Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha Mediator 109 : Disco sucks !

Larsen ha Mediator 109 : Disco sucks !

25/11/2023

Evel-just en istor ez eus bet devet meur a wech objedoù sevenadurel, peurliesañ abalamour d'un diktat politikel pe relijiel. E istor ar rock ivez ez eus bet c'hoarvezet ma vefe devet pladennoù e su ar Stadoù-Unanet er fifties gant gouennelourien wenn a soñje dezho e vefe bastardet ar yaouankiz gwenn o selaou ar sonerien rhythmn 'n blues. Un degad bloavezhioù war-lerc'h, er memes stadoù, e oa pladennoù ar Beatles a oa devet goude m'en defe Lennon diskleriet e oa ar Beatles brudetoc'h evit Jezus. Ha setu-ni hiziv e Larsen ha mediator e Chicago d'an 12 a viz gouere 1979 pa voe devet miliadoù a bladennoù da goulz an Disco Demolition Night.
Playlist :
- 1979 Disco Demolition Night, tennad son eus ur gelaouadenn lec’hel
- The Bags : Disco ‘s dead
- Hues Corporation : Rock the boat (foñs son)
- Donna Summer : I feel love (foñs son)
- The Bee Gees : Stayin’ alive
- Steve Dahl : Do you think I’m disco
- Super Disco Demolition: The 40th Anniversary Compilation gant The Museum of Classic Chicago Television (tennad son
- The Computers : Disco Sucks
- Exedra : Death disco
-Rick Dees and his cast of idiots : Disco duck
- Atersadenn Joyce Bogart Trabulus tennet eus an teulfilm « Disco backlash »
- Atersadenn Vince Lawrence tennet eus an teulfilm « I Was There When House Took Over the World » kinniget gant Channel 4
- Jesse Saunders : On and on


Larsen ha Mediator 108 : Yacht rock ha soft rock

Larsen ha Mediator 108 : Yacht rock ha soft rock

25/11/2023

Hiziv, lakait ho lunedoù-heol, chom a reomp dindan gwez palmez South California evit un hanter eurvezh soft rock, rock bandenn FM fin ar bloavezhioù 70, deroù ar bloavezhioù 80. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Player, unan eus ar strolladoù a c’heller rummata er Yacht Rock a oa danvez an abadenn ziwezhañ.
Playlist :
- Player : Baby come back
- Steely Dan : Josie
- Steely Dan : Hey nineteen (tennad son)
- Donald Fagen : New frontier (tennad son)
- Hall and Oates : I can’t go for that (foñs son)
- Fleetwood Mac : You can go your own way (tennad son)
- Fleetwood Mac : Dreams
- The Eagles : New kid in town
- Young Gun Silver Fox : Lodestar


Larsen ha Mediator 107 : Ar yacht rock

Larsen ha Mediator 107 : Ar yacht rock

25/11/2023

Mignoned ar punk hag ar rock feuls, mignoned al larsen hag ar wall of death, gallout a rit lazhañ ar radio pe guitaat ar podcast diouzhtu. Hiziv e vo gouestlet an abadenn d’an Adult Oriented Rock. E ya tudoù, hiziv e selaouimp rock troet war-zu an oadourien ha n’eo ket evit krennarded berr o gwenneien oc’h hunvreal da dreuzfurmiñ ar gevredigezh pe d’he diskar ! Hiziv e selaouimp rock evit an dud deuet, evit ar re a zo deuet a-benn d’ober un dra bennak eus o buhez, beajomp en Adult Oriented Rock anvet ivez « yacht rock », ya, ya ar yacht, ar bigi a weler aliesoc’h e bae Nisa evit e lennvor Brest, pep tra zo lâret !
Playlist :
- Robbie Dupree : Steal away
- Rupert Holmes : Him
- Ambrosia : You’re the only woman
- Yacht Rock trailer episode 1 koulzad 1 channel 101
- Christopher Cross : Sailing
- The Doobie Brothers : What a fool believes
- The Doobie Brothers : Long train running (Foñs son)
- Yacht Rock episode 4 koulzad 1 (tennad son)
- Toto : Rosanna


