Evit ar beure emaomp e krec’h an Tour Eiffel. Ya ‘vat, lennet mat ho eus. An Tour Eiffel eo anv un ti-prenn kozh a zo e Pontrev, e-kreiz-tre Bro Dreger ha Bro Oueloù. Eno e c’hallfet ober anaoudegezh gant an diskouezadeg "Koulma an ti kozh" etre 3e ha 7e noz betek an 23 a viz Gouere. Met petra eo an diskouezadeg-se 'ta ? Honnezh zo ur veaj dre an ijin ha dre an eñvor eus un ti kozh dirapar met bet leun a vuhez evit afer-se. Hiroc’h a vo klevet gant Silvi Donarzh he deus savet an traoù-se tout en he fenn ha gant he daouarn !
Un abadenn gant Tomaz Laquaine-Jakez
Keleier ar vro gant Anton Burel
Sonerezh :
Kaelig Kouteller & Jonathan Dour, Kanenn al luc'hed
Mansion's Cellar, World War Z
Garlonn, Paotr an avel
Cormac Begley, To War
Barzh an abadenn hiniv vez komzet ag an deskadurezh! En deskadurezh uhel e brezhoneg ne vez ket gwelet kalz a verc'hed é ober tezennoù pe é kelenn er skolioù-meur, é skriv livroù a-ziar ar yezh, ha razh. Perak? Perak e vehe a brezhoneg 'yezh ar baotred', èl ma lar Myriam Guillevic? Setu ur gaozeadenn geti àr ar gudenn-mañ. Krogit abarzh, merc'hed, eme-hi!
Komzet vo ag ar liseoù ivez: reve ur raport nevez get kampr-kontoù ar rannvro eh eus lod anezhe a zo en arvar a vout serret. Aodren Trehin he deus aterset Stéphanie Stoll, dilennadez, aveid gouiet muioc'h.
Er gronikenn ''Ar Hentoù an Antroposenn' e kont Loeiz Beleg deomp ag ur breizhad skiantour ag an ugentved kantved hag en deus resevet ar priz IgNobel aveid e deori e c'heller chañch danvezioù en ur chench an atomoù, mod nukleel. Penn bras pe penn foll? Deoc'h da selaou...
Hag ell rezon, un nebeut tonioù bourrapl!
Abadenn animet get Neshka a Radio Bro Gwened
En abadenn e vo klevet arzourien deus Bro-Leon a vo gwelet war leurenn an Erer Kozh :
-Emilie Quinquis, Plac'h Eusa, a orin deus ar Folgoet. Ar bloaz-mañ he deus kinniget ur bladenn anvet Eor ha kalzig a sonadegoù vo ganti pad an hañv.
-Horizontal Francis : ur strollad rock gant barzhoniez diheñchet ha dic'hortoz. Klevet e vo Korantin Danio, paotr ar siñte, hag ar gitarour Adrien Gouez, o daou deus Landerne.
-Barrenig-stagañ, ur gevredigezh da vrudañ krouerien ha krouerezed er C'hap. Gant Anna Preden, Guillemette & Didier Loas.
-Pempet kaier lennegel ar gevredigezh Arkae (Erge-Vras) gant Bernez Rouz.
-Bed ar babigoù hag o re, gant Nolwenn Ilias
-Bed ar c'hoarioù-video gant Gwenn Meynier: Hellblade.
-Sonerezh an hañv: Barzaz, Maar, Tuba Skinny (New-Orleans), Maladitso Band (Malawi)
Petra zo en abadenn hiriv ?
Distro ar strollad Karma er fest-noz Skrigneg, ar 25 a viz Gouere. Klevet e vez Yann Ar C'horr, strollad akordeoñs ar strollad ha Marie-Laurence Ar Fusteg, deus ar gevredigezh Gwechall Gozh Skrigneg.
Kronikenn Kokennig ar Son, kinniget gant Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh : Valentin Fabre, deus Ti Ar C'hoadoù, a displeg petra eo an tri spesad kaouenned a vez kavet e Breizh.
Sonerezh : Karma, Cistem Failure
Teknik ha buheziñ : Yann Boishardy
En abadenn e vo klevet :
-Ur reportaj er c'hamp vakañsoù "Mor ha sinema" kinniget gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz e Loperc'hed.
-Mael Thomas diwar-benn ar festival La nuit Farouches a vo dalc'het en Treoù Leon d'an 12 a viz Gouere, ha diwar-benn abadenn bagad Bro Landerne evit ar C'henleur Tour a vo d'ar 26 a viz Gouere e Landerne.
-François Le Bris diwar-benn ur c'hoñkour kezeg a vo e Trelizide d'an 12 a viz Gouere, aozet gant La société hippique du Léon.
-Poltred Valentin Madouas, ur reder vreizhad war varc'h-houarn, kinniget gant Baptiste, bet stajiad en Arvorig FM.
Program spesial evit an hañv savet get ho radioioù brezhonek
Hiziv :
Maurice Jouanno : Petra nevez get Klub an teadoù fall a Borzh-Loeiz (56) ?
Ar gronikenn " War hentoù an antroposen " get Loeiz Beleg : Ha petrol zo e Breizh ?
Marthe Vassalo aterset get Neshka, a gomz demp a CD Loened fall nevez-sortiet : Start da lac'ho, enrollet get dañserionezed .
Sonerezh : Sade / Modkozmik /Lisa Leblanc / Loened fall
Gwraet get Maxime Morvan Crahé
Program spesial evit an hañv savet get ho radioioù brezhonek :
Hiziv :
Kristof Gwilhous a gomz demp ag ar festival Noctambullerie e Sant Inan -56.
Ar gronikenn " War hentoù an antroposen " get Loeiz Beleg : talvoudusañ ijinadenn . importante .
Sekred "an taboule get fwrezh" get Céline Pouillas, aterset get Monique Boulc'h ( archivenn Radio Bro Gwened).
Benead Allaire a gomz demp a 7vet festival Bededaw, disadorn e Lokmikêlig-56.
Sonerezh : Emezi / Talamh / Pongo / Tank and the Bangas
Clélia Steczuk - Ansquer eus Ti ar vro kemper ha David Ansquer eus ar gevredigezh Brezhoneg e Ploveilh diwar-benn an Noz kalon ha Fest an hoc'h dalc'het d'an 9 a viz Eost 2025 e Ploveilh.
Michel le Breton diwar-benn festival des Broderezed à Pont-'n-Abad.
Kronikoù :
Bed ar babigou
Labous Web
Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.