Deus fin an XIIIvet kantved ha penn-kentañ an XIXvet kantved 'oa yenoc'h an amzer evit bremañ. Ar "PAG" (Petit Âge Glaciaire) a vez lâret deus an dra-se gant an istorianed, Mare Bihan ar Skorn e brezhoneg. N'ouzer ket dre just petra zo kaoz d'ar fenomen-se, met lod a soñj dezho 'nefe un dra bennak da welet gant proporsion an douaroù labouret d'ar m... montrer pus fot de cai
E 2023 'zo bet kavet bizajoù-maen kizellet kaer e Casas del Turuñuelo e traoñ Bro-Spagn. Ar re-mañ o deus da welet gant ur sivilizasion gozh, hini Tartessos. Kant vloaz 'zo c'hoazh ne ouie koulz lâret netra an istorianed diwar-bouez homañ, met abaoe o deus kavet un tamm-mat a draoù ! He skritur a chom dezho da zikodiñ c'hoazh ... hag he yezh da gom... montrer pus fot de cai
Tri bloaz 'zo bremañ eo bet sklapet ar prezidant d'ar maez gant an arme er Myanmar ha lakaet ur prezidant all, loieal, en e blas. Met en em savet 'zo ur bern tud a-enep d'ar jeñt ha 60% deus ar vro zo kontrollet gant ar rebelled bremañ. Div vroig zo en em ziklaret distag deus ar Myanmar zoken, ar stad Wa hag ar Chinland.
Gwechall 'veze deformet o fenn d'ar vugale e Tolosa hag en departamañtoù all tro-war-dro, ken a choment hir e-pad o buhez goude-se. An dra-se oa aet er-maez ar giz diwezhat a-walc'h, e-tro ar Brezel Bras. Den ne oar 'blam da betra veze graet an dra-se d'ar vugale met abaoe an Amzer Grenn 'vez graet da neubeutañ !
Grizelda Kristiņa zo marv d'an 2 a viz-Even 2013 er C'hanada. Dalc'het 'zo bet soñj deus he anv peogwir oa-hi an hini ziwezhañ hag a ouie livoneg, ur yezh hag a veze kaozeet gwechall e Livonia, ur vroig vihan e Letonia. Met dre voneur zo deuet tud yaouank da zeskiñ livoneg en-dro ha komañset 'zo lod deuzouto da zeskiñ livoneg d'o bugale.
E Çatalhöyük, en Turki, 'zo bet kavet un dorzh-vara bet poazhet war-dro 6600 bloaz 'zo. Met n'eo ket ar c'hoshañ tamm bara bet kavet en-dro gant an arkeologourien. Bara a veze fardet a-raok ma oa ganet al labourerezh-douar. Da vare ar Paleolitik dija 'veze debret bara gant an dud zoken !
Gant ar Vikinged eo bet kolonizet er Feroe. Feroeg a vez savaret en inizi-se evit ar wech, ul langaj hag a zo heñvel a-walc'h deus an islañdeg pe an norvejianeg. Met memestra vez kavet anvioù-lec'h pe komzoù ha n'eus netra da welet gant ar yezhoù skañdinavek, met kentoc'h gant ar yezhoù keltiek !