Strollad staliet ha gwriziennet en donegal, Altan zo brudet dre pevar c’horn ar vro !
En Donegal, e hanternoz iwerzhon, vezer kustum da welet sonerien ha sonerezed a lako ho kalon da dommañ michañs ! Trugarez vraz a laran da Martin Tourish, soner akordeoñs Altan, en deus roet sikour din evit lakaat da geñver buhez ar strollad em abadennig !
Un abadenn gaer tremenet en div yezh ar wech mañ : Saozneg ha Brezhoneg. Aterset em eus Rodney Devine, paotr Iwerzhon an Norzh, evit komprenn ha selaou-douz Rebel songs, kanaouennoù disent, a destenn douz buhez an iwerzhonized an amzer mañ amzer. Trugarekaat a ran anezhañ evit bout komzet deus un danvez frommus dezhañ.