D’an 18 a viz Genver ‘oa roet ur brezegenn gant Kentigwern Jaouen, danvez-doktor war istor ar Grennamzer, diwar-benn ar c’hentañ bagoù ijinet evit emgannioù war vor ( e Breizh ) er XIVvet kantved.
Prezegennoù all a vo dalc’het gant izili ar gevredigezh ‘Pont-Croix 1358’.
Er programm gouestlet d’ar Grennamzer ‘vo kentelioù diwar-benn an istor evel skiant hag an arkeologiezh, ar vuhez pemdez er Grennamzer, kredennoù, ritoù ha gizioù an dud d’ar poent-se.
Ar prezegennoù-se vo kinniget gant skolveuridi pe tud tik gant o danvez. An deskarded a c’hell bezañ izel o live, n’eo ket soñjet ar prezegennoù-se evit an arbennigourien hepken.
=> [https://pont-croix1358.bzh/] (https://pont-croix1358.bzh/)
Samuel Julien a skriv pennadoù liesseurt evit ar gelaouenn ‘Bremañ’ abaoe 2013.
An aliesañ ‘tegas deomp un anaoudegezh deus istor pobloù Europa dre o glad savet, kizellet, kanet, komzet...
Faotet ‘neus dezhañ strollañ an holl bennadoù-se (ouzhpenn 100) en ul levr kaer hepken.
E ditlet en deus ‘’Skeudennoù hor melezour’’ // gant an ti-embann Levr an Arzhez.
Da brenañ digant Bannoù Heol pe er stal-levrioù l'Encre de Bretagne.
Klervi Mandon eus ar strollad [Nous Toutes] (https://www.noustoutes.org/) Kemper diwar-benn an darvoud War-Sav evit an devezh a-enep ar feulsterioù graet ouzh ar plac'hed a vez bep bloaz d'ar 25 a viz Du.
Hag enskrivet eo bremañ ar c'henasant pe kentoc'h an diouer a genasant e termenadur an tagadennoù seksel hag ar gwal. Distreiñ ~a raimp war an dodenn-mañ gant Klervi.
119 skignadenn e 78 lec’h e Penn-ar-Bed setu pezh vo kinniget deoc’h kerzh mizvezh an teul-film hag a zo o tostaat.
Un darvoud broadel kenurzhiet war skeul an departamant gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh.
Penaos vez graet neuze vit aozañ un darvoud ken bras gant kement a gevellerien ?
Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh a lâr hiroc’h deomp
Ur foñs debarzhadurioù eo Explore, da lâret e ro Explore da dud ha frammoù liesseurt ostilhoù a bep seurt evit kas da benn o raktresoù gant ar memes pal atav : mont pelloc'h gant gwareziñ an endro, studiañ ar bed tro-dro ha krouiñ doareoù nevez da vevañ o vezañ doujusoc'h ouzh an natur.
Gwenola Gerard Sezneg, e servij keodedel e Explore, a gont hiroc'h deomp.
Muioc'h a ditouroù dre [fonds-explore.org] (http://fonds-explore.org)
Deuet zo ul levr ouzhpenn gant ti-embann Minihi Levenez e penn kentañ an hañv:
Disoc’h labour daou vignon eo. Jean Danion ha Bernez Rest o deus anavezet Job an Irien:
‘Job an Irien / Beleg ha barzh ar c’hanennoù meur’ / n° 187 (Kaier miz Even 2025) Jean Danion ha Bernez Rest / 18 E.