E pad ar goañv 'meus kemeret Ildut un tammig amzer da sellet ouzh ar pezh a c'hoarvez 'barzh ar girzhier tro-dro d'e liorzh, ma teu di laboused a bep seurt. Da ober ar girzhier eno 'neus piketaet plant-gwez a bep seurt, spesadoù 'vez frouezh ganto 'pad ar goañv. Lavarout a ra Ildut deomp peseurt frouez a 'z a gant al laboused 'pad ar goañv.
Hervez al lezenn n'eo ket aotret leuskel ar girzhier da greskiñ betek re. Penaos ober neuze evit kaout frouez asidu 'pad ar goañv? Ildut a lavar deomp peseurt diskoultrañ 'vez graet gantañ.
Hir eo bet ar goañv gant barradoù-glav a-leiz. Bremañ pa z'eo distro an nevezamzer e raio tri mil vat deomp mont da ober un tamm tro 'barzh liorzh Ildut ma ’z eus bet cheñchamantoù ennañ : kresket ha bravaet eo bet ar poull-dour. Ar poulloù-dour o deus, el liorzhoù, ur perzh a-bouez e-keñver ar vevliesseurted.