Salud deoc’h tout bugale ! Un abadenn war ar gwez a ginnigan deoc’h evit sizhun diwezhañ ar bloaz a-raok ar vakañsoù !
Penn-kentañ an Nevezamzer oamp bet o welet Valentin ba Ti ar C’hoadoù, goût a rit. Hennezh n’oa displeget dimp gouennañ ar gwez. Gantañ hon oa graet tro ar park, selaouet an evned ha sellet eus ar gwez. N’hell ket ur wezenn gouennañ hep sikour ur wezenn all. Ha penaos an diaoul e reont neuze ?
Un nebeud sizhunioù zo, d’an 22 a viz Mae, oa bet Sonadeg Bugale Kreiz Breizh war al leurenn Glenmor ba Karaez.
Marteze ho poa kemeret perzh er raktres hag ho poa kanet a-hed ar bloaz evit ar sonadeg-mañ !
Un dra gaer eo. Tost da 300 bugel war al leurenn, tro-dro 12 skol eus Bro Kornôg Kreiz Breizh oc'h en em vodan bep eil bloaz evit kanañ kanaouennoù e brezhoneg asambles. Bez zo bugale eus skolioù Diwan ha Divyezh !
Bet oamp o welet ar vugale hag o c’helennerezed a-raok ar sonadeg.
E Bro-Dreger zo ur gêr, Bear hec’h anv. ‘Barzh ar gêr-mañ zo ur straed, barzh ar straed zo ur skol. ‘Barzh ar skol-mañ zo ur c’hlasad bugale CE1/CE2. Tangi Yekel o skolaer.
Asambles o deus prientet abadennoù a bep seurt, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha kanaouennoù. Chañs hon eus bet o vont da enrollan anezhe ha chomet omp o klakennin gante.
Selaouit !
Setu eil lodenn eus istor Itron Vizer, e Brasparzh bepred!
Soñj ho peus eus istor an Eured vein tro Chapelig Sant-Mikael ? Hag eus ar wezenn avaloù burzhudus, hini n’oa frouezh poeson eus un tu ha frouezh evit pareañ eus an tu all ? N’eus forzh peseurt hini ‘oa klañv a c’halle debriñ un aval eus ar wezenn-se ha yac’h pesk teue da vezañ. Pezh zo o deus kroget ar re-gozh da gaout disfiziañs !
Hag ho peus gwelet ar gwez en o bleuñv? Ha klevet c’hwez ar bleunioù kentañ ? Deuet eo ‘maez ar gwenan, ar sardon, ar balafenned.
Ne vez ket gwelet ken aeset-se met buhez zo e-barzh an douar ivez ! Da lâret eo, hep an ekosistem zo dindan hon zreid ne vije ket eus an natur zo tro-dro dimp sur-mat.
War hon c’hluch neuze, deomp da sell ouzh an douar, da furchal ‘barzh, da glevout anezhi !
E Ti ar C’hoadoù emaomp, asambles gant Valentin!
Soñj ho peus eus Maëlle, ar plac’h zo o labourat e Dour ha Stêrioù ?
Bet ‘oamp oc’h adwelet anezhi ba Benac’h evit bisitañ Akwarium Dour ha Stêrioù ganti.
Ul lec’h bev, gant pesket dour dous a red betek ar mor. Diskouezet he doa dimp Maëlle tout ar pesked bihan hag ar pesked bras a zo eno.
Lakait ho potoù, ha deomp da Venac’h, e-kichen stêr ar Gwig hag al Leger. Hiziv ‘vo kaozeet eus kelc’hiad an dour asambles gant Maëlle eus Dour ha Sterioù Breizh ! Ur c'hoari zo e-barzh!
Hag un istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!