Poent 'zo bet

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Jean Keginer 1.

Jean Keginer 1.

15/05/2026

Hiziv 'barzh an abadenn e selaouomp ur pennad-kaoz gant Jean Keginer eus Sant-Seo. Nepell eus Montroulez emañ Sant-Seo da lavaret eo tostik brezhoneg Jean Keginer ouzh hini Bro-Dreger. Gant Jean Keginer ha Mikael Madeg 'vo anv eus al labour-douar gwechall, al labour war-dro an tiegezh, al labour war-dro al laezh... D'ar marc'had, da goc'hi Montroulez 'veze kaset amann, vioù ha yer. Jean a lavar ivez penaos 'veze lazhet ar moc'h gwechall.


Alfoñs Arzel 3.

Alfoñs Arzel 3.

30/04/2026

An abadenn ziwezhañ gant Alfoñs Arzel diwar-benn peñse ha prosez an Amoco.
A-benn ar fin, e miz Genver 1992, goude 14 vloavezh a stourm, oa bet kondaonet an Amoco da baeañ 225 million a lurioù gall d'ar sindikad a vode strollegezhioù publik Breizh.


Alfoñs Arzel 2.

Alfoñs Arzel 2.

27/04/2026

Diwar-benn peñse ha prosez an Amoco. Hag e kendalc'homp ganti. Petra ober? Ramas ar petrol pe get? Bet kemeret an diviz gant ar parrezioù saotret en em vodañ hag ober ur prosez e New-York. Emañ Alfoñs Arzel o vont da gontañ deomp an turubailhoù 'zo bet evit ar stal da benn.


Alfoñs Arzel 1.

Alfoñs Arzel 1.

03/04/2026

Ur pennad-kaoz gant Alfoñs Arzel ganet e Gwitalmeze e 1927 hag aet d'an anaon e 2014.
Maer eo bet e Gwitalmeze pad meur a varc'had nav vloaz hag eo bet senedour ivez.
Brudet eo ar stourm renet gantañ e penn maered ar c'homunioù saotret gant reverdi zu an Amoco Cadiz.


Therese Morvan eus Ploñger 3.

Therese Morvan eus Ploñger 3.

26/02/2026

Da glozañ ganti, marvailhoù a bep seurt gant Therese: frikojoù war ar maez gwechall, ar misionoù hag an taolennoù, ar gouloù-noz ha gouloù-rek, istor Biel ar c'hi du hag istor ur sorser all...


Thérèse Morvan 2.

Thérèse Morvan 2.

23/02/2026

Marvailhoù a bep seurt adarre, diwar-benn ar gouren, istorioù peñse hag anv eus al Lipari.


Mme Morvan eus Ploñger.

Mme Morvan eus Ploñger.

20/01/2026

Un enrolladenn gant Therese Morvan eus Ploñger ganet e 1892.
Ar gomz diwar-benn anvioù-lec'hioù hag istorioù peñse.


Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 4.

Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 4.

25/11/2025

An abadenn ziwezhañ ganto. Diwar-benn al louzeier da bareañ an dud hag an anevaled, istorioù tud bet kilhet!, ha diwar-benn ar bezhin.


Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 3

Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 3

06/11/2025

Marvailhoù a bep seurt ganto: kemm etre speredoù an dud ar parrezioù tro war-dro, ar bevañs hag an tiez gwechall, dimeziñ & bazhvalan, istorioù Paotred ar Zabat...


Jean Bian Poudeg ha Goulhan Bergot 2.

Jean Bian Poudeg ha Goulhan Bergot 2.

14/10/2025

Marvailhoù an taol-mañ diwar-benn ar c'hanolioù er c'horn-bro, diwar-benn dilhad, koefoù ha tokoù tud ar vro... Pardonioù hag emgannoù, lesanvioù, farserez ha troioù-kamm!


Cai a sieudr Dâraine