Durant an hañv 2021, Eflamm Korneg ha Samuel Piriou (Le Géologue Ambulant) o deus kenniget d'an dud pourmenadennoù e Roc'han. Ha desket 'vez lod kaer a draoù durant ar bourmenadenn-se ! Eflamm neus diskouehet din pezh bokedoù a c'hell bout debret, a c'hell soagnañ ha penaos o anavet. Gwelet ni beus ivez ar mean 'vez kavet er vro a petra 'teskont deomp diàr an douar hag an tier.
Ni 'visita chapel Sant-Guenael e Locolven Bubri e kompagnunezh Fabrice ha Jean-Michel Malardé ha Guy Bigoin. Jean-Michel ha Guy o deus soñj ag ar chapel pa oaint bihan ha pa oa lan a dud ewit ar pardon ! Fabrice a zispleg petra zo bet kempennet ha lakaet a nevez a-barzh. Pa oa bet enrollet an abadenn 'oa ar strollad Amaranthe e Locolven ha neuze 'meus bet ar chañs da glevet kanerion ar strollad kanañ er chapel, c'hwi o c'hlevo ivez en achumant an abadenn !
Pardon sant Alban 'vo benn di sul e bourc'h An Ignel. Pardon qui n'a failli pas avoir lieu car le coq en cuivre qui trône la flèche de l'église s'est senti pousser des ailes et a menacé de tomber en emportant la croix avec lui ! Finalement tout est entré dans l'ordre le mois dernier. Alors aujourd'hui dans Kreiz Mintin,Monique er Boulc'h nous présente le programme de ce dimanche 27, pour le pardon de St Alban.
Dimeurzh e Kreiz Mintin ho peus klevet Fine Kerzhero hag he merc'h Titine é komz ag o yaouankiz doc'h mikro Katrin Pasko. Eh aomp da zerc'hel da selaou doc'hte tuchant da 11eur. Komzet vo ag ar skol, ag ar filajoù, ag an dornerezh, ha komzet vo a-ziàr an traoù nevez a zo arru er bleadoù tri-ugent : an dour en ti, an tele... Gouiet vo ivez perak e komz brezhoneg Titine hag he c'hoar hag he breuder ne raont ket.