Er grennamzer, er manatioù, e veze staliet an eilerien hag an enliverien er scriptorium. O c'harg 'oa ober eilennoù kaer eus ar skridoù relijiel, eus oberennoù dedennusañ an Henamzer. A vanati da vanati ez ae ar skiant hag ar sevenadur. Moien ez eus bet da wiriañ ma veze kavet merc'hed er manatioù-se, aozet evit kopiañ ar skiant, al lennegezh, ar relijion. Met nebeut-tre a verc'hed, a vez desket deomp. Ur gont zo bet graet gant an istorianed: nebeutoc'h evit un' dre gant eus al levrioù bet graet araok an XIIvet kantved 'oa bet laosket etre daouarn merc'hed. Met penaos 'ouifent resis piv neus bet eilet hag enlivet al levrioù-se? Ne oa na boaz na micher an eilerien, eilerezed, enlivourien, enlivourezed sinañ o labour
E 1975 ez eus deuet ouzh ar skrammoù amerikan un teulfilm dreistordinal, ha bet renket buan e-touesk pennoberennoù ar sinema norzh-amerikan gant ar brizerien filmoù: Grey Gardens. Anv un ti eo Grey Gardens, un ti en Hamptons. N'eus ket kalz a vanlevioù ken c'heuc'h, ken pinvidik, ken bourc'his er Stadoù-Unanet hag hemañ, the Hamptons, war Long Island, an enezenn vras stag ouzh kêr New-York. An ti-mañ a zo bet roet e anv d' ur film hag a zispak deomp buhez div vaouez dibar o vevañ ennañ o div hepken, pell mat eus ar bed, pelloc'h c'hoazh eus kevredigezhig kalon New-Yorj, div vaouez kollet, div vaouez libr, div vrizhenn, div arzourez o deus en em vanket war ar vuhez a felle dezhe bevañ. Mamm ha merc'h 'oant, ha lesanvet 'oant 'Big Eddie' ha Little Eddie'. Pa oa erru ar skipailh-filmañ d'o c'haout e 1973 'oa an ti en ur stad mantrus.
Gabriele Münter a oa bet ganet e Berlin en ur familh bourc'his e 1877. Yaouank-tre dija 'oa komañset da dresañ. Lakaet e oa bet da zeskiñ ar piano ivez. Un deskadurezh boutin evit ur verc'h d' ar vourc'hiselezh d'ar poent-se. Buan he deus kavet plijusoc'h an arzoù grafek, ha lezet eo bet d'ober he choazoù gant he zud. Ur skoilh he doa anavezet, en desped da spered digor he zud, ha d'an argant a c'hellent lakaat en he studioù: Akademiezh an arzoù-kaer a nac'he degemer merc'hed.
Ar grev hirañ bet kaset biskoazh e Bro Saoz 'oa bet lañset e 1914 gant skolidi hag o zud evit difenn ur c'houplad mistri-skol, Tom ha Kitty Higdon. Padet eo 25 ploaz, betek marv Tom e 1939. Tom ha Kitty Higdon a oa bet tennet o c'harg digante goude ma oa bet displijet izili ar poellgor karget da aozañ an deskadurezh en o c'horn-bro. Mennet mat e oa an daou vestr-skol da virout an holl vugale gante war holl deizioù ar sizhun, en holl vloavezhioù ret da gaout un deskadurezh diazez, ha da ginnig dezhe ur c'helenn a galite en ur sal glas brav ha tomm. Met d'an ampoent e veze ezhomm da gas ar vugale-se er parkeier gant o zud reoliek, hag ar berc'henned a denne mort d'an nerzh-labour yaouank-se evit al labourioù da ober en tiez-feurm. Ha dispignoù paper, levrioù ha koad da lakaat er siminal da dommañ ar skol ne veze ket graet evit ar vugale baour. Anveet eo bet ar stourm-se 'The Burston Strike School'.