Derc'hel a reomp gant hor pourmennadenn tro-dro da Gemper oc'h heuliañ harzoù ramparzioù kozh Kemper. El lec'h kejañ etre ar stêr Deier hag ar stêr Odet 'maomp gant Yannig.
Krouiñ ar c'humunioù
30/10/2024
Pevare e oa bet dibabet peseurt harzoù 'vije da g/Kemper ha d'an holl gumunioù ? Ar respont gant Yannig Laporte.
Tour Penn al Lenn
23/10/2024
Emaomp war harzoù ker gloz kozh Kemper gant Yannig LaPorte, e-tal an ti post lec'h ma oa un tour gwechall.
Digeriñ ar gêr kloz
16/10/2024
Eil lodenn hom troiad tro-dro da ramparzioù Kemper gant Yannig a zispleg deomp pevare 'oa bet ezhomm da zigeriñ ker gloz Kemper da vat.
Ar Froud
09/10/2024
Gant Yannig e krogomp gant un heuliad nevez a gronikoù tro-dro da ramparzioù kozh Kemper hag e krogomp nebell eus kroaz-hent tro Alexandre Massé etre al Likes hag an Ti-Post.
Banell ar pebr
25/09/2024
Ha setu 'maomp o klozañ hon troiad e straedoù bihan Kemper gant ar straed bihanañ sur mat, banell ar pebr, he deus kalz traoù da gontañ deomp.
Straed Kereon
18/09/2024
Straed bras kreiz kêr Kemper eo straed Kereon ha dalc'het 'neus un anv e brezhoneg, anv ur vicher a-bouez liammet krenn gant micherioù an dud tro-dro a vez divinet gant anv ar straedoù a-us da straed Kereon.
Banell ar c'hazenn
11/09/2024
Goude bezañ treuzet banell ar bara poazh e talc'homp gant hor pourmennadenn e sioulder ar straedoù bihan a lak ac'hanomp da veajiñ memes tra.
Banell ar Bara poazh
04/09/2024
Emaomp c'hoazh e kreizig kreiz Kemper o pourmen e straedoù bihan ar ger, ur bern banelloù 'zeus e Kemper gant anvioù arouezus atav.
an tog ruz
04/09/2024
Anv brav an tog ruz zo bet roet d'ur straed ha d'ur greizenn ar c'hendalc'hioù e Kemper. Met un anv all 'oa d'ar straed a-raok bezañ hini an tog ruz.