Gant ti touristed Kreizh Breizh e vez kinniget d’ar re yaouank dont da vezañ ambasadour.rez evit ar C’hreizh Breizh. Goulven Gentil, deus ti touristed Kreizh-Breizh a lâr muioc’h.
Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez implijet muioc’h-mui bezhin ha plant gwez er gegin. Tim Lipouz a displeg petra eo e hent gante ha gant ar brezhoneg.
Rannvro Breizh he deus embannet un enklask diwar-benn ar brezhoneg. Muioc'h gant Florent Grouin deus Brezhoweb.
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy
«Melezour» : Setu anv pladenn pedervet daouad Talec-Noguet. Akordeoñs, kan, ha traoù diaes da lâr a-wechoù...met lâret int memestra, pe vefe e brezhoneg, pe vefe e galleg ! Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh, he deus aterset Rozenn Taleg er studio Rostren, ha senet gante un ton ivez !
E 1954 e Poullaouen oa bet krouet ar fest-noz "modern" kentañ gant Loeiz Ropars. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Peseurt liammoù a zo etre an Eisteddfod, ar gouel bras e vez aozet e Kembre ha Gouel Broadel ar Brezhoneg, a lid yezh ha sevenadur Breizh. Claire Le Moing, eus ar gevredigezh Migoned ar Brezhoneg, a zo ouzh mikro Neshka, eus Radio Bro Gwened.
Bep miz e vez kinniget e lizher-kelaouiñ gant ar media dizalc’h Splann. Perak dizalc’h ? Peogwir n’eo ket arch’antaouet gant embregerezhioù pe gant arc’hant publik. Adkavomp Juliette Cabaçao Roger ouzh mikro Enora Molac, deus radio BOA.
Teknik : Mael Krenn
Keleier : Aodren Saner
Tonioù : Tomaz Le Gourrierec, stajiad Roudour Lannuon
Meteo : Yannig Jaouen, stajiad Roudour Kemper
Buheziñ : Yann Boishardy
En arvar emañ meskl dour dous ha setu perak e klask kevredigezh Breizh Bev adpoplañ riñvieroù deus ar vro, gant sikour an dluz. Desket e vo muioc'h gant Perig Pustoc'h, ouzh mikro Gwenvael Delanoe.
Florent Grouin, eus Brezhoweb, a gas ac'hanomp dre an amzer, betek mirdi skol a-wechall e St-Nikolaz Ar Pelem.
Claire Le Moing, eus ar grevredigezh Gouel Broadel ar Brezhoneg a displeg da Neshka, eus Radio Bro Gwened peseurt liammoù a zo etre GBB hag an Eisteddfod, da lâret eo Gouel Broadel ar C'hembraeg.
Splann a ginnig deomp e lizher-kelaouiñ a viz Kerdu. Juliette Cabaçao-Roger a zo ouzh mikro Enora Molac, eus Radio BOA.
Dek vloazh zo eo bet krouet ar pikbzh a zo deuet da vezañ ur seurt gwenn-ha-du niverel evit ar vro. Christian Demeurrée-Vallée, sekretour ar gevredigezh a gomz diwar-benn istor hag emdroadur ar pikbzh ouzh mikro Marianne Vaidie, eus Radio Kerne.
Timothée Mesager, alias Tim Lipouz, a zo ur c’heginer a-feson. Entanet eo gant ur boued mat evit ar yec’hed e lec’h e kavont o flas, penn-da-benn, plant ha bezhin. Setu perak en deus ijinet atalieroù kegiña evit reiñ d’ar re all da dizoleiñ ar pezh en deus desket.
Marianne Raynaudon, penn-redaktourez eus ar gelaouenn Bretons a ginnig an niverenn diwezhañ gouestlet d'ar stourm pennoù-sardin Douarnenez, 100 vloazh a zo.
Keleir ar vro hag ar bed : Anton Burel hag Erwan Blanchard
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Digarezit, kudennoù teknik a zo bet e-pad an abadenn : berr eo ar podkast.
«Koumoul» ? Un heuliad skignet war Frañs 3. Nikol Kolik, mamm Alan, a zo war ur c'houmoulenn, o c’hortoz he mab, chomet bev war an douar. Hag he zo karget gant an ankou da degemer ar re varv. E miz kerdu e oa an holl skipailh er studio Streat ar Skol, e Menez Are evit aozañ an eil c’houlzad. Ha Loik Ar Mogn, ar sevener, a lavar muioc'h ouzh mikro Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh.
Florent Grouin, eus Brezhoweb, a ginnig ar film mil vrudet "Anv ar rozenn", eilvouezhiet e brezhoneg.
Keleier ar vro hag ar bed, gant Aodren Saner, eus Radio Bro Gwened.
Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy