MICHAEL KOHLHAAS Ur film sevenet gant : Arnaud des Pallières (2013). Gant : Mads Mikkelsen, Mélusine Mayance, Delphine Chuillot, David Kross. Istoer un den ag an XVIved kantvlead eo ar film-mañ, Michael Kohlhaas, ur marc'hadour-kezeg ravoltet gant an direizhted. Tennañ a ra un tammig douzh film Mel Gibson, Braveheart (1995). Diskouezet en doa Mel G... montrer pus fot de cai
JEUNE ET JOLIE Ur film sevenet gant : François Ozon (2013). Gant : Marine Vacth, Géraldine Pailhas, Frédéric Pierrot, Fantin Ravat. Goude filmoù anavet mat evel Sous le sable (2000), Huit femmes (2001), Dans la maison (2012), setu ar wezh-mañ François Ozon é tretañ sujed ar studierezed hag a ya da werzhañ o c'horfoù evid gelliñ paeañ o studioù... p... montrer pus fot de cai
J'DEMANDE PAS LA LUNE, SEULEMENT QUELQUES ÉTOILES Ur film sevenet gant : Robert COUDRAY (2013). Gant : Laurent Voiturin, Juliette Pinoteau, Maxime Raguin. N'em bez ket liez an tu da brezantiñ deoc'h ur film savet er vro, gant un den ag ar vro, gant tud ar vro war ar skramm. Ur film savet gant nebeud a argant, 50 000 euro douzh am eus klevet, tra ma... montrer pus fot de cai
INSAISISSABLES Ur film sevenet gant : Louis Leterrier (2013) Gant : Jesse Eisenberg, Mark Ruffalo, Woody Harrelson. Setu ur film evid an hañv. N'eus ket kalz a dra da c'hortoz anezhañ nemed diverrañs, ar pezh nad eo ket fall dija. Hanw a vo amañ a hud, a strobinellerezh, ag achanterezh, a douelladurezh, a vaji mar karit. Istoer ur vandennad touelle... montrer pus fot de cai
MARIUS ha FANNY Daou film sevenet gant : Daniel Auteuil (2013) Gant : Daniel Auteuil, Raphaël Personnaz, Victoire Bélézy, Jean-Pierre Darroussin. Da'm soñj e oa savet keuz gant Daniel Auteuil goude filmoù Claude Berri : Jean de Florette ha Manon des Sources. Soñj ho peus marse ag ar filmoù-se, gant Yves Montand hag Emmanuelle Béard. E oa Daniel Aut... montrer pus fot de cai
SHOKUZAY 2 : ar re a faote dezhe ankouaad Ur film sevenet gant : Kiyoshi Kurosawa (2013) Gant : Kyôko Koizumi, Sakura Ando, Chizuru Ikewaki... Goude boud komzet amañ ag ar Shokuzay kentañ (Ar re a faote dezhe kaoud soñj en-dro) em boa lâret da'm maouez ne gomzehen ket ag an eil. Kavoud a rae din em boa lâret trawalc'h diwar-benn film nevez Kiyashi ... montrer pus fot de cai
SHOKUZAY : ar re a faote dezhe kaoud soñj en-dro Ur film sevenet gant : Kiyoshi Kurosawa (2013) Gant : Kyôko Koizumi, Sakura Ando, Chizuru Ikewaki... Boud eh eus daou gKurosawa, o daou filmerion vrudet e Bro-Japan hag er bed a-bezh. An heni kentañ, ganet e 1910 ha marvet e 1998, zo Akira Kurosawa. Gwelet e vez hennezh hiziw evel ar filmer japanad b... montrer pus fot de cai
LES BEAUX JOURS Ur film sevenet gant : Marion Vernoux (2013). Gant : Fanny Ardant, Laurent Laffitte, Patrick Chesnais. Pa vez yaouank an den e soñj ez-naturel e pado e nerzh, e jourdoul hag e vraventez pe e chalm pell-pell c'hoazh, da viken pe dost. Mez tapet e vez tri-ugent vloaz buan a-walc'h, ha pand int tapet deoc'h eh oc'h oblijet d'ober gante... montrer pus fot de cai
LA GRANDE BELLEZZA Ur film sevenet gant : Paolo Sorrentino (2013). Gant : Toni Servillo, Carlo Verdore, Sabrina Ferilli. Liez a-walc'h e komzan amañ a filmoù amerikan. Setu unan italian. Talviñ a ra ar boan henn gweled en e wersion-orin. Mar peus c'hoant ho po tro da gleved italianeg un tammig, ar pezh na vez ket aez d'ober e Breizh war ar pemdez. ... montrer pus fot de cai
MUD Ur film sevenet gant : Jeff Nichols (2013) Gant : Matthew McConaughey, Tye Sheridan, Jacob Lofland. Ar re o doa kavet bourrabl istoer Robinson Crusoe a gavo bourrabl ar film-mañ moarvad. War un enezenn e vew un den e-hunan. Mez n'eo ket gwall bell an enezenn a-zoc'h an douar-braz, rag e-kreiz ar ster Misisipi ema. Ha ne c'hell ket an den chomel... montrer pus fot de cai