'Giz bep bloaz bremañ eo bet skarzhet gourdonner Stad Roazhon FK a-raok an nevezamzer. Ur cheñchamant da zegas spi en-dro ? Pe er c'hontrol eo skuizh an harperien-ezed gant distabilded ar c'hlub. Maudan, Erwan ha Tangi a glasko respont d'ar goulennoù-se en abadenn E Ruz ha Du.
Echu ar c’houlzad gant Stad Roazhon ! Poent eo da Erwan, Maudan ha Tangi ober ar bilañs kentañ. Disoc’hoù fall ar skipailh pennañ, met ivez an trec’h e kib Gambardella gant ar re yaouank ha peseurt sell evit an dazont : setu ar pezh a vo klevet en abadenn.
Disoc'hoù etre zo bet ar miz-mañ gant Stad Roazhon. Gant disoc'hoù mat a-enep d'ar skipailhoù gwan, ha disoc’hoù fall a-enep d'ar skipailhoù kreñv. Peadra da gaout spi evit an dazont pe er c'hontrol da vezañ ankeniet ?
Maudan, Erwan ha Tangi a glasko respont d'ar goulenn-mañ.
Evit Stad Roazhon e krog ar bloaz nevez e-giz 'oa bet echuet ar bloavezh 2024 : matchoù kollet. Ar pezh a c'hell bezañ digalonekaus evit an harperien-ezed Ruz ha Du. Met n'eo ket trawalc'h evit Maudan ha Tangi da zilaoskel o c'hlub muiañ karet.
Disoc'hoù fall, c'hoarierien nevez, dazont Sampaoli : setu deus petra 'vo kaoz en abadenn-mañ.