Penaos 'veze groet ar botoù-koad gwezharall ? Pep tra displeget get Jean Strugeon ag ar Gemene, enrollet e 1989, Manu Robin, a Seglian, erollet e 1994 ha Jean Le Mentec a Prizieg enrollet e 1994. Tonioù ho peus klevet : - Joseph Jan : Er Sabotour Koed - Wipidoup : Bottin cherche Bottine - Yves Quigno : Er botour Koed - Storlok : botoù koed tredan
Jean ar Floc'h ' zo ganet e Sant Jorj e parrez Kervignag. Sant Jorj ' zo ur gêr troc'het dre an hanter get ur wazhig, ur lodenn anezhi ' zo e parrez Kervignag hag an arall e parrez Lostenk. Jean ' zo bet meliner betag e 27 vlez hag env ' zo aet da labouret àr ur bulldozer goude. Hiziv e komzahemp ag ar vuhez e Sant Jorj, ag e vuhez hag ag ar velin. Sonennoù : Ma mamm ' rait-c'hwi din mam brozh lin (àr vordig an enezenn)-Maria ar Floc'h (Mamm Jean)-Dastumet get Jean-paul Runigoù Dait-c'hwi genin plac'hig yaouank - Maria ar Floc'h (Mamm Jean ar Floc'h) - Dastumet get Jean-paul Runigoù Ar vouezig vihan - Pladenn A Veg da Veg Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Ar Stoued e Foar Kernaskledenn - 29/11/1974
Jean ar Floc'h ' zo ganet e Sant Jorj e parrez Kervignag. Sant Jorj ' zo ur gêr troc'het dre an hanter get ur wazhig, ur lodenn anezhi ' zo e parrez Kervignag hag an arall e parrez Lostenk. Jean ' zo bet meliner betag e 27 vlez hag env ' zo aet da labouret àr ur bulldozer goude. Hiziv e komzahemp a-zivoud pezh ' vez pesketet e gwazh an Intel, ag ar chistr, ar pur jus hag ag ar lagout Sonennoù : Alc'hwez an eurusted - Maria ar Floc'h (Mamm Jean ar Floc'h) - Dastumet get Jean-Paul Runigoù Kapot Jeanne-Mari - Kanerion ar Bleüe Hegoak - Txoria Txori - Pladenn Kan ar Bed Kronikenn : Yann ar Baluc'henn - Kroug diskroug ha karg e doull - 07/06/1974
Abadenn ziwezhañ get José a-raok mondet en-dro d'an douar bras. N'et ket achu tro an enez geneomp neuze e vo sur-mat gwelet endro, a-benn nebeut dre voneur ! Tonioù : - Y-F Kemener, er voraerion - L'Orchestre National Breton, er bléad lonket dré et harùeu lann - Me zo ganet e kreiz er mor : violoncelle get Mathilde Chevrel, kan get José Le Calloch
Alsim ar Vagerez ' zo ganet e Kergatamignan e parrez Kervignag. Huguette ' zo ganet e Mane Branroc'h e parrez Rianteg. Int a zo é chom e Lokmikaelig breman. Hiziv e komzeheomp ag ar brezel hag ag ar pousined Kanennoù : trezoc'h maltouterion, Job Kadoù (Rianteg) Disul pa oan en overenn (Rianteg) Ar plac'h kantinerez, Dastumerion Moug, Fleuves Istoer ar Gwall-avel, Therèse Jubin (Pleheneg)
Ur yoc'h bretoned zo aet d'ar C'Hanada aveit klask labour e bleadoù 1940-1950. Lucien Kervinio a Gùern ha Blandine Burban a Vubri, aterset e bleadoù 1990, a gontay deomp o beaj. Tonioù : -André Drumel : Kenavo Parrez Seglian -Youenn Gwernig : Breton Blue -Urvois ? : maezeu kuitaet -Avec Pas d'Casque : comme deux colleys