Bac'het en ti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Bac'het en ti #13

Bac'het en ti #13

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn a ro keleier deus ar mare iskis 'maomp o vevañ. Mikel Cras-Penober, produer laezh. Emsellerien al labour empechet d'ober o labour Claire Cariou, hag ur kod hidroalkolek. Titouroù pleustrek e fin an abadenn.


Bac'het en ti #11

Bac'het en ti #11

13/04/2023

Bac'het en ti ganeoc'h war an hentoù, el labour, er gêr. Bemdez e kinnigomp deoc'h un hantereurvezh abadenn fresk, kronikennoù, titouroù pleustrek hag atersadennoù, graet deus hor saloñsioù. Gant Enora Moalic e vimp, skarzhet eo bet deus ur stal e Douarnenez peogwir e oa gant he babig. An douar ne grenn ket kement abaoe m'eo kenfinet ul lodenn vat ... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #10

Bac'het en ti #10

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned ! Tem an abadenn : an endro Laetitia a ginnigo deomp al Liamm etre saotradur ha mervel gant ar viruskurunenn. Benjamin a rento kont deus stad an traoù e Amazonia p'emañ c'hoazh Bolsonaro e penn Bro Vrazil. Dominique Merrien a lâro deomp petra zo da welet en oabl e... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #9

Bac'het en ti #9

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn a bado ur miz c'hoazh da nebeutañ. Savet eo deus saloñsioù reoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, enrollet e chaosonioù ha kaset deoc'h gras da vurzhud ar gwagennoù ! Betek an 11 a viz Mae e pado an dispell, da neuze e 'tigorfe en-dro ar skolioù ha skolajoù tamm ha tamm. Deus se 'vo kaoz er gronikenn savet gant Melaine... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #8

Bac'het en ti #8

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. Wayne Mockerman, amerikan deus ar c'holorado a gomz deomp deus politikerezh Trump, deus an armoù ha deus an afroamerikaned tapet muioc'h eget ar re all. Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper 'vo ganeomp. Ar Redadeg 2020 ne vo ket redet ar bloaz-mañ, Mael Thépa... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #7

Bac'het en ti #7

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn prientet deus ar gêr, gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. Wayne Mockerman, brezhoneger amerikan a vo ganeomp en abadenn deus ar stadoù unanet. Hiziv e kaozo deus penos eo aozet an traoù evito ha warc'hoazh e tistroio war politikerezh Trump en enkadenn yec'hed. Gant Laetitia 'vo kaoz deus Airbus ha penaos 'neus dalc'... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #6

Bac'het en ti #6

13/04/2023

Bac'het en ti, abadenn an dispell gant Radio Kerne ha Radio Naoned ! Sikour bred roet d'an dud dre bellgomz. Test Kami Toulgoat bet tapet gant ar viruskurunenn. Skol an Emsav o terc'hel gant ar stummadur war internet. Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn. Kinniget gant Morgane Bramoullé, danvez gant Marianne Vaidie, Laetitia Fitamant ha B... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #5

Bac'het en ti #5

13/04/2023

Bac'het en ti gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned ! Kinnig a reomp deoc'h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù fardet deus ar gêr p'eo serret hor studioioù 'pad an dispell met pas hor mikroioù ! An disingalderioù sokial hag ar virus e Bac'het er gêr gant bugale. Maelle Colin o foetañ bro e Amerika ar Su rediet da zont en-dro 'blam d'ar virus... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #4

Bac'het en ti #4

13/04/2023

Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, produet deus hor saloñsoù. Hiziv Goulven An Duigoù hag ar c'hrank poker tour, un tournamant poker dre internet, Julia Thépaut a zo o chom e Naoned er mare-mañ ha distro deus Pariz a-raok an dispell ha Flemming ha d'ar pennisilin. Agenda ha titouroù pleustrek en dispell ... montrer pus fot de cai


Bac'het en ti #3

Bac'het en ti #3

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn kaset deus saloñsoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. Deus buzhug-mor 'vo kaoz gant Laetitia, gwad ar buzhug mor evit saveteiñ an dud klañv, un tournamant poker er gêr 'vo kinniget deomp gant Marianne, 'neus gellet kas he atersadenn gant he enroller, p'eo aozet an darvoud meur en he zi ! Ha Lou ha Melaine a eskemmo dio... montrer pus fot de cai