Naoned E Live

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Good Bad & Young e live

Good Bad & Young e live

13/04/2023

Da 7 vloaz e komañs Sadbh gant ar gitar, stummet anezhi gant ur bluesman. A-hed ar bloavezhioù e tesk kanañ. Hag en em gav da 14 vloaz asambles gant Cyril, soner gitar boud, ha Joé, paotr an taboulinoù, da sonaozañ. E 2016 e oa ganet ar strollad Good Bad & Young. E korf 3 bloaz e vo bouetet o sac'h kanaouennoù hag o hollved. Kemer a ra perzh an tri... montrer pus fot de cai


Teoran e  live

Teoran e live

13/04/2023

Teoran a dalv harzoù e gouezeleg Iwerzon. Da gentañ tout eo Teoran ur gejadenn, un istor mignoniezh, un istor familh zoken. Kejadenn tri soner a Vro-Glison : Mathieu Jutel paotr e c'hitar bout, Erik Kemp kaner ha soner gitar anezhañ ha Babasse azezet war e gefig koad da reiñ lusk d'an tonioù, gant e gajòn ! Ha pa vefe tonioù adtapet pe kompozet gan... montrer pus fot de cai


Jean-Charles Guichen e Live

Jean-Charles Guichen e Live

13/04/2023

Jean-Charles Guichen en doa komañset da skrabañ kerdin e c'hitar pa oa 6 vloaz. Sonet 'neus war leurennoù vrasañ ar vro Yaouank, an Erer Kozh... Ha gant ar re vrudetañ ivez Jacques Pellen, Alan Stivell, Denez Prigent... Goude bezan bet sonet e strolladoù Ar Re Yaouank, Bran, Guichen Quartet, PSG (Pellen, Siberil, Guichen), Breudeur Guichen (asamble... montrer pus fot de cai


Vipère e live

Vipère e live

13/04/2023

O kammdreiñ hag oc'h en em silañ etre rock ha kanaouennoù e vinim ar strollad Vipère e sonerezh gant barzhoniezh, fent ha fulor. Gwagenniñ a ra etre kerdin ur violoñs, ur gourbiolin, ur gitar hag ur vouezh ha treiñ trumm d'un triad kanaouennoù binimus. A orin eus Naoned, izili gozh ar strollad Rivari'Cha Vincent Pierre ha Xavier Chapron, o deus deg... montrer pus fot de cai