Tapet ez eus bet krog e mikroioù Radio Kerne gant stajidi KEAV !
Ha savet abadennoù radio skignet e-kerzh ar staj hañv.
En trede abadenn e vo klevet :
Ur mikro-riblen diwar-benn lec'hioù burzhudus da zizoleiñ e-pad an hañv.
Alioù lenn an hañv.
Hentad, un heuliad etre perzhidi KEAV.
Maouezed Breizh, un heuliad evit ar vugale diwar-benn maouezed gant ur vicher dibar.
Reier o ruilhañ, ur gronikenn Rock.
Trugarez vras da Elea, Louise, Sarah, Sibyl, Julie, an Anne Clairezed, Louis, Marjolaine, Samuel, Morgan, Anaïs, Gael.
Tapet ez eus bet krog e mikroioù Radio Kerne gant stajidi KEAV !
Ha savet abadennoù radio skignet e-kerzh ar staj hañv.
En eil abadenn e vo klevet :
Atersadenn Maëlle Auzias, sonerez akordeoñs, he deus sonet dimerc'her noz e Run ar Puñs.
Hentad, un heuliad etre perzhidi KEAV.
Ur gronikenn diwar tro bro-frañs e Breizh.
Maouezed Breizh, un heuliad evit ar vugale diwar-benn maouezed gant ur vicher dibar.
Ur mikro-riblen diwar-benn istorioù bihan KEAV.
Reier o ruilhañ, ur gronikenn Rock.
Tapet ez eus bet krog e mikroioù Radio Kerne gant stajidi KEAV !
Ha savet abadennoù radio skignet e-kerzh ar staj hañv.
En abadenn gentañ e vo klevet :
Maouezed Breizh, un heuliad evit ar vugale diwar-benn maouezed gant ur vicher dibar.
Ur mikro-riblen diwar-benn fedoù pe darvoudoù dreistordinal.
Hentad, un heuliad etre perzhidi KEAV.
Reier o ruilhañ, ur gronikenn Rock.
Staliet ez eus bet ur studio radio e kreiz kamp hañv KEAV. Ha savet abadennoù pemdeziek gant ur skipailhad tud a-youl vat.
Er pevare abadenn e vo klevet :
- Ur mikro-riblen gant bugale ar greizenn dudi,
- Atersadenn Anna ar Beg,
- Ur prantad kaoz gant familhoù hag o darempredoù gant ar yezhoù,
- Keleier KEAV,
- Blind-Test an Amzer.
Staliet ez eus bet ur studio radio e kreiz kamp hañv KEAV. Ha savet abadennoù pemdeziek gant ur skipailhad tud a-youl vat.
En trede abadenn e vo klevet :
- Atersadenn Emma, brezhonegerez deus Bro-Iwerzhon,
- Ur mikro-riblen diwar-benn ar yezhoù komzet gant stajidi KEAV,
- Un emgav gant Tudual ha Veronique, son aozer yaouank ha kanerez,
- Keleier KEAV,
- Liv an amzer.
Staliet ez eus bet ur studio radio e kreiz kamp hañv KEAV. Ha savet abadennoù pemdeziek gant ur skipailhad tud a-youl vat.
En eil abadenn e vo klevet :
- Atersadenn Daffyd, brezhoneger deus Bro-Gembre,
- Poltred Awena, animatourez e kreizenn dudi KEAV,
- Ur prantad kaoz gant Virginie diwar-benn ar brezhoneg er familh,
- Keleier KEAV,
- Liv an amzer.
Staliet ez eus bet ur studio radio e-kreiz kamp hañv KEAV. Ha savet abadennoù pemdeziek gant ur skipailhad tud a-youl vat !
En abadenn gentañ savet ganto ‘vo klevet :
- Atersadenn Regine Guillemot, brezhonegerez deus Londrez,
- Ur mikro-riblen diwar-benn an troioù-lavar,
- Un emgav gant Gaelle ha Kaourintin, kanerez ha soner treujenn-gaol,
- Keleier KEAV,
- Liv an amzer.
Ouzhpenn o abadenn bemdeziek o deus produet stajidi atalier Kazetenniñ KEAV 2023 ur faltazi radio deus ar c'hentañ : Al labous oa deuet da vout un aerouant.
Ur gontadenn etre Kastellin ha plasenn Santez Anna, koulz evit ar re yaouank hag evit an dud deuet.