Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Yaou 13 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Yaou 13 a viz Meurzh

18/03/2025

Ur 'Pondi Special' eo an abadenn-mañ! Klevet e vo Maksim Crahé, prezidant Kan Ar Bobl, é komz a-ziar an tolpadoù-bro hag ar final bras e Pondi, a vo dalc'het e penn kentañ miz Ebrel. Oc'hpenn-se e kendalc'homp ar gaozeadenn get Eflamm Louis, bet prezidant a Gerlenn Pondi, ha Mael Gwenneg a Frañs 3 a gomz a Brizioù Dazont ar Brezhoneg.
Gwenvael Delanoe a gas Keleier ar vro hag ar bed.


Avel Em Fenn - Merc'her 12 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Merc'her 12 a viz Meurzh

13/03/2025

Barzh an abadenn-mañ: Brieg Guervenno a gomz a-ziar e vuhez e bed ar sonerezh hag a-ziar e bladenn nevez en un atersadenn graet da radio Kerne; distro ar gronikenn Barzaz; Eflamm Louis a gont e skiant-prenet èl prezidant Kerlenn Pondi e pennad-kaoz ar sizhun. Keleier get Metig Jakez-Vargas


Avel Em Fenn - Gwener 7 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Gwener 7 a viz Meurzh

11/03/2025

Abadenn an noz kent devezh etrevroadel ar moezi hag ar jeneroù minorisaet - neuze toud ar sonennoù barzh an abadenn-mañ vez klevet bouezhioù merc'hed enne!
Modarall: un atersadenn get Lucie Guilcher, dastumourez sonennoù àr Enez Sun, graet da stajiadez RBG, Agnès Le Pimpec; kronikenn Yec'hed Alan Goulven; Claire Le Moign ag aozadur Gouel Broadel ar Brezhoneg a ra da ouiet anvioù ar strolladou kentañ a vo klevet ar blez-mañ; ha rann diwezhañ hon tro e mirdi ar c'hartennoù-post e Baod get Mikael ar Bihannig. Aodren Trehin a gas ar c'heleier ar-eeun ag ar studio.


Avel Em Fenn - Yaou 6 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Yaou 6 a viz Meurzh

07/03/2025

Barzh an abadenn-mañ: tud Roudour zo tremenet e studio RBG doc'htu goude o abadenn kazetennerezh e ti-kêr Pondi aveid laret kaer get Neshka a-ziar ar stummadur nevez a grogey e miz Gwenholon e Pondi! Modarall e kendalc'homb hon droiad e mirdi ar c'hartennoù-post e Baod get Mikael ar Bihannig, e kont Mael Gwenneg petra vo e Bali Breizh an dibenn-sizhun-mañ, hag e vez kaset ar c'heleier get Gwenvael Delanoe.


Avel Em Fenn - Merc'her 5 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Merc'her 5 a viz Meurzh

05/03/2025

Plié/Déplié a zo ur festival war-dro an akordeoñs e lec'h zo moien da deskiñ seniñ muzik ar Balkans gant Anton Girard, soner boest an diaoul. Muioc’h a didouroù gant ar soner akordeoñs Yann Ar C’horr ouzh mikro Maelle Auzias , deus Radio Kreizh Breizh.
Tara Adeux, deus Brudañ ha Skignañ a ra tro ar 5 radio e brezhoneg a-benn reiñ deomp keloù fresk-bouilh.
Ha Mikael ar Bihannig a gont da Neshka deus RBG penaos e c'hell ar c'hartennoù-post sikour an dud bremañ d'ober enklaskoù war an traoù kozh : a bep sort 'vez kavet er c'hartennoù post !
Keleier ar vro hag ar bed : N'eus ket, re fall e oa ar son !
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Reportaj ar Roue Waroch

Awel Em Fenn - Reportaj ar Roue Waroch

05/03/2025

Lan a dud zo bet e fest ar Roue Waroch e Pleskob ar ble-mañ, ha Neshka oe eno da laret kaer get sonerion, barnourion hag un dansour entanet. Chelaouet doc'hte barzh ar reportaj-mañ!


Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Meurzh 4 a viz Meurzh

04/03/2025

D’an 8 an viz Meurzh e vo Devezh Etrevroadel Gwirioù ar Maouezed : neuze petra vo kinniget gant Antidotes, ur gevredigezh deus Rostren ? Muioc’h a didouroù gant Rozali ha Loeizon, izili eus ar gevredigezh ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Gant Maïwenn Raynaudon , penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, e vez anv deus ur renkadur etre kerioù Breizh kinnget ar miz-mañ gant ar gelaouenn.
Er mirdi ar gartenn-bost e Baod emaomp gant Mikael ar Bihannig ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened ! Komz a ra Mikael deus istor ar gartenn-bost, ha diskouezh a ra ur gartenn-bost a zo testeni deus un darvoud a-bouez e istor ar brezhoneg.
Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel
Meteo : Marc'harid Dunkan
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 28 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Gwener 28 a viz C'hwevrer

04/03/2025

Anv vez ag ober bourrapl ur bouchad en abadenn-mañ: un atersadenn get Yannig Doujet a-ziar filaj Lokuon hag un adskignadenn ag un istoer laret get Marc-Antoine ag Histoires Au Bout Du Fil, a gaoz ma oe un abadenn-skoazell aveite an devezh àrlerc'h. Skignet zo bet ivez ar lodenn zivezhan ag an eskemm etre Annie Ebrel ha Marsel Gwilhouz er bleadoù 80 - ha lakaet ar gaoz àr ar fest-noz ramzel en e enor, èl just. Ar c'heleier vez kaset get Erwan Blanchard.


Avel Em Fenn - Lun 3 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Lun 3 a viz Meurzh

03/03/2025

Ral eo met Enora Person, a zo deuet da vezañ komandantez ar vag vras L’atalante, ur vatimant deus an Ifremer. Pauline Le Peculier, anavezet mat ganti bed ar mor, he deus sevenet un teulfilm diwar-benn Enora. Kontiñ a ra ar perak hag ar penaos ouzh mikroYann Boishardy, deus Radio Kreizh-Breizh.
Bang, setu anv ur serienn bolis eus bro Gembre skignet gant Brezhoweb. Muioc'h gant Florent Grouin.
E penn kentan an ugentved kantved ar gartenn-bost oa un doare da gehentiñ gant an dud. Ar sizhun-mañ e reomp un droiad er mirdi ar gartenn-bost ba Baod gant Mikael ar Bihannig, goulennaet gant Neshka deus Radio Bro Gwened. Hiriv, e vez kinniget ar mirdi hag ar mod e vez diskouezhet ar c'hartennoù-post gant Mikael.
Keleier ar vro gant Erwan Blanchard
Meteo gant Marc'harid, stajiadez deus Roudour.
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Yaou 27 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Yaou 27 a viz C'hwevrer

28/02/2025

Un atersadenn get Aodren Trehin a-ziar afer Fañch an Oriant, ha doereioù a-ziar Fañch Angers vez klevet barzh an abadenn-mañ; modarall ivez ar pevarvet rann ag an atersadenn get Marsel Gwilhouz, Mael Gwenneg a lar deomp petra zo àr ar stern get Frañs 3 aveit an dibenn-sizhun, hag Aodren a gas ar c'heleier, sikouret get hor stajiad Ruben.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine