An deizioù a ya àr verrat c'hoazh ! Oet oc'h da bourmen ar c'hi ? Kaset peus ar vugale d'ar skol ? Ya, gout a ran : hiriv emañ dimerc'her ha d'ar merc'her e choma ar vugale er ger. Boñ ! Ne ouiit ket petra gober gete ? Chomit geneomp eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Hiriv e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe eit kaojal a-zivout ar c'houelioù
Da heul e vimp get Jo Morvan eit un nebeud fablennoù ha kanennoù
Eit achiv e vimp get teir flac'h doc'h tu Langedig. Kaojet vez gete a-ziàr ar saout é neungellat
Lakit ho pugale ba'ar c'hanape. Lakit ar c'hi àr e golc'hed. Arriv eo eur an abadenn Kreiz Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ
Muzik :
Paolo Fresu - Jacques Pellen - Erik Marchand - ar sorseres
Subcarpati - Sine Aude Gura Mea
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Ur barrez savet a-ziàr huñvreoù ur briñses. Setu ni arriv ba Kolpoù. Ba'an archivenn-sen e vez klevet Beatris Konan. Aterset oe bet get Monig er Boulc'h e 1992.
piv oe ar briñses Napoleon Elisa Bacchioci
penaost oe daet dezhi ar soñj da sevel Kolpoù
ha traoù-erell
Tapit ur gadoer neuzen ha ajit àrnehi. Lakit ar post radio àr an daol. E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin. Un abadenn Radio Bro Gwened.
Muzik :
Rodolphe Burger - Billie Jean
Bedouin Burger - Sankantom
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Setu neuzen ur lun etre ur sul hag un deiz vak. Marsen ho peus kemeret en devezh eit chom er ger ? Kemerit ur momant neuzen eit selaou ar radio hag an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Da gomañs e vo eil lodenn un archivenn. Monig er Boulc'h oe oet da anrejistriñ teir plac'h doc'h tu Langedig.
Da heul e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe en dro eit kaojal a-ziàr Maner Kersili
Eit achive vimp get Mahev Kourio ha Tualenn Hado
Mall eo komañs neuzen. E selaou eh oc'h un abadenn Krez Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ.
Muzik :
Fresu Pellen Marchand - Ar sorserez
Kruang Bin - White Gloves 2
Emision spesial aweit inoureiñ an dañs «Kas a-barħ, just goude koñkour an Arvor, d'an 11 a viz Du/Kalon-Gouiañw, èl bep blę :
Suzanne Drean aterset get Loeiz Koan a gomza demp ag ar c'hoñkour
Sonereħ ha komzeù tapet durand ar c'hoñkour ar blę-mañ, get Maxime Morvan Crahé
Jorj Botuha a gomza demp ag ar binieù ha bombard é Breiħ-Izel, aterset get Neshka
Tonieù : Loeroù ruʐ / Kanerion Bubri / J.Botuha-Y.Palamour
Kampennet get Maxime.
Animet get Jañ-Lug er Mouel & Maxime M C.
Eil emision a-ziàr ar sorbienneù get Daniel Carré :
Istoerieù kontet get Emile Samedy aterset get Loeiz Konan, Pierre Nignol ha Daniel Carré.
Komzereħ a-ziàr ar sorbienneù gweħarall etre Thérèse Kerre ha Loeiz Konan
Realizet get Maxime Morvan Crahé
5et Master Class aweit ar gonterion - konterezed, kanniget demp get Daniel Carré , get istoerieù, sorbienneù ...
Sorbienneù kontet get Daniel Carré
Istoerieù farsus kontet get Thérèse Kerre, aterset get Loeiz Konan
Un tamm sorhienn get Jud Paboul aterset get Germaine Chevillard
Gwraet get Maxime Morvan Crahé
Kreiz Mintin « béw » get tammeù a bep sort :
Monique Cheviller a Gregam aterste get MMCrahé
Jorj belz : Nikolazig ha Santez Anna ( Teaser Kreiz Mintin 13/10/25)
Fest ar Laridenn 2025 ha hoari !
Mari Gwegan a Seglian aterset get Monig Er Boulc'h é kaojal ag ar c'han