CSSP Lannuon (Collectif de soutien aux sans-papiers) a ra war-dro sikour ar repuidi da sevel o doserioù a-benn kaout paperioù. Prantadoù gortoz hir-kenañ evit poblañsoù o vevañ en dienezh, hag ar CSSP a glask sikour anezhe ivez en ur reiñ un tamm arc'hant. Setu perak e voe soñjet, tri bloaz 'zo dija, gant Philippe Vital eus CSSP Lannuon ha Jean-luc Thomas, sener fleüit a Vro-Dreger, moulañ ur bladenn gant muzisianed ar vro 'benn strollañ arc'hant. Ar bladenn-mañ a deuio er maez e miz genver, Sapiens est un migrant he anv.
Gaby Kerdoncuff 'ra parti deus unan deus an nav strollad bet pedet da reiñ un ton evit ar bladenn. Strolladoù gant muzisianed deus Breizh a sen muzik deus a-bell vro, hag a zo liammet a-bell pe a-dost da gaoz ar repuidi. Gaby a ginnig deomp un toullad deus ar strolladoù-se ha Chantal Lemoine a gaoze deomp deus al labour kaset gant ar CSSP.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Erwan Blanchard deus Arvorig FM e Landerne.
E pennad-kaoz ar sizhun e ro Enora Molac ar gaoz da gCamille, ezel deus ar gevredigezh "Transparence Chapelle-Neuve" diwar-benn ar goulennoù savet abalamour d'ur raktres sevel ur metanizer war gumun ar Chapel-Nevez er Morbihan.
Kronikenn Loeiz Bellec "Ar hentoù an antroposen" a zo diwar-benn afer ar "Radium girls" er Stadoù Unanet er bloavezhioù 1930.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Amari Famili, Kazut de Tyr, Serendou
Foto : Hervé De Williencourt
Liamm Helloasso CSSP Treger : https://www.helloasso.com/associations/agir-ensemble-contre-le-chomage-a-c-tregor/collectes/participez-a-l-edition-d-un-cd-vendu-au-profit-du-cssp-pour-soutenir-son-action
D'ar 5 a viz Kerdu 2012 - dek vloaz zo ! - e oa bet degemeret ar festoù-noz war renabl glad sevenadurel dizanvezel ar bed gant an Unesco. Frouezh ul labour hir bleinet gant ar gevredigezh Dastum evit ma vefe lakaet muioc'h a sklêrijenn war ar festoù-noz. Ar re-se zo un elfenn important e kevredigezh Vreizh hudu-an-deiz, arouez ur c'hultur poblek adnevesaet ! Un dra vev kaset a rumm da rumm hag adkrouet dalc'hmat, hervez termenadur an Unesco. Ha setu ar festoù-noz anavet er bed a-bezh bremañ koulz lâret, evel kalz pleustroù sevenadurel all er bed...
War zigarez an deiz-ha-bloaz-mañ e oa bet Tomaz Laken o kontañ kaoz gant Nanda hag Ifig Troadeg, a gendalc'h da dreuzkas ar glad komzet ha kanet o devoa klevet digant ar re gozh er bloavezhioù 80... Met daou-ugent vloaz zo, anat deoc'h, ne vije ket komzet deus Patrimoine Culturel Immatériel avat !
Gouel Hir / Filmoù Berr oa bet e komañsamant miz Kerdu e Lannuon. Ur festival kinniget gant ar gevredigezh divyezhek war-dro d'ar filmoù berr e brezhoneg pe galloeg. E-mesk ar filmoù kinniget da lañsañ ar gouel d'ar gwener 2 a viz Kerdu e oa ar film « Disoñjal », graet gant Madeleine Guillo-Leal ha kenbroduet gant Abordage Films hag All In One Production. Istor Mari hag a zo en ospital da heul un AVC. Abalamour d'ar gwalldarvoud e teu he brezhoneg war lein en-dro. Hag adskoulmañ a ra daremprejoù gant he mab Paol o vont e brezhoneg dezhañ, ar pezh n'houle ket ober a-raok... E-barzh roll Mari emañ Janig Bodiou-Stephens he doa respontet da c'houlennoù Tomaz Laken...
Gant skol divyezh Lannuon e vez aozet evit ar wezh kentañ ur gwir festival : Gouel hir ar filmoù berr. Ar skol-mañ~a zo unan deus ar re goshañ e Breizh, gant kazi 40 vloaz, ha c’hoant he deus kinnig darvoudoù e brezhoneg e kêr Lannuon.
