Dimitri Boekhoorn zo arbennik war ar binviji kerdin piñset dezho. Deuet e oa evit ur bezegenn e Yezhoù ha Sevenadur, pedra da lakaat ar gaoz war ar bed dibar-mañ :
Muioc'h a ditouroù : [https://www.harpes-dimitri.eu/fr/] (https://www.harpes-dimitri.eu/fr/)
Sonerezh :
Eleanor Plunkett & Mary O Neill, daou don savet gant an telennour iwerzhonat Turlough O'Carolan en 18vet kantved, kempennet ha sonet gant un delenn geltiek ;
Nobilis Humilis, meulgan eus an 12vet kantved, kempennet ha sonet gant un delenn grennamzerel, kerdin metal dezhi.
Emgav gant Justine Morvan, arzourez liesseurt. Aktourez, sevenourez, sonerez, kanerez-kompozerez. Ganti e lakaimp ar gaoz war un nebeud eus he raktresoù : [Karantez Vamm] (https://www.instagram.com/p/DXhBVlPjDtB/) , [Karaoke Social Club] (https://www.instagram.com/karaoke.social.club/) , [Silène] (https://silene-musique.bandcamp.com/album/papesse) , ha [Cheval Jospin] (https://www.instagram.com/chevaljospin.mp3/)
Rozenn Milin zo istorourez hag he doa labouret bloavezhioù-pad e liamm gant ar mediaoù.
Deuet e oa da S.Ervlan evit ur brezegenn. Peadra da lakaat ar gaoz war he labour tezenn e liamm gant simbol ha gourlakadenn ar galleg war ar boblañs.
Prezegenn en he fezh : [https://www.radiobreizh.bzh/episode/79835] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/79835)