stad atô hag 50 million euroioù zo bet roet d’an embregerezh evit sevel ur vengleuz lithium e departamant an Allier.
An enklask en e bezh a c’hallit lenn war lec’hienn internet « Splann ! ».
🎧 Benjamin Bouard zo bet oc’h atersiñ Caroline Trouillet, deus « Splann ! », evit kompren petra zo c’hoarvezhet dre just.
Reportajoù kaset da benn gant ur skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed e Leon, Kerne, Treger, Kreiz Breizh, Bro-Gwened hag e Breizh-Uhel. Da glevet ivez da vare “Keleier ar Vro”.
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :
Fokus
Dastumet evidoc’h
Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket implijout wikipedia evit he c’hehentiñ. Reizhet eo bet an traoù get meur a zen a volonte-vat evit reoliiñ an afer.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :
Fokus
Dastumet evidoc’h
Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket implijout wikipedia evit he c’hehentiñ. Reizhet eo bet an traoù get meur a zen a volonte-vat evit reoliiñ an afer.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :
Fokus « Splann ! »

Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C’hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant.
Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv « Splann ! », tost manu militari eus parklec’h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.
Kinniget eo bet ar c’heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas