Setu-ni en em gavet e 1954, gant ur paotr a entano kalon ar c'hrennardezed hag a aweno doare en em wiskañ ar baotred. Met n'eo ket ganet ar rock p'en deus Elvis bountet dor ar stuidioù Sun e Memphis, amañ e oa dija a-raok, Elvis a voe e dreizher, ur seurt soner fleüt Hamelin o kas ar bed a-bezh d'e heul. Ur paotr koant, goullo e chakodoù, setu ar p... montrer pus fot de cai
Larsen ha mediator 8 : The doo wop Kemerit 4 pe 5 paotr yaouank , du o c'hroc'hen, unan anezho a vo an unkaner, gant ur vouezh tenor skañv o kanañ ar sonenn, un tenor all hag ur bariton oc'h heuliañ gant « ohh », hag « ahh » hag erfin ur bariton boud evit an doop-doop ha setu ur strollad doo-wop ho peus ! Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan J... montrer pus fot de cai
Larsen ha mediator 6 : Seks ha rock 'n roll ! Kenderc'hel a reomp hor beaj e gwriziennoù ar rock 'n roll gant ur ger stur mil anavezet « seks and drugs an rock 'n roll ». Nann n'omp ket degouezhet c'hoazh da vare ar bloavezhioù 70 gant dirolloù Led zeppelin pe The Eagles e kambroù o letioù pe a-dreñv al leurenn. Hogen an tiez embann pladennoù bras ... montrer pus fot de cai
Larsen ha mediator 7 : Seks ha rock 'n roll ! (2) Kenderc'hel a reomp hiziv hor beaj e deroù ar bloavezhioù 50, pa zeu war-wel plas an orged er rock 'n roll. Emaomp o vont da selaou adarre kanaouennoù o respont an eil d'eben evel ma oa bet gwelet gant Caldonia deuet da vezañ harozez meur a ganaouenn, ar wech-mañ a raimp anaoudegezh gant « Sixty min... montrer pus fot de cai
Hiziv e kuitaimp ar meteier country ha sonerezh gwenn stadoù ar middle west evit heuliañ ar « Chitlin' circuit ». Pa gomzer eus rock 'n roll e soñjer e Elvis evel-just met ivez e Bill Haley gant « rock around the clock » pe rock the joint » ha padal. Padal an titloù-se a oa bet dija implijet un nebeut bloavezhioù a-raok gant sonerien sakso du evel ... montrer pus fot de cai
Larsen ha mediator 1 : Orinoù ar rock 'n roll : evit kregiñ ganti ! Gwriziennoù ar rock'n'roll zo sichennet da vat e sonerezhioù hengounel stadoù su ar Stadoù Unanet. Abaoe m'o deus ar radioioù diskouezet beg o fri ha m'eo deuet an embann pladennoù da vezañ un industrielezh « bancable » e derou an Xxvet kantved e treuz ar blues du hag ar country gw... montrer pus fot de cai
Larsen ha mediator 2 : Orinoù ar rock 'n roll : ar country Kregiñ a ra istor ar sonerezh Country er menezioù Appalaches, trevadennet gant emvroidi iwerzhonat ha skos, ha gwazh a-se evit ar meuriadoù Cherokee a veve eno. Ur boblañs stag ouzh an douar neuze hag en em stal war torgennoù ar rannvro, torgennoù hag a zo ivez ur repu evit ar sklaved war d... montrer pus fot de cai
Larsen ha mediator 3 : Orinoù ar rock 'n roll : sonerezh ar mengleuz Hiziv ez eomp d'ober un droiad e teñvalijenn ar mengleuzioù. Reiñ a raio tro deomp da selaou an ton kentañ, din da c'houzout, sañsuret gant an FBI, un ton hag a anevezo evel-just meur a version hag e skoimp betek leurenn montgomery en Alabama e lec'h ma krog un den anvet Hank Will... montrer pus fot de cai