Liesvouezh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Queeromp, rann 8 : ur remziad all

Queeromp, rann 8 : ur remziad all

18/03/2025

Er 7 rann tremenet hon eus klevet testenioù tud etre 25 ha 40 vloaz kaozeal eus o identelezh, o diaesterioù, o joa, o sell war ar bed o vezañ LGDTE+. Evit klozañ an heuliadenn e vimp gant tud eus ur remziad all, Myriam ha Yann a zo tro 60 vloaz hiziv. Soñj o deus eus ur mare lec'h ma oa maez lezenn bezañ gay pe lesbian e Frañs. Tro o deus bet da selaou eus testenioù ar re yaouankoc'h hag e roont o sell bremañ war ar sujedoù lakaaet war-well ganeomp dija.
Mil mersi da Yann ha da v/Myriam evit o zesteni er rann-mañ, da Eno, Liza, Loïc, Metig, Rosalie ha Valentin klevet er 7 rann all ha d'ar re all o deus digoret an hent o vevañ o buhez libr.


Queeromp, rann 7 : an dazont

Queeromp, rann 7 : an dazont

11/03/2025

Er rann-mañ e komzimp eus an dazont gant Valentin, Metig, Loïc, Liza hag Eno, o sell, o aonioù hag o spi gant an amzer da zont.


Queeromp, rann 6 : Joa ha diaesterioù

Queeromp, rann 6 : Joa ha diaesterioù

04/03/2025

Deus diaestaerioù ha joa e vo kaoz er rann-mañ eus an heuliadenn Queeromp gant Eno, Liza, Metig, Rosalie ha Valentin.
Un abadenn gant Morgane Bramoullé.


Queeromp, rann 5 : stourm

Queeromp, rann 5 : stourm

26/02/2025

Daoust hag eo ur redi stourm ma vezer LGDTE+ ?
Lod n'o deus ket c'hoant da enebiñ ouzh ar feulsterioù graet outo, n'o deus ket c'hoant da anavezout ez eus feulster zoken, lod all zo erru skuizh da stourm hag o deus kavet doareoù da vevañ e peoc'h gant ar bed, lod all c'hoazh o deus ezhomm da stourm evit gellet bevañ.
Rosalie, Valentin, Eno, Liza ha Loïc a zo kentoc'h stourmerien·ezed hervezho ha pep hini 'neus h·e mod da stourm.
Un abadenn gant Morgane Bramoullé.


Queeromp, rann 4 : bezañ brezhoneger·ez ha lgdte+

Queeromp, rann 4 : bezañ brezhoneger·ez ha lgdte+

04/02/2025

Daou dra boutin a zo d'an holl vouezhioù a glever en heuliadenn Queeromp : bezañ brezhoneger·ez ha bezañ L, G, D, pe T.
Met peseurt liamm a zo etre an div vinorelezh ma z'eus unan ?
Er rann-mañ e vo kaoz eus ar vezh hag eus al loc'h, kaoz e vo eus petra 'ra d'ur vuhez bezañ minorelaet, peseurt stourmoù a zegas, peseurt nerzh ivez.
Un abadenn gant Valentin, Metig, Loïc, Liza hag Eno kaset da benn gant Morgane Bramoullé.


Queeromp, rann 3 : an identelezhioù o fiñval

Queeromp, rann 3 : an identelezhioù o fiñval

29/01/2025

Michel de Montaigne, ganet e 1533, a skrive en e levr Les essais, "Notre vie n'est que mouvement". Da lâret eo, fiñval, er c'horf, er spered, er galon eo bevañ. Paouez da fiñval eo mervel.
Ar prederour Paul B Preciado ganet tost 500 vloaz war lerc'h e 1970, a labour, en e levr Un appartement sur Uranus, war tem an treuziñ e liamm gant an dreuzidentelezh. Displegañ a ra penaos n'eo ket treuziñ, mont d'ur poent A betek ur poent B, met kentoc'h bevañ el lec'h treuziñ-mañ. An dra-se eo bevañ da vat, treuziñ, fiñval. Ha gwir eo evit an holl draoù a vev.
Queeromp, hon identelezhioù o fiñval gant Liza, Loïc, Rozalie ha Metig.
Un abadenn gant Morgane Bramoullé.


