Brudet eo an telwennoù ejiptian eus an henamzer, hini ar Sphynx a zo sur mat an hini vrudetañ. Ha mankout a ra dezhi un dra a-bouez : he fri ! Ur bern telwennoù ejiptian eus an henamzer o deus kollet o fri ha lodennoù all eus ho c'horf. Evit an arkeologourezed hag an arkeologourien e vije bet torret fri an telwennoù espres-kaer. Ha perak 'ta ?
Skeudenn gant Moh Hakem
2vn evit kompren an tapadoù, an tachoù kafe, al lentigoù, an tachoù-pik, ar pikoù du, ar pikoù rouz, grain de beauté 'vez graet eus se e galleg. 'Neus reolenn ebet evit an tachoù-pik, e pep lec'h e vezont kavet ouzh hor c'hroc'henn, e penn ar fri, er skouarn, bras pe bihan, du pe rouz, blevek pe pas. Met petra eo ar pikoù du ?
Skeudenn gant Aquoipensentlestcheques, aotre-implijout [CC BY-SA 4.0] (https://creativecommons.org/licenses/by-sa/4.0/deed.en)
Pa chomomp en dour pell a-walc'h e teu penn hon bizied da vezañ goeñvet, ridennet eo ar c'hroc'henn, met perak 'ta ?
E-pad pell e soñje d'ar skiantourien·ezed e oa 'blam ma 'teue an dour e-barzh an epiderm ha 'blam da-se 'vije astennet ar c'hroc'henn a vefe o ridenniñ neuze. Met ar bevonourien·ezed o deus kavet e oa ar c'hontrol mik a c'hoarveze...
C'hoarvezhet eo ganeoc'h sur mat dija : soñjal a rae deoc'h 'poa tapet ur poltred eus ar c'hentañ met o sellet eus ar foto evit ar wech kentañ, mallozh ! Daoulagad ho mignoned a zo ruz !
Perak e teu da vezañ ruz hon daoulagad a-wechoù war ar fotoioù ? Evit kompren an dra-se eo dav studiañ un tamm anatomiezh al lagad.
Marteze eo c'hoarvezhet ganeoc'h dija ? O tigeriñ ar mekanik gwalc'hiñ e verzhec'h eo kalz bihanoc'h ho stamenn evit a-raok. Mallozh ! Kollet 'peus ur wech ouzhpenn unan eus ho tamm dilhad muiañ karet ! Met perak e teu da vezañ bihanoc'h serten tammoù dilhad goude bezañ bet gwalc'het ???