Eus un ostaleri goant e bourk Bulad-Pistien e vo komzet hudu. E-pad bloavezhioù e oa renet ar Ch’ty Coz gant Emmanuelle Nohaig met abaoe ur reuziad emañ ar rañjennoù e daouarnioù Claudia Borrelly ha Marc-Antoine Ollivier. Hemañ diwezhañ a gonto deomp eus ar fest-noz kanet ha sonet a vo eno gante disadorn 22 a viz Eost, adalek 6e noz.
Met araok mont di e chomfomp e Rostrenn ur c’hrogad. Lakaet e vo ar gaoz war ur fest ha n’haller ket c’hoari an dro dezhi, ar « Fisel » ! Hag a grogo a-benn eizhtez... 6 devezh da selaou sonerezh, da zañsal, d’ober anaouegezh gant tud ha traoù, eus ar 25 d’an 29 a viz Eost.
Gant : Alan Kloareg
Sonerezh :
Gosseyn - La petıte anchoıs sur la collıne aux mûres
Anna Ferrer, No ven más cien ojos
Duo Nar, musique désorientale
Bertou/Fulup, 40 vloaz RKB (Avelenn)
La belle ivresse, Suite du petit garçon
Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez ha Yann Boishardy
Dizoloiñ Molenez gant Mouligenn hag Agathe Seïté
Fuloret eo beajourienezed an TER Sud. Jean-Marie Ollivier a lâr hiroc'h deomp.Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.
Ar pezh-c'hoari "Marées" gant ar gompagnunezh Safar
Ar c'hronikennoù PAF! hag Istor Kemper
SonerezhTrio Ternura, Denez Abernot, Tyler The Creator & Lola Young ha Blondie
Keleier gant Metig Jakez-Vargas
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
Ninnog Hupel zo heñchourez gant ar gevredigezh Arz e Chapelioù Bro Leon e-pad an hañv. Kinnig a raio deomp oberennoù an arzourez Véronique Porot a zo diskouezet e Lanniliz betek warc'hoazh.
Anton Burel a embanno ar c'heleier
Maria ha Laora zo div sonerez eus Bro-Spagn. Ober a raint anv eus ar strollad Balkan Paradise Orchestra en doa sonet da geñver ar festival "Penn-ar-Bed" e Kraozon. Troet int bet gant Trifina Baudu.
Program hañv pemdeziek e brezhoneg : muzik, reportajoù, keleier. festivalioù
YAOU 13 a viz EOST
Ider Josso-Arhid, studier, sonour, dañsour aterset er FIL 2026
Kronikenn Loeiz Beleg, àr hentoù an antroposen : Ar prizioù Ignobel
JP. Runigo aterset a_ziàr ar bezhin glas get Aodren Trehin
Tonieù : La Mézanj / Trio Kanour Noz / Hamon Martin 5et/ Ital Express
Emision kampennet hag animet get MMCrahé a Radio Bro Gwened
Keleier bannet get Erwan Blanchard
Atersadenn : Paskal Nignol, heñcher e mirdi Breizh, diwar an diskouezadeg nevez An afer Dreyfus e Roazhon
Kronikennoù :
PAF! (bannoù-treset) : Bloavezhioù an Olifant
Istor Kemper, Istor Breizh : Ti Kodak
Hag ivez :
Liv an amzer
Ar c'heleier gant Anton Burel
Sonerezh :
The Wran - Sullivan's John
Sprints - Better
Kinniget gant : Tangi Poisson
Kostez Plourac’h e vefomp evit ar beure.
Baleadennoù berr zo bet kinniget eno e-pad an hañv gant ar C’hontrad Lec’hel a Yec’hed* savet gant
Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù (GPA) ha Leñv Arvor Kumuniezh (LAC).
Un tamm kenlabour gant ar CRT, ar Greizenn Dafar evit an dud Oajet, ha setu lakaet war-droad 7 baleadennig. Troiadoù komod d’an holl ha buhezet gant ur buhezour a-vicher.
Krog e oa ar jeu e penn kentañ miz Gouere gant harp tud ar gevredigezh D2 (Dynamique et Développement) emañ he zi e Kallag.
Met ar re-se o deus un ti war rodoù ivez, an Ti Koad a vez graet deusañ.
E-pad pemzektez betek digwener 7 a viz Eost e oa an ti bihan koant-se war ar parking eeun da di-kêr Plourac’h.
Digwener ne oa ket bet displijus an traoù eno, sur deoc’h ! Degemeret an dud gant kafe ha kachennoù ha mousc’hoarzhoù e-leizh...
Tud aterset : Aline ar Barzh, Thierry hag Alain eus Plourac'h
Sonerezh :
Robert Bizien et Louis Lallour, Gilgoden
Suzanne Fischer, Cours cours (live avec Naira Andrade)
Zord Quartet, Gavotte de l'Aven
Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez
*Contrat Local de Santé (CLS)
-Cancer Colère, Krank Kounnar: ur stand a vo war marc'had Kemperle digwener vintin etre 9e00 ha 13e00, dalc'het gant Régine Guillemot.
-Nil Caouissin, kuzulier rannvro UDB ha bez-prezidant Breizh a Gleiz, diwar-benn an dalc'h diwezhañ Rannvro Breizh, e miz Even (Anton Burel)
-PAF , bandoù-treset Tangi Poisson : 'Traquemage'
-Un dro e Kemper gant Yannig Laporte ha Morgane Bramoulle : ar balioù.
-Keleier : Aodren Trehen.
Pennadoù-kaoz :
Diskouezadeg : "Teñzorioù" en egoren an arzoù e Montroulez, gant Lizig Chenevièvre buhezourez eno.
Kansinet : gant Annaig An Naou ha Fleur Bigouret, bet kansiet (troet e yezh ar sinoù) sonadeg Madelyn Ann e Yaou ar porzh e Brest.
C'hoariva : "Vous n'aurez pas ma Bretagne" gant ar strollad Hent ar Mor kinniget gant Tangi Merrien, komedian.
Sonerezh :
Tour gant Taouarh
Skrivañ gant Madelyn Ann
Meu Forro e Meu Canto gant Bel air de Forro
-BD (Tangi Poisson) : 'La Balada del Norte'
-Un dro e Kemper: an teatr Max Jacob, pe resisoc'h an dachenn Bouchaballe (Yannig Laporte/Morgane Bramoulle)
-Pa ra paotred ar sinema krouedurioù artifisiel deus ar merc'hed: petra eo, ar 'male gaze'? Manon Renault / Marianne Vaidie
-Ur c'haier c'hoarioù e brezhoneg kinniget gant Sten Charbonneau ouzh mikro Anton Burel
-Kastell Kerminy a zegemer arzourezed hag arzourien e residañs (Elodie Signor/ Metig Jakez-Vargas)