Larsen ha Mediator 106 : Evit klozañ gant ar southern rock

Larsen ha Mediator 106 : Evit klozañ gant ar southern rock

25/11/2023

Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha Mediator hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet d’ar rock sudist gant ur remziad nevez a sonerien ha sonerezed difoupet war leurennoù stadoù ar su er bloavezhioù diwezhañ. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Jonathon Long, gitarour eur Bâton rouge a vrañsell etre southern rock, country, blues hag americana..
Playlist :
- Jonathon Long : Madison Square garden
- The Sheepdogs : Scarborough Street fight
- Larkin Poe : Southern comfort
- Marcus King : Lie lie lie
- The Georgia Thunderbolts : Looking for an old friend
- Copperhead County : Dreams of the south


Larsen ha Mediator 105 : Ar southern rock revival

Larsen ha Mediator 105 : Ar southern rock revival

02/11/2023

E fin ar bloavezhioù 70 n’emañ ket rock su ar Stadoù-Unanet diouzh ar c’hiz ken. Labelioù zo a c’houlenn gant ar strolladoù leuskel o botoù ha tokoù cow-boy a gostez, kement-all evit ar banniel. Hag ar soli gitar ? Re deknikel eo, da sutal ! Pe d’an nebeutañ berraet a-galz. Lod eus ar strolladoù a ya da get, reoù all a ya war-zu ar blues rock, pe an hard FM. Seblantout a ra ar southern rock bezañ tonket d’ar marv ha padal…
Playlist :
- Black Crowes : Hotel illness
- Blackberry Smoke : Freedom song
-Hogjaw : The fog
-Whiskey Myers : Ballad of a southern man
- Gov’t Mule : Snatch it back and hold it
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 104 : Southern rock, Capricorn ha Volonteer Jams

Larsen ha Mediator 104 : Southern rock, Capricorn ha Volonteer Jams

02/11/2023

Kenderc’hel a reomp hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet da rock sudist ar Stadoù-Unanet. Evel-just e-touez leaders ar southern rock e soñjer diouzhtu e Ronnie Van Zant, kaner Lynyrd Skynyrd, pe e gitarourien an Allman Brothers Band met daou zen all, ha n’int ket ken anavezet a zo bet a-bouez e istor ar southern rock, an hini kentañ Phil Walden a oa ur produer, an eil, Charlie Daniels en deus gwisket dilhad ar breur bras evit al lodenn vrasañ eus ar vuzisianed, kinnig a ran deoc’h ober anaoudegezh ganto hiziv e Larsen ha Mediator.
Playlist :
- The Marshall Tucker Band : Can’t you see
- Molly Hatchet : Dreams I’ll never see
- Charlie Daniels : The south ‘ gonna do it again
- Charlie Daniels (Volonteers Jam) : No place to go
- ZZ Top : La grange
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 103 : Ha gouennelour e vefe rock su Ar Stadoù-Unanet ?

Larsen ha Mediator 103 : Ha gouennelour e vefe rock su Ar Stadoù-Unanet ?

02/11/2023

En hañv 2023 en deus Oliver Anthony, labourer-douar eus e vicher tizhet plas kentañ ar billboards gant e don Rich men north of Richmond, Richmond o vezañ kêrbenn Virginia ha kêrbenn ar stadoù kengevreet da goulz ar brezel diabarzh, un doare da ziskouez c’hoazh an disfi a chom e-keñver ar Yankees, kanaouenn adkemeret diouzhtu gant al libertarianed ha mirelourien a bep seurt. Donemat e Larsen ha Mediator, hiziv c’hoazh e chomomp e su al linenn Mason-Dixon, al linenn a rann reter ar Stadoù Unanet etre stadoù an norzh, bro ar Yankees, hag ar south, bro ar Rednecks, An Dixies, ar Rebels, he deus gwelet ul luskad sonerezh o tont war-wel er seventies : ar southern rock.
Playlist :
- Oliver Anthony : Rich men north of Richmond (tennad son)
- The Outlaws : Green grass and high tides
- Neil Young : Southern man (tennad son)
- Neil Young : Alabama (tennad son)
- Lynyrd Skynyrd : Sweet home Alabama
- Atersadenn Lynyrd Skynyrd gant Radio.com a-zivout ar banniel kengevreet
- Atlanta Rhythm Section : Redneck
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 102 : Rock su Ar Stadoù-Unanet

