Demat d’an holl (amañ emañ Laorañs) ha degemer mat en abadenn « Teñzor an Istor » ‘ba Radio Kerne-Naoned, an abadenn e brezhoneg diwar-benn an Istor dre-vras.Evit kregiñ gant trede bloavezh an abadenn Teñzor an Istor e vo kinniget deoc’h un trede lodenn diwar-benn ar merc’hed o deus graet an Istor vras rak ur bouchad a zo ha n’int ket anaet tamm er... montrer pus fot de cai
Hiziv, evit an 11vet abadenn, e vo komzet deus un dañvez pouezus-kenañ e-pad ar Renadur-Amzer : al livajoù, ar fardoù, ar poultroù evit ar maouezed.Er mare-se e voe eus ur gened nevez a vesk produioù ijinet, gant artifisoù hag implijout anezho her ma c’hallen : ar perukenoù leun a boultroù, ar c’helien du, ar fardoù hag all…D’ar mare-se eo ivez e v... montrer pus fot de cai
Demat deoc’h d’an holl (amañ Laorañs) Spi ‘m eus eo brav ar vuhez ganeoc’h ha gant ho familhoù pe vignoned.Degemer mat en abadenn Teñzor an Istor, an abadenn gouestlet d’an Istor dre vras.Hiziv, evit an 12vet abadenn (ya, 12, dija) e vo selaouet ouzh kalz tonioù sonerezh rak an tem a vo ar c’hanaouennoù gouestlet d’un darvoud pouezus en Istor.Evel-... montrer pus fot de cai
Hiziv, e-pad 30 eilenn e vo kontet pe adkontet deoc'h istor harz-labour un uzin vrudet amañ e Breizh, un harz-labour e Sant-Brieg, er bloavezh 1968, da lâret uzin ar « Joint Français » ha 'n eus padet daou viz. Bretoned voe a-gevred gant al labourerion ha dre an harz-labour-se e teu da vezañ unan eus ar bec'h sokial pouezus en istor politikel hag e... montrer pus fot de cai
Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc'h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc'h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec'h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c'hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ? Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonere... montrer pus fot de cai
Soñj 'peus, warlene oa kinniget deoc'h un abadenn diwar-benn Merc'hed en Istor Vras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil ! En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-mor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ 'noa lâret e oa dañjerus al louzoù-am... montrer pus fot de cai
En abadenn-se, evit fin ar sapre bloavezh-se brein-tre hag evit lidañ unan nevez hag a vo gwelloc'h 'michañs, e vo kaoz eus istor gwir an Tad-Nedeleg, istor kala-bloaz (deiz kentañ ar bloaz) hag echuet 'vo gant uR souezhadenn vihan. Degemeret vo ivez Marianne a gomzo deomp deus galetezenn ar Rouaned.
En abadenn-mañ e vo kaoz eus un arz kavet er-maez, e straedoù Norzh Iwerzhon, da lâret eo ar mogerioù livet, the murals e saozneg. Ha degemeret vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerhon e-pad ar bec'h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c'hazetenner Sorj Chalandon. Degemer mat e Bro-Iwerzhon neuze ![Sk... montrer pus fot de cai
En abadenn-se e vo komzet eus glad Naoned. Un darvoud displijus ha trist evit an holl vreizhiz a zo bet c'hoarvezet e-penn kentañ an Hañv : tan-gwall iliz-veur Naoned, iliz-veur Sant-Pêr-ha-Sant-Paol. Holl vreizhiz pe douristed a anavez ar batimant-se, ken brav ha meurdezus eo. Met daoust hag-eñ e anavezit istor an iliz-veur-se ? Ne oarit ket ? Sel... montrer pus fot de cai
En abadenn-se e vo kaoz eus an aferioù poezon e-kerzh ren ar Roue Loeiz 14. Estreget un afer a zo met daou afer a-benn ar fin, etre 1666 ha 1682. D'ar mare-se e oa Bro-C'hall ur vro gaer-meurbet e-touez broioù all Europa ; ur bern brezelioù a oa bet gounezet . Piv 'ta neuze a c'halle ijinañ e oa, er vro-se, ur rouedad bras a sorserien pe a veleien ... montrer pus fot de cai