Ur film sevenet gant : Scott Cooper (2018). Gant : Christian Bale, Rosamund Pike, Wes Studi (2e14). Lâred a ran deoc'h krenn-ha-krak, heb gortoz pelloc'h : na lennit ket ar pennad-mañ mar karit mez kit da weled ar film a ziskouez dimp eh eus lec'h d'ar westernoù er sinema c'hoazh. Ur gouron e oa bet ar c'habiten amerikan Joseph Blocker e-pad brezel... Diskouez muioc'h
Ur film sevenet gant : Franck Dubosc (2018). Gant : Franck Dubosc, Alexandra Lamy, Elsa Zylberstein (1e47). Gelliñ a ra an arvesterion en em c'houlenn pezh film a c'hell boud savet gant un den nad eo ket ober gant ar c'hamera e zouar-gwinizh. Nevez so nawazh e oamp bet sourprenet, ha braw, gant an taol kàer sevenet gant Albert Dupontel gant e film ... Diskouez muioc'h
SIN-171222- L'INTELLIGENCE DES ARBRES L'INTELLIGENCE DES ARBRES Un teulfilm sevenet gant : Julia Dordel ha Guido Tölke (2017, 1e20). E-pad milvloaziadoù en doa bevet mab-den e-kreiz an natur, e-kreiz ar gwez, e-kreiz ar plantaj a beb sort a greske war an douar. Mez e-pad un amzer hirroc'h c'hoazh, e-raog donedigezh mab-den, e oa bet ag ar gwez hag ... Diskouez muioc'h
SIN-171215-LES GARDIENNES.docx LES GARDIENNES Ur film sevenet gant : Xavier Beauvois (2017). Gant : Nathalie Baye, Laura Smet, Iris Bry (2e18). Ema Xavier Beauvois anavet bremañ evel unan a sevenerion wellañ ar Frañs. Goude N'oublie pas que tu vas mourir (1995) ha dreist-oll goude Des hommes et des Dieux (2010, Priz Braz Cannes ar bloaz-se ha Cesar... Diskouez muioc'h
SIN-171208-LE BRIO.docx LE BRIO Ur film sevenet gant : Yvan Attal (2017) Gant : Daniel Auteuil, Camélia Jordana (1e35). Setu amañ ur film leun a draoù e-barzh, a-fed kevredigezh ; a-fed moned-en-dro ur skol-veur ; a-fed enframmadur an dud daet ag ur vro estren da chom er Frañs ; ha c'hoazh a-zivoud bolontez an den d'en em dennañ ag e stad ha tapoud... Diskouez muioc'h
SIN-171201-TEHERAN TABOU.docx TEHERAN TABOU Ur film-bevaad sevenet gant : Ali Soozandeh (2017). Meur a film zo bet savet dija a-zivoud an dispac'h izlameg en Iran, filmoù sevenet er vro he-hunan pe liez er-maez ag ar vro, gant Iranianed en harlu. Lod ag an dud-se zo anavet madig a-walc'h bremañ, evel Abbas Kirostami (Le goût de la cerise, Palmenn a... Diskouez muioc'h
SIN-171124-LE JEUNE KARL MARX.docx LE JEUNE KARL MARX Ur film sevenet gant : Raoul Peck (2017). Gant : August Dielh, Vicky Krieps, Olivier Gourmet (1e58). Ha tro ho peus bet da lenn Manifest ar strollad komunist pe Ar C'hapital ? Moian zo deoc'h henn ober c'hoazh, rag oberennoù Karl Marks n'int ket diamzeret-tre. Gwelet hon eus da betra o doa troet... Diskouez muioc'h
SIN-171117-THE SQUARE.docx THE SQUARE Ur film sevenet gant : Ruben Östlund (2017). Gant : Elisabeth Moss, Claes Bang, Terry Notary (2e22). Gant rezon en deus deroet juri Cannes 2017 ar maout d'ar film The Square, da lâred eo "Ar garrezenn". Ha petra eo ar garrezenn-se ? Oberenn bennañ un arzourez he deus treset war ar leur ur garrezenn bevennet gan... Diskouez muioc'h
SIN-171110-AU REVOIR LÀ-HAUT.docx AU REVOIR LÀ-HAUT Ur film sevenet gant : Albert Dupontel (2017). Gant : Albert Dupontel, Nahuel Perez Biscayart, Mélanie Thierry, Laurent Lafitte, Niels Arestrup (1e57). Goude boud gwelet e film diwezhañ e ta soñj din en deus kavet Albert Dupontel e aval-orañj amañ : setu ur film hag a chomo evel ur bonn en e brodu... Diskouez muioc'h
SIN-171020-LE MAÎTRE EST L'ENFANT.docx LE MAÎTRE EST L'ENFANT Un teulfilm sevenet gant : Alexandre Mourot (2017- 1e30). Maria Montessori e oa bet hanw anezhi pa oan e skol normal Gwened. Prezantet e oa bet dimp ar bedagogourion vrudet un tamm, re na oa ket ar pezh a gennigent tre evel ar pezh a veze an deskadurezh-stad kustum da lakaad evel patrom ... Diskouez muioc'h