Ar gapitenez hag ar Goelan a gont istor Zaig, ur besketourez kozh ha Tantan, ul labous mor. Gant an oad e teu Zaig, ar gapitenez, da vezañ dall, met sikouret e vez war vor gant Tantan ar goelan. Mignon feal e chomo dezhi pa droio kein akipaj ar vag d’e gapitenez memes... Skrivet ha c'hoariet gant Bleuenn Ar Borgn ha Thibault Ar Meur - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Ul logodennig fin ha kalonek eo Klotig. Ur gudenn zo siwazh, n’eus ket boued er boubellenn ken. Evuruzamant zo erruet ul lapinez nevez en ti ha boued a-vil-vern ganti. Daoust hag e c’hello Klotig mont davet al lapinez hep bezañ tapet gant skilfoù Tapioka ar gazhez?Skrivet ha c'hoariet gant Riwal Kermarrec - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
E 1945 emaomp. War Enez Sun emañ Klet hag e vamm o chom. Nav bloaz eo Klet. Aet eo e dad da Londrez pemp bloaz zo, galvet gant De Gaulle. Klet n’en deus ket kalz soñj anezhañ neuze. Aonik eo. Diouzh noz eo kustum e vamm lavaret dezhañ emañ e dad o gwareziñ anezhañ, hag hi o tiskouez he skeud bras dezhi ouzh moger ar gambr...Skrivet ha c'hoariet gant Paskal Hervio - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
E Brest emañ ar paotrig fur Mael o chom. E dud o deus kempennet un ti kozh ha dirapar a oa skwatet gwechall war ar porzh. Ne oa chomet netra deus dafar an ti-se pa ne vefe ur c'hozh pezh-arebeuri er grignol. Un deiz, p'emañ Mael o furchal e-barzh, e lak e grabannoù war ur benveg diamzeriet skrivet « Walkman » warnañ. Kompren a ra ez eus un dra bennak da selaou...Skrivet ha c'hoariet gant Tangi Merien - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon ha Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Thelo a zo ur paotrig ampart evit fardañ krampouezh saourus. Pourvezet mat eo gant e yar Kotkot hag e vuoc'h Bubu. Mennet eo da gemer perzh e kenstrivadeg e gêriadenn, met ur c'hrenn-douar a lak un termen d'ar gouel. Deuet a gammedoù ponner, ur ramzez bet desachet gant frond an amann a c'houlenn he lod...Skrivet gant Loeiza An Duigou - C'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Gwion, ur furlukin bihan, a zo mignon bras gant leon kozh ar sirk. Un deiz e sant al leon kozh emañ ar fin o tostaat evitañ. Goulenn a ra neuze gant Gwion da zigeriñ dor ar gaoued dezhañ a-benn mont da bourmen hag anavezhout ar bed-bras a -raok na vije re ziwezhat...Skrivet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
War ar blanedenn Tulum e vev hon arozig, ur paotrig hanter sarpant. Seizh bloaz en deus, ur mignon en deus, ur wezenn derv, ur voest vurzhudus en deus ivez ! Gallout a ra e voest kas anezhan lec'h faot dezhan war e blanedenn. E vamm-gozh Mamouchka a ra forzhig war e dro met, re gozh eo breman 'vit n'em daoublegan ha mont asamblez gantan da fouetan bro er voest ! Ha, dibosubl ivez d'e vignon ar wezenn mont da bourmen gantan er voest. En ur sac'hig- kein en deus prientet Yang Yang gant chikour Mamouchka hag e erbedoù, e aferiou gouronkan , ur merenn vihan ... Mont a ra da c'hoari e unan... Kejan a raio gant ur mignon fentus...ha PEGUS !Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh