Lerc'h ha lerc'h

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Al labour plomer·ez gant Jeanne Chevrel

Al labour plomer·ez gant Jeanne Chevrel

14/04/2025

Jeanne Chevrel a zo o heuliañ ur stummadur war ar plomerezh en AFPA e Kemper.
Displeg a ra deomp petra 'vez desket.
Jeanne hec’h eus bet tro da gaout un tañva eus ar vicher a-drugarez d'ar stajoù. Ha displeg a raio deomp hag-eñ eo bet diaes kaout he flas en ur vicher hag ur bed lec'h ma vez kavet paotred dreist-holl.


''La honte et le châtiment''

''La honte et le châtiment''

25/03/2025

Diverradenn an dezenn bet savet gant Rozenn Milin evit kontañ ar 'simbol' e Breizh ha ledanoc'h e kement bro pe lec'h ma faote da Frañs ober d'ar vugale kaout dispri, disinterest -ha kasoni ma oa posubl- ouzh yezh o zud, dre an dispennañ hag ar flatrerezh.


Klub Maouted Kemper

Klub Maouted Kemper

14/03/2025

Keven ar Fur, prezidant ar BK Family a zo ganeomp evit lar hiroc'h deomp war ar c'hlub.
Renkadur ar skipailh micherel ar bloaz-mañ, ar greizenn stummañ met ivez ar c’heriaoueg implijet e-barzh bed ar basket.


An ASMR hag ar rouedadoù sokial gant Youlmouth

An ASMR hag ar rouedadoù sokial gant Youlmouth

07/03/2025

Ar penn-sardin Yaël Kervern a zo anavezet dindan an anv Youlmouth war Youtube.
Sevel a ra ur bern videoioù ASMR evit he c’humuniezh. Heuliet eo gant ouzhpenn 9000 den hag embannet he deus dija 110 video.
Desket e vo hiroc'h war an ASMR ha bed ar rouedadoù sokial.


Ober d'ar brezhoneg bezañ evel ur pesk e lestr an naouegezh artifisiel

Ober d'ar brezhoneg bezañ evel ur pesk e lestr an naouegezh artifisiel

28/02/2025

Gant Mélanie Jouitteau, karget a enklaskerezh war ar yezhoù evit ar CNRS


Sindrom an Dic'hallusted d'en Em Gompren

Sindrom an Dic'hallusted d'en Em Gompren

24/02/2025

‘Sindrom an dic’hallusted d’en em gompren’ , sed aze an anv bet roet gant Lukian Kergoat d’ar pezh a c’hoarvez da zaou vrezhoneger aonik da gaozeal brezhoneg asambles ma n’int ket ganet er memes parrez, ma n’int ket a oad an eil gant egile, pe c’hoazh, ma n’en deus ket unan anezhe desket brezhoneg war barlenn e vamm.
Dibardon ‘vez a-wezhoù an daremprederezh e brezhoneg.
An aliesañ e vez merket sindrom an dic’hallusted gant un drol a simptom: ‘’N’eo ket ar memes brezhoneg’’, taolet d’an dud o klask kaozeal brezhoneg memestra.
Ar brezhoneger ampechet gant ar SDEG n’eo ket gouest da anavezout kement ger a zo tout e diskour an den a-dal dezhañ, sañset.
Daoust hag ur gwir sindrom eo?
Piv bennak a zo klañv gant an dic’hallusted d’en em gompren a c’hell pareañ buan eme deomp ar yezhoniour Lukian Kergoat.


Lerc'h ha Lerc'h / Célestine Dodens

Lerc'h ha Lerc'h / Célestine Dodens

07/02/2025

An delennourez a ginnig deomp 'Delioù' et 'Brulu', daou zaouad ganti, hag ar c'honsertoù a vo e Breizh en deizioù a zeu.


40 vloaz a deknikoù radio

40 vloaz a deknikoù radio

31/01/2025

Pol Yvon Virot 'neus labouret e-pad ouzhpenn 40 vloaz e Radio France e Kemper 'giz teknikour son. Gwelet 'neus penaos eo chañjet an teknikoù da enrollañ ha da gas ar son en 40 vloaz tremenet. Kontañ a ra an dra-se deomp.


An US Konkerne gant Alan Troadeg

An US Konkerne gant Alan Troadeg

10/01/2025

A orin eus Karaez, Alan Troadeg a zo o labourat er stad Guy Piriou e Konkerne.
Kentoc'h troet war ar rugbi, n'eo ket chalet Alan harpañ e gleub, an US Konkerne.
Ar skipailh a oa pignet e ligue 2 war lene, met diskennet int e fin ar c'hampionnad.


Lidañ Nedeleg gant Brijit Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez, o kanañ

Lidañ Nedeleg gant Brijit Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez, o kanañ

20/12/2024

Brigitte Cloareg hag he div verc’h Katell ha Gladez a ginnigo Christmas Carols, kanaouennoù evit Nedeleg e dibenn ar miz…
An abadenn gentañ ‘vo e Bannaleg er stal ‘’Le grand bain’’ d’an 28 da 6e00 noz, an eil an deiz goude, d’an 29, e Iliz Plogonneg, da 3e30 goude kreisteiz!


Cai a sieudr Dâraine