Ur wastelenn a vo fardet hiziv en-dro... Ur wastelenn lipous ma zo unan, gant chokolad ha flamboez. Evit 4 den 'vo ezhomm : - 5 vi - Un 20 bennak a flamboez - 150 gramm amann - 160 gramm sukr - 125 gramm poultr amandez - 60 gramm bleud - 20 karrezenn chokolad gwenn da boazhañ - 1 sitroñs Lakit ar forn da dommañ war 180 derez ha ledit amann e foñs u... Diskouez muioc'h
Sed aze un abadenn skrijus a gonto deoc'h istor Halloween... Trouzioù iskiz a zo er studio hiziv... Katell ha Marianne a zo bet trapet gant troioù-hud... N'int ket tre en o jeu ! Sonerezh : Thriller gant Michael Jackson Rekipe : Nanarzhioù malv-gwenn spontus Kontadenn : "Tazmant an noz"
Emañ gouel Halloween o tont... Fardomp neuze nanarzhioù malv-gwenn spontus ! Evit pevar den 'vo ezhomm : - Ur pakad nanarzhioù malv-gwenn - Div loaiad vras sukr lindr - Un nebeud takennoù livad-boued ruz hag un nebeud takennoù dour ha chug sitroñs Krogit o fardañ ar sklasañ livet. Dav neuze meskañ ar sukr lindr, al livad-boued hag ar sitroñs mesket... Diskouez muioc'h
Hiziv 'vo fardet riz 'giz Kanton, evit mont da heul pladoù pesked pe kig. Evit 4 den 'vo ezhomm : - 250 gr riz 'doare basmati pe thai - 50 gr piz bihan - div skejenn morzhed-hoc'h gwenn - ur vi - ul loaiad vras eoul sezam - div loaiad vras eoul arachidez hag un tammig holenn - Lakit ar riz da boazhañ e-barzh ur gastelodennad vras a zour sal. Ur wec... Diskouez muioc'h
Hiziv e kinnigan deoc'h fardañ madigoù. Reoù lipous ha yac'h, dispar evit ur gouel ! MARV-GWENN GANT BENT Evit pevar den 'vo ezhomm : - Un hanter werennad siroz bent - 8 folenn gelatin - 5 gwenn-vi - 500 gram sukr poultr - 50 gram glukoz hag holenn Evit kregiñ, lakit ar folennoù gelatin da vlotaat e-barzh dour-yen SON1 Lakit ar 5 gwenn-vi e-barzh u... Diskouez muioc'h