Queeromp, rann 2 : emziskuliañ

Queeromp, rann 2 : emziskuliañ

21/01/2025

Coming out, un dro lavar e saozneg implijet bremañ e meur a yezh evit termeniñ ar fed da embann e vezer treuz, div, gay, lesbian d'ar re all.
E brezhoneg e c'hellfer lâr "emziskuliañ".
Perak e vez lâret "coming out" ? Berraet eo bet an dro lavar, "Coming out of the closet" a oa ar frazenn orin. Gallekaet eo bet e "sortir du placard". An armel a vefe al lec'h lec'h e vez kuzhet ar sekredoù mezhus. Chom en armel a dalv neuze chom hep embann e identelezh gant an aon da vezañ mezekaet gant an dud tro-dro, da goll h·e labour, h·e zi, mignoned·ezed ha kerent.
Tud zo n'o deus diaezamant ebet da gompren ha da lâr int queer. Tud all ne rint morse o c'homing out. Hervezh ur studi graet e 2019 gant ar Yale School of Public Health ez eus 83% eus an dud LGDTE+ er bed a guzh piv int.
Emziskuliañ n'eo ket anat neuze.
Loïc hag Eno a gont an dra-se da v/Morgane Bramoullé.


Queeromp, rann 1 : bezañ perzh eus ar gumuniezh LGDTE+, anat pe pas ?

Queeromp, rann 1 : bezañ perzh eus ar gumuniezh LGDTE+, anat pe pas ?

15/01/2025

Petra eo ar gumuniezh LGDTE+ ? Peseurt talvoudegezh he deus evit an dud LGDTE+ ?
Daoust hag eo ur glogorenn lec'h ma c'heller kejañ gant tud a vev traoù heñvel, lec'h ma c'heller kaout darempredoù karantez, lec'h ma c'heller riboulat ha flirtiñ hep ma 'vefe dañjerus.
Daoust hag eo ur strollad evit gellet stourm ha kaout ostilhoù evit en em zifenn ha klask gwellaat an traoù ?
Liza, Eno, Metig, Valentin, Loïc ha Rosalie a respont da v/Morgane Bramoullé.


Spi ? #5 Gwenola Gerard-Seznec

Spi ? #5 Gwenola Gerard-Seznec

21/02/2024

Ar stourmerez yaouank Gwenola Gerard-Seznec a zo ganeomp evit klozañ gant an heuliadenn Liesvouezh gouestlet d'ar spi dre ar stourm.
Gwenola he deus kemeret perzh d'an emsav Fridays For Future.
Un emsav neus diwanet un tamm pep lec'h e Frañs.
Hini Kemper a zo deuet da vezañ ar Pennduigoù Glas.
Gwenola a zo c'hoazh o stourm eno.


Spi ? #4 Maxime Touzé ha Claire Cariou

Spi ? #4 Maxime Touzé ha Claire Cariou

16/02/2024

Evit ar pevare rann e vo klevet ur wech c'hoazh, Maxime Touze dilennad en tu enep e ti-kêr Douarnenez, ezel eus ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ha kelenner istor ha brezhoneg er skolajoù publik.
Ha klevet e vo ivez Claire Cariou stourmerez evit an endro.
Displegañ a raio deomp ar pezh he deus lakaet e plas en he stourm, dreist-holl gant ar gevredigezh [Côte Waste] (https://cotewaste.fr/qui-sommes-nous/) hag hec’h embregezh [L'éclaireuz] (https://leclaireuz.com/) .
Sonerezh :
Meydan - Change
Gwendoline - Conspire


Cai a sieudr Dâraine