Kenderc’hel a reomp hiziv ar veaj kroget ar sizhun dremenet e deroù ar bloavezhioù 80 pa zeuas gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat, an NWOBHM, war-wel. Niverus eo bet ar strolladoù rummataet er wagenn-se. Disheñvel-tre e c’hellent bezañ met dre vras e c’heller lâret o deus skubet al levezonioù blues rock a gaved da skouer e Led Zeppelin, hag... montrer pus fot de cai
Diaes eo e grediñ bremañ pa seller ouzh ar milionoù a bladennoù gwerzhet er pevar dekvloaziad diwezhañ met e fin ar seventies emañ an heavy metal war e dalaroù. Aloubet eo bet an dance floors gant an disco, ha gant ar punk e seblant ar metal diamzeriet. Marvioù John Bonham, tabouliner Led Zeppelin, ha Bon Scott, kaner ACDC, e 1980 a c’hell leuskel ... montrer pus fot de cai
« Louder, faster, harder » eo ger-stur ar wagenn nevez a bunked a zifoup e banlevioù ar c’hêrioù bras graet eus lodennaouegoù, kreizennoù kenwerzh, burevioù ha parkvaoù, un endro trist da leñvañ e lec’h ma vev al lodenn vrasañ eus ar boblañs. E kreiz ar bloavezh 79 ne chom o seniñ punk nemet ar re gendrec’het, muioc’h underground e teu al luskad da... montrer pus fot de cai
Ne voe ket un tsunami punk er States pa voe embannet albom kentañ ar Ramones. Ret eo bezañ sklaer, war-bouez New-York ha Los Angeles e voe dister emled ar punk. Un nebeut punked bodet tro-ro d’an Dead Kennedys e San Francisco met quid eus an Teksas, eus ar midwest, eus stadoù ar su. Troiad ar Pistols e 1978 a oa bet ur c’hwitadenn splann, ha sklaer... montrer pus fot de cai
E-kreiz ar bloavezhioù 70 e teu ar punk da vezañ arouez ar bec’h a zo etre ar straed hag ar star-system, netraouriezh an No future enebet ouzh Peace and love an hippied. Plas d’ar gounnar, d’an dispac’h ha buan-tre d’ar goanagoù o vont da get. Adalek fin ar bloavezh 77 e c’heller lenn war mogerioù kêr Londrez « Punk is dead ». Terzhienn ar c’hrouiñ... montrer pus fot de cai
Salud deoc’h mignonezed ha mignoned ar rock ‘n roll, setu-c’hwi o selaou Larsen ha Mediator, kinniget gant ho servijour Gaetan Boulig, hag hiziv e kendalc’homp gant danevell ar pezh a voe d’ar c’houlz-se unan eus festivalioù brasañ Europa : ar festival Elixir !Playlist : - Simple Minds : Somebody up there likes you (Foñs son)- Ubik : Kalikouka- Und... montrer pus fot de cai
Bet eo bet Breizh a-viskoazh un douar sonerezh hag hengoun. E-kreiz ar bloavezhioù 70 e vez aozet meur a festival bep bloaz evel Gouelioù Kerne e Kemper pe Emvod ar Gelted en Oriant, festivalioù a ra berzh hep respont koulskoude da c’hoantaoù ul lodenn eus ar yaouankiz a c’hortoz ur sonerezh rock a-vremañ. Re bell emañ Breizh diouzh bro-C’hall, n’e... montrer pus fot de cai
Donemat deoc’h e egorlestr Larsen ha mediator a sko war-zu dibenn ar seventies, deroù an eighties e Frañs evit kenderc’hel hor c’hantreadenn el luskad a voe anvet « Des jeunes gens mödernes ». Met petra o doa e boutin an dud yaouank modern-se ? Nebeud a dra e gwirionez ! Bodet e oant bet evel-mañ en ur pennad eus ar gelaouenn Actuel ha padal e oa l... montrer pus fot de cai
E miz C’hwevrer 1980 e lak ar gelaouenn Actuel ar strollad Marquis de Sade war he fajenn gentañ gant an istitl « Les jeunes gens modernes aiment leur maman ». Didalvez a-walc’h eo danvez ar pennad sinet gant Patrick Zerbib met e ditl o venegiñ tud yaouank modern a zeuio da vezañ an anv implijet evit envel ar strolladoù post-punk gall a glaske sevel... montrer pus fot de cai
An div abadenn ziwezhañ a oa gouestlet d’ar punk er Frañs etre 1975 ha 1980, met estreget an no future music a oa er c’hwec'hkogn en eil hanterenn eus ar seventies. Hiziv e kinnigan deoc’h selaou un nebeud strolladoù a oa deuet a-benn d’ober o zoull gant ur rock eeun hep plediñ gant al luskad punk. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant unan eus ar stroll... montrer pus fot de cai