2vn evit kompren penaos 'vez fardet an eskern e-barzh hor c'horfoù Krouidigezh an eskern a zo 'giz savidigezh an tiez, ret eo kaout ur framm da gentañ tout. Framm an eskern a zo graet gant kelligoù ispisializet a teu eus ar proteinoù. Goude-se e teu mare ar sevel mogerioù a raio d'an tiez ha d'an eskern bezañ solut !
Biskoazh ne oa ket bet ken bras an toull er gwiskad ozon war c'horre an Antartik e 2020, met e 2019 e oa bet ar bihanañ hon 'noa gwelet abaoe ma tiwalomp deus ar gwiskad ozon. Da lâret eo eo distabil an traoù c'hoazh evit ar gwiskad ozon. E fin miz Kerzu 2020 eo bet goloet an toull a oa b'an Antartik ha sañset e yao gwelloc'h gwellañ ma heul an hol... montrer pus fot de cai
Setu, deuet en-dro ur bern amprevaned en hol liorzhoù hag en o zouez ar gwenan ! An amprevan du ha melen, blevek. N'int ket tagus 'nezho met flemmañ a rint evit gwareziñ ar ruskenn hag o c'hoarezed. Hag en ur ober e varvint. Perak 'ta ?