Jean-Michel er C’hunff eman é chom ba Lomalo met a Laoulan eman. A-viskoazh en deus kanet get tud e familh ha savet en deus ur skipailh kanourian get un nebeut àg e ganderien. Hinnezh a zisplega razh an traoù-sen.
Muzik :
Kanderien Laoulan – Couic Couic Couic mon père
Clémentine Doran – Funky Day
Eit eil lodenn an atersadenn e kaozay Dominig Pouleriquen a-ziàr ar repertoar a vez sonet geton get e vombard, ar filajoù gwezherell e-pad ar gouianv hag ar sonjoù a-zivout e gornad vro.
Musik :
« Gavotenn a vro pourlet – CD A veg da veg » - Pouleriquen /Le Padellec
Hiriv e vimp get Dominig Pouleriquen àr ribl an Ele met doc’h tu Prijeg. En en deus ‘n em staliet ba ti e dud kozh doc’h tu e vamm àrlec’h e retret. Hinnezh a gonta deomp e vuhez paizant koste Langoned ha penaos en doe komanset da sonin ar vombard pa oe krenard.
Musik :
« Sveteliai Ciemiņi » - Laurita Peleniūtė & Auļi
« Gavotenn a vro pourlet – Konkour St Iwan Bubri 2023 » - Pouleriquen /Le Strat
Eman Denise lan a nerzh ha beugon. A Verlavinez eman met heuliet ‘noe he zud doc’h tu Lokmikelig pa oe yaouank. Kontin a ra deomp he buhez labour en dachenn ha er porzh pesked ba’an Oriant.
Musik :
« Gwashan micher » - Pierre Guillevic
« Kaj » - Mehrad Hidden
Damp en dro e kompagnonezh Brieg Doujet eit eil lodenn e atersadenn. Arlec’h bout bet e Alemagn eit e studioù hag ur labour ijinour, en ‘zo daet endro da Vreizh. Neuzen e gonta deomp penaos eo daet da vout kelenner, penaos en deu desket dansal dansoù a Vreizh en Alemagn et dreistoll penaost en doe impliet ur galloud dianavet ar c’houign amann.
Hiriv e vimp e kompagnonezh Virginie Besnard ba Kilombo Mane Bihan, ur lec’h savet geti hag he hanter boutik Geraud nav ble zo . Du-sen e vez kavet yourtoù ha Tiny Houses, un atalier munuzer, ur jardin ha pradeier. He a zisplega deomp penaos a gerzha ar lec’h ha petra vez graet gete eit krouin liammoù etre an dud.
Muzik :
An Tri Pichon – Me’m eus un ti
3030 – O Outro Lado
Ni zo ba komagnunzeh François Le Roux; En zo ganet ba 1935 ba Ploe. En neus groet pasabl a vicherioù. Eid komañs oe aet de vout mevel pa oa krenard, da 14 vlez. Daet eo en dro d'ar vro eid deskiñ ar vicher go : eñ houarne ar c'hezeg b'an Ignel.
MUZIK
Pascaline Le Roux ag an Ignel : Enig bihan
Foto : Theodrore Gericault