Patrig Guegan, enrollet e 2020 oa ar jaojour diwezhañ e Breizh, eñ 'vuzule ar bagoù evit o sevel. Loeiz Konan 'oa bet àr ur chañtier bagoù en Oriant evit atersiñ Daniel Jehanno. . Tonioù : - Dom duff : en tu all d'an treizh - Frederic L e Loer : àr vord mem batimant, dastumet get Maurice Jouanno - Jean ar meut : en tri kachimari - Mari-Job Denis : Dans la ville de Lorient il y a-t-un joli batimant , dastumet get Philippe Bauché
Pardon Ploe zo anavet mat evit ar redadezh "jaw-hoarn", ar "Grand Prix Plouay". Yves Le Cabellec 'oa maer Ploe adal 1959 betak 1989. Jo Mouellic 'oa eñ duac'h àr ar velo. An eil zo bet aterset e 1992 hag an egile e 1991 get Monique Ar Boulc'h a-ziàr pardon Ploe hag redadezh ar barrez. . Tonioù : Yves Le Cabellec : Mizerieu er maer Yves Le Cabellec, Jo Mouellic : kan Er Skorv Denise Le Noay : Er vélo
Selouamp doc'h ur voulanjerez anvet Adrienne Maubré, enrollet er blez 1991 e Silieg get Monique ar Boulc'h, hi ' lâray deomp penaos ' vez graet bara. Goude e vahemp get René Gwegen hag a zo bet boulanjer e Pariz, enrollet er blez 1993 e Gwern get Monique ar Boulc'h c'hoazh ha ni ' achivay é selaou doc'h Dominique Jubin a Bleheneg, enrollet de Marie-Laure Groix er blez 1997. Sonennoù : - Russ type beat - miseria - an Itron Galliot - Mab ur boulañjer - Andre Tangi - C'était le fils d'un boulanger - Duo du bas - La mia mama - Fatbabs - Woman
Setu ur vicher n'eus ket kalz a dud geti ! Gwaz Yseult ha Jean Jaffrelo 'oa plouzerion-loened, "taxidermistes" mar karit. Gi 'ya da zispleg penaos 'vez goarnet ar loened... Yseult Caoussin, Ploe, 1991 Jean Jaffrelo, St-Tudal, 1993 Tonioù : - Bivoac : Balafon - Tri Pichon Noz : Ar hah koed - Obrée Alie : Mon bonome etoet malade - Anne Quéré : Un enig é kannein àr ar bar
Hiziv eh aomp da selaou doc'h 5 davarnourez enrollet da Monique ar Boulc'h ! Ni ' gomansay get Yolande Cosperec a Glegereg, enrollet er blez 1991 ha ni ' gendalc'hay get Annette an Dreo enrollet er blez 1999 e Bubri. Goude e vo tro Anne-Marie Le Brun, enrollet er blez 1989 e Gwern ha ni ' achivay get Joséphine Jegouzoù e Melrand er blez 1992. Sonennoù : - Free J Cole type beats - Hiatus - Melanie Robig - ha pa oan-me bihan - Jean Kadoù - Sonenn an tavarnour - Erik Marchand - Jean-Louis ha Marivon - Mike Love - Permanent Holiday
Hiziv eh aomp da selaou doc'h 4 saboter-koad enrollet get Monique ar Boulc'h. Ni ' gomañsay get Chim an Dorz, enrollet er blez 1998 e Pluvergad, goude e vo tro Emmanuel Robin a Seglian, enrollet er blez 1991. Ni ' gendalc'hay get an Aotrou Strugeon, enrollet er blez 1989 er Gemene ha ni ' achivay get Jean ar Menteg e Prizieg, enrollet er blez 1994. Sonennoù : - Russ Type Beat - No Sleep - Chim an Dorz - Un deiz e oan e Ploue - Therese ? - Sonenn ar saboter koad (a Vizhui) - Brou-Hamon-Quimbert - Voici le joli mois d'Avril -Goulamas'k - Voli Volar
Céline Pouillas a Gerforn ha Louise Ourvois a Vubri a zispleg penaos hag e pesseurt kours er blead veze gwalc'het an dilhad gwezharall, a-raok bout arriù ar mekanikoù. Diàr abadennoù savet get Monique Ar Boulc'h e bleadoù 1990 hag adlabouret get André Ar Meut. Tonioù : Er poull e hwalhein : Raned Roz Er bambocher : Céline Pouillas Kenerez Dour : Le Bour Bodros Speied : Erik Marchand
Di Lun 'vo Lun Pask ! Met c'hwi 'ouia petra eo Pask estroc'h ar chokolad ? Ha petra 'veze groet get an dud gwezharall ? Jude Paboul ha Marcel Blanchard a zigleg toud ! Diàr abadennoù adlabouret get André Ar Meut : Jude Paboul, Baod, 1989 Marcel Blanchard, Kistinig, 1992 Tonioù : - Premier jour de mai : Filaj à Bignan - Joli coucou : Yann-Lukas Bergot - Joli moi de mai : Trio Hervieux Mahé - Nilizienn : Skolvan