Hiziv emaomp asambles gant Albert Ricard er Zent, evit dezhañ kontañ deomp deus ar c'hwec'h miz 'noa graet en Aljeri er bloavezh 1956, pa oa bet kaset eno daou zevezh goude bezañ dimezet. A-benn neuze 'oa komañset ar brezel dija, met ne oa ket ken kri c'hoazh evel 'oa bet goude-se, ha setu ne oa ket bet dav dezhañ tennañ gant e fusuilh morse.
Pevar bloaz 'oa bet Ana-Vari Wloagen o chom e Tiaret en Aljeri, e menezioù an Atlas, er bloavezhioù 70. Bet 'oa bet kaset eno evel kenoberiantez, da zeskiñ galleg d'un nebeut re yaouank. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti e Langoned, evit dezhi kontañ he soñjoù deomp ha lâret deomp penaos oa an traoù er vro, dek vloaz goude ma ... Diskouez muioc'h
Deus Nedeleg a vo safaret deoc'h ar wech-mañ ! Daniel Jéquel zo bet o labourat e RBO e-pad bloavezhioù ha setu en deus bet digarez da glevet a-bep seurt traoù deus ar mod ma veze graet Nedeleg gwechall e Breizh-Izel. Kontañ a raio deomp penaos veze graet Nedeleg e « Belle-Ile » (er Gêrveur), pe penaos oa an oferenn da nozvezh ar Pellgent, ha kontañ... Diskouez muioc'h
Yolande Tirilly 'noa desket peñturiñ pa oa aet war he leve un nebeut a vloavezhioù 'zo bremañ. A-bep seurt livadennoù a ra, pe gant liv ha dour (aquarelle) pe gant peñtur-eoul (peinture à l'huile). Ul levr 'noa embannet e 2015 memes, da ziskouezh he labour d'an dud. Benjamin Bouard a zo bet 'n'im gavet asambles ganti e Pouldregat, e-kichenn Douarne... Diskouez muioc'h
Pouldahu a zo ur c'harter deus Douarnenez. Deus an tu all d'ar stêr emañ, war an hent a ya etramek Poullan. Met etre an daou vrezel 'oa bet ur gomun hag ur barrez ! Dispartiet 'oa bet deus Pouldregat er bloavezh 1919 ha staget oa bet deus Douarnenez d'ar 14 a viz-Even 1945. Ha cheñchet eo an traoù abaoe ! "Mor Pouldahu" zo dispariset, n'eus ket pes... Diskouez muioc'h
Ur c'hresk eksponantel a zo gant ar stal Amazon e bro C'hall, hag emañ stal Jeff Bezos o paouez prenan douaroù e Brieg, e kichen Kemper a-benn sevel ur greizenn degasadennoù. Rannet eo an dud e Kerne Izel war sujed Amazon. Da gompren un tammig gwelloc'h petra zo da c'hortoz deus ar stal, ha da gontañ domp penaos e vez kaset an eskemmoù etre an dile... Diskouez muioc'h
Ur miz 'neus kaset Aziliz Peaudecerf e Island pa oa 16 vloaz gant ar raktres mont da atersiñ tud bro Island war ar venelouriezh en o bro. Disoc'h he labour a zo o vezañ troet e brezhoneg ganti ha skipailh Radio Kerne hag e vo skignet war hon gwagennoù e penn kentañ 2021. Displeg a ra da Vorgane Bramoullé penaos eo deuet da veajiñ e Island.
En deiz-hiziv ne ouezer ket ken en em okupiñ deus ar re varv. Paeet 'vez tud all d'ober war o zro. Met penaos 'veze graet war ar maez, pa ne oa ket c'hoazh na funerarium na netra e-giz-se evel zo bremañ ? Cheñchet eo an traoù. Ne vez ket klevet kaoz ken na deus an nouenn, na deus an nozh-veilh. Ne vez ket kaset kelou ar marv ken deus un eil kêr d'e... Diskouez muioc'h
Kalz traoù a zo cheñchet e bourc'h Pouldregad abaoe ar brezel ! Gwechall ne oa ket muioc'h a dud matreze, met muioc'h a stalioù a oa sur ! Betek tri-ugent micher a zo bet du-hont ur mare zo bet. Bet omp bet oc'h en em gavet asambles gant pemp den deus ar vro, evit dezho kontañ o soñjoù deomp, pa oa c'hoazh buhez er vourc'h : Yolande Tirilly, Alice ... Diskouez muioc'h