Petra nevez er vro ?

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Lid kolier an erminig e Plougastel-Daoulaz

Lid kolier an erminig e Plougastel-Daoulaz

06/10/2026

Kinniget e vo lid kolier an erminig gant Lena Louarn, kañsellerez, ha Dominique Cap, maer Plougastel. Al lid a vo d'ar Sadorn 10 a viz Here 2026 e sal an Avel Vor.


Freskenn Julien Lamanda e straed Sant-Malou e Brest ha Tomaz laken deus Radio Treger Goelo

Freskenn Julien Lamanda e straed Sant-Malou e Brest ha Tomaz laken deus Radio Treger Goelo

02/10/2026

En abadenn :
Julien Lamanda, livour anezhañ, en deus livet ur freskenn vraz e straed Sant-Malou e Brest.
Tomaz Laken, deus Radio Treger Goelo, a ginnig e abadenn "Peoc'h 'ba loch" a vo skignet war Arvorig FM bep Sadorn da 11 eur vintin ha bep Sul da 6 eur noz.


Bal bastringue gant an Teatr Piba ha Derezo / Kerzhadeg an Hin e Montroulez gant Jean-Pierre Le Gall

Bal bastringue gant an Teatr Piba ha Derezo / Kerzhadeg an Hin e Montroulez gant Jean-Pierre Le Gall

25/09/2026

E lodenn kentañ an abadenn e vo klevet Jean-PIerre Le Gall, ezel eus strollad an UDB e Montroulez hag eus kevredigezh APMR , a stourm evit ma vefe kempennet an linenn tren etre Rosko ha Montroulez. Gantañ e vo kaoz eus ar vanifestadeg a vo d'ar Sadorn 26 a viz Gwengolo e Montroulez, kerzhadeg an Hin, aozet gant un ugent kevredigezh bennak eus Bro Montroulez.
Bal bastringue : setu anv un abadenn a vo d'an 29 a viz Gwengolo er Vauban e Brest, kinniget gant an Teatr Piba ha Derezo. Un abadenn sonerezh dibar, kinniget er mikro gant Loeiaz Beauvir, Marion Gwenn ha Theophile Rouzic-Plantec.


Fest ar mor gant Tanguy le Bot

Fest ar mor gant Tanguy le Bot

22/09/2026

D'ar Sadorn 19 a viz Gwengolo ez eus bet aozet gouel meur skol Diwan Plougastel : fest ar Mor e porzh Tindu. Eno e vez kinniget d'an dud mont da vageal e bourzh bigi kozh Plougastel, anavezet evit al lienaj ruz. Tanguy Le Bot a zo pesketaer dre lien e porzh Tindu, hag animatour e oa d'an devezh-se.
En eil lodenn an abadenn e vo klevet eil kronikenn "Marvailhoù ha rimadelloù ar vro" gant Mikael Madeg : ar c'honter ludu _ Lambaol-Gwitalmeze.


Abadennoù e brezhoneg evit devezhioù ar glad ha program Fest ar Mor 2026

Abadennoù e brezhoneg evit devezhioù ar glad ha program Fest ar Mor 2026

18/09/2026

E penn-kentañ an abadenn e kinnigo Iffig Calvez un nebeut abadennoù a vo da gaout e brezhoneg da-geñver devezhioù ar glad e Penn-Ar-Bed.
Hag en eil lodenn an abadenn e vo klevet dre bellgomz Nolwenn Horelloù, a zo unan eus aozerien Fest ar Mor, a vez aozet bep bloaz e porz Tindu e Plougastel evit skoazell er skol Diwan.


Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu ha Solange Cloarec evit ar festival Deus'ta

Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu ha Solange Cloarec evit ar festival Deus'ta

26/06/2026

En abadenn e vo klevet :
Solange Cloarec diwar-benn program ar festival Deus'ta a vo dalc'het etre ar 24 a viz Here hag ar 1añ a viz Du 2026.
Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu a zo o sevel ur raktres embanennerezh niverel, pe levrioù da lenn war ar skrammoù


Istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant hag ur gronikenn gant Lili-Dour

Istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant hag ur gronikenn gant Lili-Dour

24/06/2026

Silvennt Koant : lenn a ra daou istor evit ar vugale tennet diwar ar gelaouenn Rouzig
Lili-Dour, bet oc'h ober ur staj en Arvorig FM, a ginnigo ur gronikenn diwar-benn al liammoù etre ar filmoù hag ar bolitikerezh


Skolajidi eus skolaj Kerallan o deus gweladennet Maner Kerveatouz gant Alfoñs Ragenes e Plouarzhel

Skolajidi eus skolaj Kerallan o deus gweladennet Maner Kerveatouz gant Alfoñs Ragenes e Plouarzhel

23/06/2026

Ar sizhun dremenet o doa gweladennet Maner Kerveatouz skolajidi eus skolaj Kerallan. Heñchet e oant gant Alfoñs Ragenes ha gant ar gevredigezh "Les Amis de Kerveatoux". Ar veaj-se e Plouarzhel a oa aozet gant o c'helennerez war ar sportoù Solenn Lavenant ha gant ar gelennerien war an istor hag ar brezhoneg Mikael Le Cloatre ha Fabrice Coupechoux.
Klevet e vo Yann Lars en abadenn-mañ ivez.


Johanna Deniau he deus troet ar c'hoari-video "Balatro" e brezhoneg

Johanna Deniau he deus troet ar c'hoari-video "Balatro" e brezhoneg

23/06/2026

O chom e Lyon emañ Johanna Deniau ha sot eo gant Balatro, ur c'hoari-kartoù en-linenn. Displegañ a raio deomp penaos he deus troet anezhañ e brezhoneg.
Evit c'hoari : [https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862] (https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862)


Marie Sanquer, e penn keurerzh Trevarn, a zegemero an abadenn "Hentoù Gwenn" gant an Teatr Piba e deroù miz Gouere e ti-feurm Trevarn

Marie Sanquer, e penn keurerzh Trevarn, a zegemero an abadenn "Hentoù Gwenn" gant an Teatr Piba e deroù miz Gouere e ti-feurm Trevarn

19/06/2026

undefined


Cai a sieudr Dâraine