A-houde penn kommañs an hañv e rank tud ar Poher monet da Vrest, Montroulez pe Gwengamp evit bout trumadoù (urjañsoù). Trumadoù Karaez a zo serret e-pad an noz... Sañset e oa bout digoret ar servij en ospital en-dro e miz Gwenholoñ met n'eo ket bet graet. Ag an afer e komzamp a-hed ar sizhun-mañ e pennad-kaoz ar sizhun, kaset get Tomaz Laken (RKB).
Diskâret spontus gwelet ar boblañs e-kerz 50 vlez. Berrwell emañ bremañ 30% ag ar boblañs àr-dro d'ar blanedenn... Muioc'h àr ar fenomen er gronikenn Yec'hed get ar medisin-bet Alan Goulwen.
Muioc'h a-ziàr Ti Kengred Kermarron Douarnenez ivez, e penn kommañs an abadenn!
Avel em fenn a zo skignet dre-eeun, kaset ar Lun mañ get Enora Molac e Radio Bro Gwened.
Foto ar pennad © Ouest-France
Dimerc'her e oa prosez Erwan Chartier hag ar Poher a-enep d'ur gazetenn faskour evit o kunujennoù. Enora Molac a zo bet er prosez e lez-varn an Oriant hag aterset he deus Erwan Chartier.
Bleunwenn Konan a zo prezidantez ar gevredigezh Topariti a aoz ur fest-noz e Pleuveur Bodoù d'ar sadorn 9 a viz Gwengolo, kontañ a ra deomp hirorc'h war ar fest-noz-mañ.
Ar gronikenn Barzhaz gant ul lenadenn deus Tomaz Laken, ur bomm deus an danevell Tavarn ar Pont Du bet skrivet gant Ernest Barzhig.
[Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58354)
Lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar barzh Jorj Perroz kontet deomp gant Louis-Jacques Suignard.
Sonerezh : Tekmao, O djali, Frente Cumbiero
«Ar grouidigezh a zo spagus, deoc’h da rein ‘nezhi d’ar muian a dud», setu pezh a lâre Einstein, ha setu pezh a adlâr ar Sonart, skol sonerezh kevredigezhiel Kallag-Boulvriag. Kristof Markier a zo tad div blac'h o kemer kentelioù sonerezh er Sonart, [setu e displegadennoù] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58348) .
[Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58346) , ur gronikenn diwar-benn ar poderezh. Awen Prigent a zo poder e Benac'h ha displegañ a ra deomp penaos sevel un tass uhel.
Keleier ar vro gant Erwan Blanchard.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn Jorj Perroz.
Sonerezh : Blue Jay, FBL, Isaac & Nora
«Ar grouidigezh a zo spagus, deoc’h da rein ‘nezhi d’ar muian a dud», setu pezh a lâre Einstein, ha setu pezh a adlâr ar Sonart, skol sonerezh kevredigezhiel Kallag-Boulvriag. War ar maez, pa ne vez aozadur ebet o kinnig kentelioù arz eo ret d’an dud n’em aozan evit en ober. Abaoe 10 vloaz eo strollet kelennerien.ezed bro Kallag-Boulvriag er Sonart evit kinnig kentelioù.
En Emvod Meur miz Mae tremenet o deus lâret d’o skolidi oa start dezho derc’hel gant an aozadur. Setu aï neuze tud nevez er c’huzul-meran evit rein ul lans nevez d’ar skol.
Kristof Markier a zo unan dionte ha kinnig a ra deomp ar skol-man.
Ur sell war distro-skol ar skolioù Divyezh gant Renan Kerbiquet, rener Kelennomp ! evit komañs an abadenn. Hag ur reportajig e skol Diwan Pondi.
Ar gronikenn E pleg an hent gant Clement Guillanton o komz deus [penn-komañs ar psikoz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58345) , dreist-holl touesk an dud yaouank.
[Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58342)
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Louis-Jacques Suignard o kontañ buhez ar barzh Jorj Perroz.
Sonerezh : Luizga+Izem, Manran, Hadouti Orkestar
40 vlez eo Radio Bro Gwened ! Kroget oa bet an traoù e 1983 e ti Loeiz Belleg, a glevehet en abadenn-mañ o komz doc'h mikro Yuna Cojean asambl get Maryse Fillion.
Da glevet ivez en abadenn: lañset ur sezon nevez evit Brezhoweb ivez, Florent Grouin karget a broduiñ ar chadenn tele àr internet a zo genemp. Ar barzh Jorj Perroz n'oe awenet ur bochad tud, en o mesk Louis Jacques Suignard. Aterset oa bet get Tomaz Laken (RKB). Keleier ar vro Anton Burel da glevet ivez e kreiz an abadenn.
Kaset an abadenn get Enora Molac dre-eeun e studio Radio Bro Gwened.
Kommañs a ra ar sezon radio en-dro, get ar mem skipailhad. Kaset an afer get Enora Molac dre-eeun e penn kommañs ar sizhun, Maëlle Ausias e Radio Kreiz Breizh a vo e fin ar sizhun!
Ar lun-mañ:
- Krouidigezhioù danvez dilhad dibar Nolwenn Faligot displeget get 2 dañserez a labour geti Morgan ha Diane, a zo bet aterset b'An Oriant e kreiz an hañv goude an diskouezhadeg e Emvod ar Gelted.
- Poèmes Bleus, Papiers Collés pe La vie ordinaire a zo bet skrivet get Jorj Perroz, muioc'h a-ziàr ar barzh e pennad-kaoz ar sizhun kaset get Tomaz Laken (RKB) !
- Krign-bev ar lounezi a zo ur sapre afer, displeget get ar medisin-bet Alan Goulwen, er gronikenn yec'hed.
Joa deoc'h !
Deus an 29 a viz Even betek ar 7 a viz Gouere 2023 e oa e Rättvik e bro Sweden ur c'hamp sonerezh hengounel etrevroadel evit an dud etre 18 ha 25 vloaz.
Ar bloaz-mañ eo aet Koulm Puilhandre hag Aziliz Laudrin eno. Setu neuze o zesteni 'sambles gant un enroladenn deus ar sonadeg fin bet kaset d'ar 6 a viz Gouere.
Awen Prigent a zo poder abaoe un nebeut bloavezhioù. Ezel eo deus ar gevredigezh Les 10 mondes a aoz evit an eil wezh ar festival Bell' Fest e Benac'h dibenn-sizhun diwezhañ miz Gouere. Ur festival troet tro-dro d'ur marc'had artizanel mes ivez gant diskouezadegoù, sonadegoù hag un aergelc'h plijus e kreiz bourk Benac'h.
'Bloaz paset e oa deuet 3 000 den e-kerzh an dibenn-sizhun.
Awen a gont deomp petra eo bezañ artizan hiriv an deiz, penaos eo bet choazet ar re a vo amañ evit ar marc'had ha titouroù diwar-benn ar gouel.
Bep bloaz e vez aozet gant ar gevredigezh Ty films emgav an teul-filmoù fin miz Even e Melioneg. Deus ar yaou betek ar sul e vez diskouezet teul-filmoù bet dibabet, kinniget atelieroù ha lakaet da selaou teul-sonioù ivez.
Deuet eo Gildas Heno, ezel deus ar Bodad dibab filmoù da gomz war-eeun d'ar gwener 23 a viz Even, e kreiz ar festival.