Ar sizhun baset oen oet tre bedeg Kemper da atersiñ ur paotr hag a zo kanour, stourmour ha boiajour. Ur paotr mil anavetba Breizh a-bezh. Hinnezh sone ur vuzig Pop Rock er bleadoù 70. Dalc'hit peus soñj sur aset a "Ar Soudarded zo Gwuisket e Ruz". Selaouamp Gweltaz ar Fur.
Muzik :
Marie Guyonvarc'h - Je veux me marier
Gweltaz ar Fur - Ar soudarded zo gwisket e ruz
Un abadenn kinniget get Jañlug er Mouel
Razh an dud 'neus dalc'het soñj àg ar c'hanennoù-sen ! "Merc'hed Gregam" pe "Ar Soudarded zo Gwisket e Ruz". Ur paotr mil brudet. Ur Paotr ur milion pladenn gwerhet er bed a-bezh. Eh beh ya ! Oet on tre bedeg Kemper da atersiñ Gweltaz ar Fur.
Ni'beus 'n em rankontret ba un davarn, ar Ceili ha ni'beus kaojet a-ziàr
e vuhez dre vras
e vuhez stourmour
e vuhez sonour
Bourrabl oe ar momant-sen. Damp neuzen ! Tapit ur werennad bier, serrit ho taoulagad, ba'ar C'heili eh amp. Selaouamp doc'h Gweltaz ar Fur.
Ni zalc’ha an abadenn get Sylvain Nignol. Ur paotr a Vubri eo hinnezh ha eñ 'vourra an Istoer. Berped ema o klask an istoerioù ba e vro. Ba lodenn zevehañ en atersadenn hiriv, e kaoja Sylvain ag ar re Pluvié ur familh vras ba Ploe ha peogwir oan daet da welet Sylvain tro dro d’an Holl Sent, ni boa kaojet un tammig diàr benn an dra-mañ.
Muzik : Boulerice & Demers & Deveaux : là-bas sur les montagnes
Dalc'hamb tro manérioù Ploe ha Bubri ! Sylvain Nignol a zalc'ha da gaojal un tammig diàr-benn Manehouarn, ha ni yay d'ober un dro da maner Kerdreo àr-lerc'h !
Muzik :Jo Pourchasse, Foer Bubri
Foto : [https://www.lorientbretagnesudtourisme.fr/fr/fiche/domaine-de-manehouarn-plouay_TFOSDOMAINEDEMANEHOUARN/#dsio-detail--gallery-2] (https://www.lorientbretagnesudtourisme.fr/fr/fiche/domaine-de-manehouarn-plouay_TFOSDOMAINEDEMANEHOUARN/#dsio-detail--gallery-2)
Ni a zalc'ha d'ober tro manérioù Bubri get Sylvain Nignol. Hennezh 'vourra an Istoer, istoer e barrez surtoud. Dec'h en deus kaojet deomp a-zivout maner Perros hag ar Maréchal Franchet d'Espèrey ha hiriv yamb da lein ar barrez, get maner Keraly
Muzik : Talec Noguet, Ar mevel
Foto : [https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/illustration/IVR53_19685600342V] (https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/illustration/IVR53_19685600342V)
Sylvain Nignol zo un den a Vubri. Hennezh a vourra an Istoer. Neuze neus klasket ha lennet tamm-mat àr istoer e barrez ! Hiriv e kaoja deomp ag ur maner a zo ba Bubri, maner Perros, hag ur gwaz neus bevet a-bazh : Maréchal Louis Franchet d'Espèrey.
Muzik : Pierre Le padellec, Soudard Bubri
Foto : [https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/dossier/IA00009239] (https://patrimoine.bzh/gertrude-diffusion/dossier/IA00009239)
Ni a glevey ar lodenn zevezhañ get Thibaut Lécroart hag a zisplega deomp petra eo an c'hoari internet GeoGuessr. Ema ret deoc'h divinout e pesseurt kêr eh oc'h, e pesseurt bro, get ur foto. Ema ret c'hoari tamm mat ewit gouiet penaos ema ar peulioù ba Perou peotamant pesseurt liv zo get douar Botswana ba Afrika Su ! Thibaut, eñ a c'hoaria passabl ewid ar c'houpe de France vo benn miz gwenoloñ.
MUZIK :
Ducasse - Tchovek
En abadenn hiriv :
Sujedoù :
---Ur Vuhez Vat, lodenn 4
---Maxime Crahé, Ti mod kozh 4
---Blandine Burban, archiv
---Ariane Guguen, lodenn 2
Muzik :
---Marcel Bothua - Anne-Marie ma merh karet
---Kanerhog - Pa oen me bihan
---Boulerice, Demers, Deveaux : C'est un galant
---Pascaline Le Roux - Merc'hed mam bro
---Chicha Libre - Danza del Millonario
---Dimone + Kursed - C'est nickel