Daomp da Benc'hesten da ziviz get Lucienne hag Etienne e Kerblay. Ganet eo Lucienne en Ignel hag Etienne a zo-eñv ganet e Penc'hesten ! Hiziv e komzomp ag ar mision, un tad kapusin, ruskennoù-plouz hag a-zivoud an c'hoarioù. Sonennoù : - Gasoline - The Hardest (sonenn-gentañ) - Marie Harnay - Andre Drumel - Me 'm boa choajet din ur vestrez - Barcelona Gipsy Balkan Orchestra - Ciganocka - Eric Donaldson - Cherry Oh Baby - Lee Dorsey - Working in the Coal Mine
Remy 'neus c'hoariet boxe anglaise durant e yaouankiz, hag Armand neus eñ c'hoariet gouren. E vouez Valentine 'zispleg penaos 'oa. Tonioù : - Remy Mao : ar gourenizion - Simon & Garfunkel : The Boxer - Pierre Le Floc'h ha kansorted : ar gourenizion - Ndiaz : Mets En Pas Si Tant - Dom Duff : Friko 'vo
E Pondi eh omp get Jorj Belz. Ganet eo e Plouharnel. Ni ' ya da ziviz a-zivoud sonennoù, an heni ziwezhañ hag an heni gentañ ' deus savet ha penaos e choaj un ton. Sonerezh : - JIM - People in Love - Trouzerion - Pand a Fañchon d'an overenn - Trouzerion - Hag àrlene - Marcelle hag Emile Pessel - Amzer ar C'h'naou (Dastumedia - restr n° : 22388) - Nodet - Hanter-dro
Elie zo o chom e Lanester met gwezharall 'noa kuitaet Breizh da vonet da New York evit kavet ur labour. 13 vlez eo chomet du-se, anavet 'neus Madeleine, e vouez, bet o deus bugale. Ne oa ket aes ar vuhez, labour 'oa berped. Elie ne ket unan da vout groet e soñj monet kuit d'an Amerik, stel ur yoc'h a vretonned eo bet Gilbert Poedras da NY ha Anne-Marie le Cunff da Ganada. En eil tamm ag an abdennn 'vo klevet neuze Gilbert, aterset e 2019 hag àr-lerc'h, Anne-Marie Le Cunnf, doc'h mikro Loeiz Konan, eñrejistret e 2010. Tonioù : - Youenn Gwernig : Breton Blues - Bob Dylan : Talkin' NY - Baby Huey : Hard Times - Ella Fitzgerald : Manhattan
Marcel Le Baron zo bet gannet e Gwareg met bevet neus er Rest, e Laoulan. E verc'h Solange Créquer 'deus skrivet ur levr à-ziàr benn he zad, get pezh neus kontet dezhi. Tonioù : Denise Noay : bro Laoulan Kenderved Laoulan : gavottenn pourlet Marcel Hybois :Person Laouelan a ra mirakleu Orchestre National Breton : Dañs bro Pourlet II
Henri Freillec 'neus kompozet sonennoù, en inour ag e c'hamaladed, Jean-Claude Jégat, Jude Paboul, e dad... eñ 'zisgleg penaos en deus o savet, ha sonet 'vint getoñ ! - Henri Freillec : Ar gwellañ bombarder - Henri Freillec : Ar jardrinour - Henri Freillec : kanerion managuen - Henri Freillec : An amzer gwezhrall e Tallen - Henri Freillec : E Tallen oan bihan - Henri Freillec : Ar brezel 14 - J-C Jegat : Damb d'ar Bal
Louisette ar Gal peus klevet deja, he zo duac'h àr ar jardrin ! Hirie 'gomz ag ar plantennoù ha bokedoù, penaos gober àr-dro dezhe. Diàr un abadenn savet get Monique Ar Boulc'h e 1993 Tonioù - Dañs er Jeko : Heol Gor - François Tallec :Boked Roz ma Jardrin - Leyla McCalla : Mesi Bondye - Régis Huiban & Rolland Becker : Les papillons de Pluvigner - Los Olimareños - El beso que te di
E Pondi eh omp get Jorj Belz. Ganet eo e Plouharnel. Ni ' ya da ziviz a-zivoud sonennoù ha kanennoù, an heni ziwezhañ hag an heni gentañ ' deus savet ha penaos e choaj un ton. Sonerezh : - Moods - Love for the city - Jorj Belz - Micher ar Barkizion istr - Pascaline ar Rouz - Un denig yaouank studiet evel un alamant (Dastumedia - restr n° : 09751) - An C'hoarezed Gwilhouz - Ar razh Koed - Marcelle Pessel - Sonit, sonit berjerennig (Dastumedia - restr n° : 22394) - Jorj Belz - E bourc'h Mêlrant eh eus intañvion - Jorj Belz- Sonenn Moriset - Mamady Keita - Sorsornet
E Pondi eh omp hiziv get Marie-Cecile hag he gwaz Jorj Belz. Int ' ya da ziviz deomp o buhez hag en achivamant, Jorj a gontay deomp penaos ha pegourz en deus em laket da sevel sonennoù. Sonerezh : - Gorila - Parttime (sonenn-gentañ) - Trouzerion - He gwir amour - Marthe Vassalo - Trinkamp hag Evamp (Pladenn Coopérative) - Pierre Tomaz - Hitler (Dastumedia - restr n° : 19112 ) - Trouzerion - Brezel an Aljeri (Pladenn ataù biù) - Eneida Marta - Nha Principe