A bep seurt a vo kinniget er festival-mañ, filmoù evit ar vugale, filmoù berr, ur genskrivadeg filmoù... Chamie deus kevredigezh tud ar skol a respont da goulennoù Maëlle Ausias.
Evit kaout muioc’h a ditouroù : [ghfb.bzh] (ghfb.bzh)
Er gronikenn "Dastum" 'vez anv deus Ann-Maï Penneg, kanerez ha konterez eus Purud-Kintin, bet enrollet er bloavezhioù 1980 gant Rene Richard evit Kazetenn a Vro-Plin. Ur gronikenn savet gant Nolwenn Falezan eus RKB.
Maxim Crahe a lak ac'hanomp da vont war roudoù an Akadianed a vev e Louisiane er Stadoù Unanet. Un atersadenn kaset gant Chan Chevrel eus RBG.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Tomaz Laken eus RKB.
Pennad-Kaoz ar sizhun a zo diwar-benn Morzhol Prod, un ti-produiñ filmoù bihan a vez skignet war internet. Klet Beyer ha Kaou Langouet a gont da Vaelle Ausias deus RKB penaos oa bet krouet ar gevredigezh-mañ ha penaos ez a en-dro.
Er gronikenn "Ar hentoù an antroposen", Loeiz Bellec a gont deomp deus an traoù iskis a c'heller kavout er c'hregin Sant Jakez.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Cedric Watson, Rebirth Brass Band
E Pondi ‘oe ar strollad « Breizh enep ar feurmoù uzin » dirag ti an archerion d'ar Lun ha Meurzh 28 & 29 a viz Kalañ-Gouiañv.
===================================================================================================================================================================================
Un ugentad a stourmerien oe da vout klevet gant an archerion e-keñver an oberiadenn ‘oa bet e Sant Jelan d'an 19 a viz Meurzh 2022… Stañket oe bet un tren e vonet àr hent-houarn Sant-Jelan, ha gouliet mar a donenn ed kaset get an tren. Ar pal oa lakaat àr wel efedoù fall sistem an agro-industriezh àr an endro hag ar beizanted bihan.
Piàr den oa bet laket e-dan ensell justis (contrôle judiciaire) goude an oberiadenn. Evit bout kengred gete oa bet savet ur listennad gant un ugentad a dud ag ar strollad, ha disklêriiñ o deus kemeret perzh, ivez, d’an oberiadenn e Sant-Jelan. Dirag lez varn an Oriant oa aozet ur vodadeg d’ar mare-se. Galvet eo bet an dud-se e Pondi an deizioù-mañ evit respont d’an archerion.
Yuna Cojean 'zo aet àr blas ha komzet get Jill ha Jo.
Er gronikenn "Barzhaz" e kinnig Riwal Jorjilin Arnodva an hadennoù, ul levr evit ar vugale diwar-benn ar c'hleñvedoù marvel. Heugus met plijus ! Ur gronikenn savet gant Tomaz Laken.
Atersadenn an devezh 'zo bet graet gant Tunvezh Gwlagen-Granjean deus Radio Kerne. Bet oa o enrollañ klasad termen lise Brizeux e Kemper diwar-benn o labour adskivañ ar ganaouenn kozh-noe "Gousperoù ar Raned".
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kaset gant Yuna Kojan deus RBG.
E lodenn diwezhañ "pennad-kaoz ar sizhun" e kinnig Elodie Jaffré, kanerez deus Bro Gwened, div ganaouenn tennet deus he fladenn nevez "Kanour-Noz".
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Boban Markovic Orchestar, Yann-Fañch Kemener, Portishead
Stourm evit ma vo gwarezet da vat ar soubidigezh gant al lezenn ! Setu ar pezh a zo kinniget da vistri-skol ha kelennerien an deskadurezh prevez e-pad eizhtez adalek ar sizhun-mañ. Emañ Sindikad al Labourerien Gors (STC) o tougen ul listennad evit ar votadegoù da gemer perzh er Bodad Kuzuliañ ar Ministrerezh gant Mistri ar Skolioù Prevez. Ur voterezh a vo etre ar c'hentañ hag an 8 a viz Kerdu. Ur mod da adlakaat sklêrijenn war ar stourm da suraat an deskadurezh dre soubidigezh, gwarantet evit poent gant ur c'helc'h-lizher hepken, war-lerc'h bezañ bet lakaet maez lezenn gant Kuzul ar Vonreizh. War al listennad douget gant an STC zo 14 plac'h ha 6 paotr. Tud hag a zo o labourat en Ajaccio, Montpellier, Perpignan pe c'hoazh e Karaez, Gwened, Roazhon, en Alre hag e Kemper...
Hiroc'h dre bellgomz gant an hini en deus roet lañs d'an traoù, Ghjuvan Petru Luciani, sekretour broadel an STC Deskadurezh. Ha gant Dominig Jolived, kelenner brezhoneg e skolaj Diwan Jakez Riou Kemper, hag en eil plas war al listennad.
Troidigezh korseg-brezhoneg gant Nolwenn Falezan.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken-Jakez
Petra 'ta? Ma, Kalañ-Gouiañv a sinifi "miz Du" e gwenedeg.
Ha mod arall, un abadenn bourrapl asambl get Anne Koadig: plas ar maouezed e bed ar politikerezh a zo diaes c'hoazh, n'eus ket ur bochad anezhe c'hoazh. N'eoket souezhus ma sellamp doc'h ar pezh a bouez àr boazioùhor gevredigezh, tapet a-houde pell.
Muioc'h da glevet er gronikenn Tamm ha Tamm 'vez graet he bragoù da Chann, savet get Maëlle Ausias (RKB).
Eil koulzad Keeping Faith, ar serienn gembread a zo da welet e brezhoneg! Embannet eo àr chadenn tele Brezhoweb, Florent Grouin a zo karget ag ar produiñ ha genamp emañ e penn kommañs an abadenn.
Ha damp betag prantad an houarn e Breizh asambl get mouezh brezhonek Mirdi Breizh Paskal Nignol. Un atersadenn kinniget get Julia Mouazan, frammet get Roz Troadeg.
Ar vanifest [Du galo en Haote-Bertègn ] (https://www.dugaloenbertegn.bzh/go/le-manifest) a zo deuet 'maez ar miz paset.
======================================================================================================================================================================
Kompozed eo a var a ginnig hag a c'houlennoù da-geñver plas ar gallaoueg e politikerezh yezh Rannvro Breizh. Ar sinerion ha sinerezed a c'houlenn groñs ma vo roet ur gwir plas d'ar yezh gallaoueg er vuhez foran, hag àr ar pannelloù.
---------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Pep yezh a zo brav bout komzet e pep lec'h e Breizh, ar gallaoueg kerklonz evit ar brezhoneg, met emañ ret kemer e kont ar gallaoueg muioc'h àr ar panelloù ivez, e Bro Gallo
setu dre vras ar pezh bet embannet get ar stourmerion o deus savet ar vanifest. N'int ket forh kontant e vehe ar brezhoneg lakaet àr wel muioc'h evit ar gallaoueg, e Breizh Uhel.
Embannet eo bet ar vManifeste ur miz 'zo, da-heul an emglev Stad-Rannvro oe bet sinet e penn kommañs ar blez.
E-mesk an traoù na blij ket d'ar sinerion eh eus ar melladoù 122 ha 123. Embann a rant harp ar rannvro evit diorren ar brezhoneg àr pannelloù Breizh... Breizh a-bezh, neuze Breizh Uhel ivez. Aon o deus sinerion ar vanifest e vehe re ziwezhat evit ar gallaoueg ma vez ouzhpennet ur panell e brezhoneg e-kichen an hini e galleg, hag e vefe nac'het lakaat gallaoueg àr un trivet pannell.
Goulenn a rant e vehe doujet muioc'h doc'h glad Bro Gallo.
Pellgomzet hon eus d'ar Rannvro, ha respontet geti emañ div yezh Breizh talvoudus, perzh ag ar glad, hag ouzhpennet ar gallaoueg e testenn ar goñvansion sinet get ar Stad.
Un emgav a zo bet ar sizhun paset get penn kabined Loïg Chesnais-Girard, ha da-heul ur bodadeg e Roazhon Disadorn 19/11.
Léandre Mandard, brezhoneger ha gallaoueger da gentañ, oe tremenet dre studio RBG evit displeg hirroc'h, doc'h mikro Enora Molac.