Petra nevez er vro ?

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu ha Solange Cloarec evit ar festival Deus'ta

Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu ha Solange Cloarec evit ar festival Deus'ta

26/06/2026

En abadenn e vo klevet :
Solange Cloarec diwar-benn program ar festival Deus'ta a vo dalc'het etre ar 24 a viz Here hag ar 1añ a viz Du 2026.
Yann Trocheris evit ar gevredigezh Diouzhtu a zo o sevel ur raktres embanennerezh niverel, pe levrioù da lenn war ar skrammoù


Istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant hag ur gronikenn gant Lili-Dour

Istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant hag ur gronikenn gant Lili-Dour

24/06/2026

Silvennt Koant : lenn a ra daou istor evit ar vugale tennet diwar ar gelaouenn Rouzig
Lili-Dour, bet oc'h ober ur staj en Arvorig FM, a ginnigo ur gronikenn diwar-benn al liammoù etre ar filmoù hag ar bolitikerezh


Skolajidi eus skolaj Kerallan o deus gweladennet Maner Kerveatouz gant Alfoñs Ragenes e Plouarzhel

Skolajidi eus skolaj Kerallan o deus gweladennet Maner Kerveatouz gant Alfoñs Ragenes e Plouarzhel

23/06/2026

Ar sizhun dremenet o doa gweladennet Maner Kerveatouz skolajidi eus skolaj Kerallan. Heñchet e oant gant Alfoñs Ragenes ha gant ar gevredigezh "Les Amis de Kerveatoux". Ar veaj-se e Plouarzhel a oa aozet gant o c'helennerez war ar sportoù Solenn Lavenant ha gant ar gelennerien war an istor hag ar brezhoneg Mikael Le Cloatre ha Fabrice Coupechoux.
Klevet e vo Yann Lars en abadenn-mañ ivez.


Johanna Deniau he deus troet ar c'hoari-video "Balatro" e brezhoneg

Johanna Deniau he deus troet ar c'hoari-video "Balatro" e brezhoneg

23/06/2026

O chom e Lyon emañ Johanna Deniau ha sot eo gant Balatro, ur c'hoari-kartoù en-linenn. Displegañ a raio deomp penaos he deus troet anezhañ e brezhoneg.
Evit c'hoari : [https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862] (https://www.nexusmods.com/balatro/mods/862)


Marie Sanquer, e penn keurerzh Trevarn, a zegemero an abadenn "Hentoù Gwenn" gant an Teatr Piba e deroù miz Gouere e ti-feurm Trevarn

Marie Sanquer, e penn keurerzh Trevarn, a zegemero an abadenn "Hentoù Gwenn" gant an Teatr Piba e deroù miz Gouere e ti-feurm Trevarn

19/06/2026

undefined


Diskouezadeg "teñzorioù" e egoren an arzoù e Montroulez hag ur gronikenn gant Brice diwar-benn Bagad Bro Landerne

Diskouezadeg "teñzorioù" e egoren an arzoù e Montroulez hag ur gronikenn gant Brice diwar-benn Bagad Bro Landerne

16/06/2026

Abaoe 18 vloaz emañ Brice o seniñ 'ba Bagad Bro Landerne : savet en deus ur gronikenn diwar-benn istor ar Bagad, da-geñver ur staj bet graet gantañ en Arvorig FM !
En eil lodenn an abadenn : klevet e vo Lizig Chenevièvre o kinnig deomp diskouezadeg "Teñzorioù" a zo da welet betek an 20 a viz Gwengolo e egoren an arzoù er Manu e Montroulez.


"Jean, pirc'hirin pennoù ar bed" : Teulfilm nevez Ronan Hirrien

"Jean, pirc'hirin pennoù ar bed" : Teulfilm nevez Ronan Hirrien

22/05/2026

Unnek gwech eo aet Jean Pouliquen war hentoù Sant-Jakez-Kompostella : baleet en deus 12 000 kilometr betek bez an abostol. E miz Gwengolo 2025 e tistro da Galisia, da Sant-Jakez ha da Muxía, nepell diouzh kab Fisterra, da gemer perzh e pardon Itron-Varia-ar-Vag ha da gontañ deomp e hentoù etrezek Kompostella.
‎Diskouezet e vo d'ar sul 24 a viz Mae da 9e55 en abadenn Bali Breizh war France 3 Breizh, [France.tv] (http://France.tv) ha YouTube.


Kazh Du : ur festival anarkour e Brest

Kazh Du : ur festival anarkour e Brest

21/05/2026

Dalc'het e vo ar festival Kazh Du e Brest e-pad an dibenn-sizhun. Abadennoù sonerezh, prezegennoù, hag atalieroù a vo kinniget d'an dud eno. En abadenn e vo klevet Taran Kerluer, unan eus aozerien ar gouel.
Titouroù : Kazh Du 22/05 > 24/05 e ti Patronage Laig Gerin e Brest


PNEV ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

PNEV ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

19/05/2026

O paouez digeriñ ar saloñs "Chokolapin" emañ Célina Ferrière e kreiz-kêr Brest. Kinnig a ra traoù lipous da zebriñ ha da evañ... en ur sellet pizh ouzh al lapinez angora Noz Du a vev e-barzh an ti ivez.
Tonioù e brezhoneg a vo da ganañ e sal "Vauban" e Brest warc'hoazh gant Karaoke Social kleub
Livioù an amzer


François Villon : ur prezegenn gant Roger Faligot kinniget gant Serj An Huede deus kevredigezh Gorre ha Goueled

François Villon : ur prezegenn gant Roger Faligot kinniget gant Serj An Huede deus kevredigezh Gorre ha Goueled

10/04/2026

D'ar Sadorn 11 a viz Ebrel eo bet pedet ar skrivagner ha kazetenner Roger Faligot da ginnig e levr "Le mystère François Villon" e levraoueg Loperc'hed gant ar gevredigezh Gorre ha goueled. Serj An Huede a zo ezel eus ar gevredigezh-mañ.
En eil lodenn e vo klevet ur gronikenn gant Kael Brusk diwar-benn ar barzh François Villon.


Cai a sieudr Dâraine