Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Ambroisine Kernun a Langidig

Ambroisine Kernun a Langidig

22/05/2025

Komzamp ag ar vuhę gwerall ha sonamp get Ambroisine Kernin a Langidig : ar sonenneù, an dañs, ar labour én dachenn, ar skol...
Gwraet get Maxime Morvan Crahé


Ana a Laoulan - Kambodj 01

Ana a Laoulan - Kambodj 01

14/05/2025

Ur vro 'menn e vez debet krikijoù, kanivedennoù, gran lotus ha pimant...Oet on da welet Ana ba Laoulan. Paset he deus tri miz ba Kambodj. Kontet he deus he boiaj diñ :
ar pezh he deus gwelet
ar pezh he deus bisitet
ar pezh he deus debet
razh an traoù 'ta !
Ha bermañ am eus an hoant da vont tre bedeg ar vro-sen ha marsen chom du-sen !!!
Muzik :
Hmoob Mekas - La Yang
Kazut de Tyr - Boked Eured
Billy Nomates - No
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Alain Le Chat a Bleheneg - 2

Alain Le Chat a Bleheneg - 2

11/04/2025

Alain a gomza demp ag é yont , sourzien ha dentour pa oe dober.
Ar beskereħ hag ar pesked. Hag istoerieù en doe béwet : p'en doe manket a goll ar vag a-gaoz d'ar fallamzer , ha pa oe koueħet ér mor ha ne ouie ket nañwal anehoñ!


Jeanine ha Daniel Nignol a Vubri

Jeanine ha Daniel Nignol a Vubri

17/03/2025

Un euriad asambl get Jeanine ha Daniel Nignol a Vubri aweid komz ag o buhę, o micher, o fennhêr, an amzer gwerall...
Penaos gober àr-dro ar jadrein, ar bouéd ha penaos gober katew avaleù Jeanine !


Kreiz Mintin - Jean-Paul Bogard mab ur boutaour koed a Bloure

Kreiz Mintin - Jean-Paul Bogard mab ur boutaour koed a Bloure

17/03/2025

Arivet eo Jean-Paul Bodard eit gober an atersadenn-sen. Ur sac'hoe geton, ur sac'h lan a fotoioù, lan a venvegoù. E spered oe lan a sonjoù ivez.Dalc'het neus soñj àg ur bochad traoù àg e amzer baset doc'htu Ploure.


Marie Jaffré - Ur vuhez etre Neuilly, Bern ha Manerio ba Kernassen

Marie Jaffré - Ur vuhez etre Neuilly, Bern ha Manerio ba Kernassen

13/03/2025

Gwezhavez e vez rañkoñtret tud arriv en oed ha tud nerzhus ha joeius. Oet on doc'h tu Kernassen eit kaozeal un tammig get Marie-Bernadette Jaffré, 97 vlez ha c'hoer Job Jaffré. Ni'beus kaozet neuzen a-ziàr he bugaleaj hag he yaouañkiz, he buhez labour etre Neuilly, Kernassen ha Bern ba Bro Suiss, he famih ha traouigoù-erell.
Muzik :
Lucie Sivy - Ar Meliner
Christian Zehnder - Triohatala
Energie Noire - Solid Water
Sleaford Mods + Hot Chips - Nom Nom Nom


Monique Le Cheviller a Gregam

Monique Le Cheviller a Gregam

10/03/2025

Monique Le Cheviller a gonta demp hé buhę e Gregam, pa oe sawerez-loned, seùt ha moh, hag ar vuhę gwerall.
Ni ' gomzei ag ar Bleun-Brug. Ni 'sellei doh ur 'haierad sonenneù ag an amzer-se ha doh fotoieù koħ. Ha ni 'lârei sonenneù ewę !


Alain Le Chat a Bleheneg

Alain Le Chat a Bleheneg

09/03/2025

Alain Le Chat a Bleheneg a gonta demp é vuhę, pa oe moraer, ar beskereħ pa oe paotr-bag, hag àr bageù komers, pa'd ae da glah petrol bedag ar Golf Persik. Istoer ar pont Lorois, fondet durand ar brezel ha sawet én-dro.


KREIZ MINTIN - Daniel Urvoy 01

KREIZ MINTIN - Daniel Urvoy 01

02/03/2025

Douar estren c'hoazh ! Oet on doc'h an tu-rell àg an Ele. Pas pell doc'h Ploure, doc'h ar vro pourlet neuzen. Eizh kilometr, setu tout, met chañj a ra ar brezhoneg ! Digemeret on bet get Daniel Urvoy da Langonet. Ni beus kaojet a-ziàr :
e vuhez dre vras
e vicher
ha traoù-erell
Kemerit ho koup-koup ! Damp neuzen da deuziñ ar ster Amazon.
Muzik :
Cocanha - Diure Samzir
Kaorantin an Davay
Sonido Gallo Negro - Fantasmagoria
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Kreiz Mintin  - Alan Noac'h - Lodoag

Kreiz Mintin - Alan Noac'h - Lodoag

22/01/2025

Ur paotr àg ar Porzay eo hinnezh. Ha neuzen e vez kaojet geton brezhoneg mod Porzay. Oet on da welet Alan Noac'h.Hinnezh oe oet get Mark ar Briz da enrolliñ kanourion ha kanourezed ba broioù an Oust hag ar Lie. Ni' beus kaojet a-ziàr benn ar pemp levr skrivet gete.
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine