Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Yaou 8 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Yaou 8 a viz C'hwevrer

14/02/2024

Un atersadenn gant Monica Hernandez deus mikro Metig Jakez Vargas. Honnezh a zo deus bro Ekuador ha kontañ a ra deomp he sell war ar feulster o vont war greskaat en he bro genidik.Pedervet sizhun an Ultim Challenge, ar redadeg war vor dreuz ar bed gant trimaran kontet deomp gant Marin InKeleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz LakenPedervet lo... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Meurzh 13 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Meurzh 13 a viz C'hwevrer

13/02/2024

Filaj Lokuon: Yannig Doujet ag ar gevredigezh Kafe Bara Amonenn a zo deuet er studio evit kontiñ kaoz ag an afer, da glevout e penn kommañs ar podkast-mañ. Emgav da 2e30 e Skol-gozh Lokuon a benn Disul.Adkavit ivez an tri labourer-douar: Olivier Charles, maer Bulat ha labourer-douar a oa kreiz an hent e Kallag o sevel ur c'hleuñv gant peizanted an ... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Lun 12 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Lun 12 a viz C'hwevrer

12/02/2024

War ar c'hrennardezed e c'heller kontiñ. Elouanne a zo liseadez e ketañ klas e Diwan Gwened. Muioc'h geti, he doa graet un disklêriadenn dirak pennoù bras ti-kêr Gwened Dimeurzh 6 a viz C'hwevrer.Goude ar vanifestadegoù ha stankadennoù bet graet gant ar beizanted un nebeut sizhunvezhioù 'zo e kinnigomp deoc'h ar sizhun-mañ selaou tri labourer-douar... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Merc'her 7 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Merc'her 7 a viz C'hwevrer

07/02/2024

Alexandre Casseron ag [Institut du Galo] (https://institutdugalo.bzh/fr/accueil/) :Labour kizidikaat a zo d'ober c'hoazh evit ma gomprenehe an dud emañ ar gallaoueg ur yezh da vat.Da glevout e penn kommañs an abadenn. Komzet en doa da Radio Naoned goude un emvod get Ajañs Sevenadurel Breizh e Liger Atlantel.Sachiñ àr ar gordenn a vo diskouezhet e-p... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Meurzh 6 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Meurzh 6 a viz C'hwevrer

06/02/2024

Emañ sezon ar c'hoñkourioù e krogiñ, abretoc'h evit kustumm! Neventioù Kerlenn Pondi & disoc'h lez-varn galv Roazhon a-ziàr un afer perc'hennidigezh ur werzenn da glevout get prezidant ar Gerlenn Eflamm Louis.Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet ... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Lun 5 a viz C'hwevrer 2024

Avel em fenn - Lun 5 a viz C'hwevrer 2024

05/02/2024

Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just : e kêriadenn ar c'hoarioù eo e vo diskouezet d'an holl dud o tremen. Displegadurioù Serj Falezan àr ar gevredigezh Sportoù ha C'hoarioù Breizh evit krogiñ geti. Setu-eñ an den pedet a... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Gwener 2 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Gwener 2 a viz C'hwevrer

02/02/2024

Kristen Nikolaz a zo o paouez embann ur ganaouenn nevez anvet Errare Humanum Est. Benjamin Bouard a zo bet o welet anezhañ da c'houzout deus pelec'h e teu an ton-mañ.Serj Falezan a zo o stourm evit ma vefe c'hoarioù poblek ar maezioù er c'hoarioù Olimpek. Kontañ a ra da Dunvezh Wlagen-Grandjean perak eo ken pouezus derc'hel gant ar c'hoarioù-mañ, d... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Yaou 1añ a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Yaou 1añ a viz C'hwevrer

02/02/2024

Un atersadenn gant Kristen Bodros, desaver dañvadezed e Lannbaeron, evit komz deus ar bleiz e Breizh hag an doare ma c'hell ar chas Patou gwareziñ un tropellad loened. Deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.Ar gronikenn Klak klak klak gant Marin In o kontañ deomp trede sizhunvezh ar redadeg tro ar bed war vor gant ar 6 bag tri gourc'h.Keleier ar vro h... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Merc'her 31 a viz Genver

Avel em fenn - Merc'her 31 a viz Genver

02/02/2024

Un atersadenn gant Yoann Huiban da geñver ar vanifestadeg a vo aozet d'an 2 a viz C'hwevrer e Sant-Brieg evit souten Diwan hag ar brezhoneg e Aodoù an Arvor. Deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. Ar gronikenn Barzhaz war levrioù evit ar vugale bihan-tout embannet gant ti-embann Sav Heol.Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Yuna CojeanTrede lodenn... montrer pus fot de cai


Avel em fenn - Lun 30 a viz Genver

Avel em fenn - Lun 30 a viz Genver

30/01/2024

N'eo ket bet paeet c'hoazh an digolloù argant prometet get ar Stad d'ar labourizion·ezed-douar da-heul tremen ar gorventenn Ciaran. Disadorn e oa bet aozet ur bodadeg e Plougastel-Daoulaz. Galvet oent get ar Koñfederasion ar Beizanted d'en em gavout dirag an ti-kêr. Un atersadenn get Yuna Cojean.Penaos e tremen an traoù er gompagnunezh sirk Panik: ... montrer pus fot de cai


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine