Tud deus ar Vro

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Kanaouennoù al levr glaz - Lodenn 2

Kanaouennoù al levr glaz - Lodenn 2

12/04/2023

Marthe Vassallo deus labouret diwar kanaouennoù bet dastumet gant Maurice Duhamel hag embannet e 1913.


Ar glad dizanvezel e Kreiz Breizh - Kan ar bobl Bodsorc'hel

Ar glad dizanvezel e Kreiz Breizh - Kan ar bobl Bodsorc'hel

12/04/2023

BCD-Sevenadurioù neus kinniget ober renabl ar glad sevendadurel dizanvezel e Kreiz Breizh. Mickaël Bihannic e karg eus ar c'hehentiñ e BCD a ginnig deomp an emvod 'vo e Laruen d'ar yaou 2 a viz c'hwevrer da 8e noz. Dalc'het 'vo Kan ar Bobl Bodsorc'hel d'ar sul 5 a viz c'hwevrer adalek 2e goude lein. Sylvain Rouz a ginnig ar gouel deomp.


Pierre-Yvon Tremel

Pierre-Yvon Tremel

12/04/2023

Bet eo Pierre-Yvon Tremel maer Kawann e-pad 35 vloaz, is-prezidant Kuzul an departamant Aodoù An Arvor e-pad 18 vloaz, depute ha senatour ivez. Un den tots ouzh an dud, ouzh e seveandur hag ouzh e yezh. Embannet zo bet ul levr diwar e vuhez nevez zogant Ti-Embann Kerjava.


Kanaouennoù al levr glaz - Lodenn 1

Kanaouennoù al levr glaz - Lodenn 1

12/04/2023

Marthe Vassallo deus labouret diwar kanaouennoù bet dastumet gant Maurice Duhamel hag embannet e 1913.


Eugénie Parcheminer

Eugénie Parcheminer

12/04/2023

Eugénie Parcheminer a gomz deomp eus he fladenn diwar gwerzioù ha sonioù bro Dreger.


Skol sonerezh Rostren - Dorioù digor ar sonerezh - Kroazhent ar micherioù

Skol sonerezh Rostren - Dorioù digor ar sonerezh - Kroazhent ar micherioù

12/04/2023

Dominique Jouve a ginnig deomp oberennoù skol sonerezh Rostren. Dalc'het 'vo un devezh dorioù-digor gant al label Hirustica gant ar leurenn "Carre Magique" Lannuon d'ar sadorn 4 a viz c'hwevrer da lakaad war well sonerezh ar vro. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gaby Kerdoncuff. Dylan Simon a gomp deomp diouzh kroazhent ar micherioù oa bet e Karaez gant ar rouedad Diwan.


Daniel Sannier - Lodenn 2

Daniel Sannier - Lodenn 2

12/04/2023

Bet eo Daniel Sannier mestr-skol e Plouigno 'pad 32 vloaz. Kinnig a ra deomp ul levr diwar glad bro dreger penn-ar-bed


Diwan Boulvriag - Diwan Logivi-Lannuon - Skol-veur Roazhon

Diwan Boulvriag - Diwan Logivi-Lannuon - Skol-veur Roazhon

12/04/2023

Christophe Marquier a ginnig deomp ar Fest-Noz 'vo e Laruen d'ar sadorn 28 a viz genver evit sikour Diwan Boulvriag. Ronan Lescop a ginnig foar levrioù ha dastumadegoù 'vo disul e Lannuon evit sikour Diwan Lannuon. Lakaet 'vo ar gaoz war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon gant Clément Guillanton, Gireg Monton ha Brendan Budok.


Diwan Plonevez-Moedeg ha Diwan Gwengamp

Diwan Plonevez-Moedeg ha Diwan Gwengamp

12/04/2023

10 vloaz Skol Diwan Plonevez-Moedeg 'vo lidet d'ar 4 a viz c'hwevrer, muioc'h a zisplegadennoù gant Awenn Prigent. Gant Jérôme Ollivri 'vo lakaet ar gaoz war dorioù-digor Skol Diwan Gwengamp.


100 a gan

100 a gan

12/04/2023

Soñjet 'deus skipailh Kastell Nevez ar faou bodañ 100 a dud a-benn lakaad anezhe da ganañ asambles : "100 a gan". Louis-Jacques Suignard a ra war-dro ar raktres-se


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