Peseurt talvoudegezh neus an tachennoù gleb ? Penaos e vezent implijet gant ar beizanted gwechall ? Ha petra int deuet da vezañ gant al labour-douar modern ha fonnus ? Penaos lakaat anezho da dalvez hiziv an deiz ? D'ar goulennoù-se e respont Youn Gloaguen eus Kambr al Labour-douar ha Per Ar Floc'h eus Gwarezva bro ar C'hap.
Bep bloaz e teu ar gevredigezh Daoulagad Breizh er Skolaj Diwan e Kemper gant filmoù. Evit kregiñ ganti eo bet sellet ouzh ur film bet savet gant Thierry le Vacon ha Mona Jaouen evit Frañs 3: ennañ e heulier Gi Jonkour, medisin-loened, a-hed hentoù Bro Dreger, a di-feurm da di-feurm. Ha deuet eo da zisplegañ e vuhez hag e vicher d'ar re yaouank, go... Diskouez muioc'h
Gerard le Bris a ra tro ar vro a-benn strilhañ sistr e glianted. Kaout lambig mod-gwezhall n'eo ket c'hoazh un hengoun kollet, memes ma tlee bremañ an dud paeañ taksoù d'ar stad ouzhpenn goprañ paotr al lambig. Met trankil e chomo ar re goshañ chomet un droad gante, setu diviz diwezhañ ar gouarnamant.
Ur veaj e istor ar radioù libr! Deiz ha boaz ar radioioù kevredigezhel dieub eo ar bloaz mañ, 30 vloaz int! Evit lidañ an dra-mañ, eo aet Lou da galsk titouroù war ar radioioù kentañ a zo bet er vro. Emgav benn d'al lun 28 e pad an abadenn an diskouarn o nijal gant Fabienne Lavigne ha Jean Moalig. Kemeret 'neus perzh an daou-se barzh avantur Cap Fm... Diskouez muioc'h
Radio Londres, Radio Karrigel, Radio Caroline, Radio Kimerc'h, Radio Plogoff, engravet eo an anvioù se e pennoù an dud& Ur media pouezhus eo ar radio. 30 vloaz eo ar radioioù kevredigezhel ar miz mañ, hep lezenn an 9 a viz du 1981, ne vefe ket hiziv deus radio kerne, arvorig fm , rkb pe rbg, na deus skyrock, NRJ pe cherie FM. Un deiz ha bloaz mil b... Diskouez muioc'h
Maryvonne he deus desket ar piano hag ar yezhoù e Paris, goude bezañ bet bugel en Aljeri. Kaset he deus ul lodenn eus he studioù uhel en Iwerzhon, ha goude-se, goude bezañ klevet ha gwelet an Iwerzhoned o kanañ en o zavarnioù, he deus bet c'hoant ivez da vont da ganerez. E penn kentañ er bloavezhioù 80 e raed Mona Bodennec anezhi. Bremañ e kan dind... Diskouez muioc'h