Larsen ha Mediator 102 : Rock su Ar Stadoù-Unanet

02/11/2023

Antebellum, se zo ur ger a zeskit buan p’emaoc’h e soñj ober ur veaj e su ar Stadoù-Unanet, an antebellum : ar mare kent da vrezel diabarzh ar Stadoù-Unanet pa rene ar su ur vuhez didrubuilh gant un armerzh en he bleuñv a-drugarez d’ar plantadegoù kotoñs, butun ha korz-sukr. Tremen a rae mat pep tra evit familhoù an aristokratelezh anglikan betek ma vefe divizet gant ar prezidant nevez dilennet Abraham Lincoln terriñ ar sklaverezh e 1860. Eñvoradenn ar priz da baeañ hag ar c’hwervoni a ya da heul a gaver c’hoazh hiziv an deiz er pezh a voe anvet ar southern rock.
Playlist :
- Jerry Goldsmith : Sonerezh ar film « Gone with the wind » (foñs son)
- Kan bale ar stadoù kengevreet (Foñs son)
- Hoyt Axton : I’m a good old rebel
-Doc Holliday : Lonesome guitar
- Black Oak Arkansas : Uncle Lijiah
- Blackfoot : Feelin’ good
- The Allman Brothers at fillmore East : Stormy monday (foñs son)
- The Allman Brothers : Jessica

Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Larsen ha mediator 101 : Punk ha post-punk : Covers

Larsen ha mediator 101 : Punk ha post-punk : Covers

02/11/2023

Pa lavare ar bunked e felle dezho skubañ ar pezh a oa bet a-raok e soñjent dreist-holl en akademism hag er pompad stag ouzh ar prog rock pe e strolladoù o doa kollet energiezh o yaouankiz evit kinnig ur rock morgousket. Hag alies-tre e kaver tonioù kozh adkemeret gant ar strolladoù punk evit diskouez deomp ne oa ket pep tra da deurel d’ar blotoù. Se zo kaoz e kinnigan deoc’h hiziv en abadenn Larsen ha Mediator, un heuliad covers, tonioù adkemeret gant strolladoù e lec’h ma ne c’hortozemp ket anezho bepred.
Playlist :
- The Slits : I heard it through the grapevine
- The Mo-Dettes : Paint it black
- The Clash : Brand new cadillac
- The Cramps : Fever
- The Residents : Satisfaction (foñs son)
- The Residents : Don’t be cruel
- The Flying Lizards : Money
- Devo : Satisfaction
- The Walkyrians : Heart of glass


Larsen ha Mediator 100 : Ar c’hantvet abadenn, chomomp en amzer-vremañ

Larsen ha Mediator 100 : Ar c’hantvet abadenn, chomomp en amzer-vremañ

21/10/2023

Hiziv eo un abadenn un tammig ispisial rak ar c’hantvet abadenn eus Larsen ha mediator an hini eo. Hag evit an degouezh em boa c’hoant dilezel danevell kronologel istor ar rock. Ezhomm hon eus bet 99 abadenn evit mont eus Mammie Smith e 1920, an ton kentañ skignet ganin, da fin ar seventies, deroù ar bloavezhioù 80. N’omp ket degouet er c’hantved warn-ugent ‘ta met hiziv em boa c’hoant chom en amzer a-vremañ ha skignañ tonioù eus pladennoù o deus plijet din kalzig, embannet er mizvezhioù diwezhañ. Neuze deomp dezhi, chwi zo o selaou Larsen ha Mediator, hizv ne veajmp ket en amzer met er bed a-bezh !
Playlist :
- The Murlocs : Common sense civilian
- Lambrini Girls : Lads, lads lads
- Elisapie : Taimangalimaaq
- Le Cri du Caire : Jarda al wadi
- Ally Venable : Real gone
- Screaming Females : Mourning dove
- Acid Arab : Döne Döne


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine