Hiziv e vo un tammig ispisial an abadenn rak ne heuliimp ket red an amzer. Chomet e oamp ar sizhun dremenet e New-York ha meneget am boa meur a soner eus ar metoù folk-rock. Emaomp o vont da genderc'hel hor beaj er pezh a vez anvet bremañ an americana music, hep chom gennet er bloavezhioù 60. Ha peogwir am boa komzet ar wech diwezhañ eus Woodye Guthrie ha da heul eus e vab em eus c'hoant hiziv kinnig un abadenn anvet « Mab e dad », pe « merc'h he zad ». Playlist : - Levon Helm : Got me a woman - Amy Helm :Good news - Steve Earle : Devil put the coal in the ground - Justin Townes Earle : The saint of lost causes - Jeff Buckley : Alleluia - Tim Buckley : Make it right
Setu kuitaet Breizh-Veur ganeomp, treizhet ar Meurvor Atlantel evit en em gavout er States en-dro evit komz eus ur sonerezh eeun, simpl, kronikenn an Amerik diwelus, hini an dud vunut hag al labourerien, a-raok ma erruo mare ar protest songs, ur sonerezh treuzdanvezel e istor ar rock : ar folk ! Playlist : - Woodye Guthrie : Talkin'dust bowl blues - Pete Seeger : Where have all the flowers gone - Pete Segger : Waist Deep in the Big Muddy - Carolyn Hester : I'll fly away - Brownie McGhee and Sonny Terry : John Henry - Charles Mingus : Moanin' (Foñs son) - Dave Van Ronk : Hang me, oh hang me - Tom Paxton : Goodman, Schwerner and Chaney - Tom Paxton : Lyndon Johnson told the nation - Phil Ochs : I ain't marching any more
Degemer mat e Larsen ha mediator, kenderc'hel a reomp hon ergerzhadenn e metoù folk Greenwich Village e New-York ar sixties. Hag hiziv e vo gouestlet an abadenn d'ur c'haner gitarour yaouank eus ar Minnesota aet war roudoù Woodie Guthrie had a dreuzfurmo gweledva ar sonerezh e eil hanterenn an XXvet kantved. Playlist : - Bob Dylan : Talkin' New York - Bob Dylan : A hard rain 's gonna fall - Peter paul and Mary : Blowin' in the wind - Bob Dylan : The times there a changin' - Bob Dylan : Emvodoù kelaouiñ - Bob Dylan : Motor psycho nightmare - Bob Dylan : Subterranean Homesick Blues
Ar sizhun dremenet e oamp chomet a-sav gant Bob Dylan o tilezel ar binvioù akoustik evit seniñ gant ur strollad ha silañ gitarioù tredan en e sonerezh ! Evit ar folkeù penn-kill ha troad hag intelektualed Grennwich village ez eo ur vombezenn diaes da lonkañ. Gwashoc'h c'hoazh p'en em ginnig Dylan war leurenn festival Newport gant ur strollad rock, The Paul butterfield Blues Band. Rediet int da guitaat al leurenn dindan huchadennoù ha kunujennoù an arvesterien. Playlist : - Bob Dylan : Like a rolling stone - The Band : If I lose (Foñs son) - The Band : Long distance operator - Bob Dylan : Visions of Johanna - Jimi Hendrix : All along the watchtower - Bob Dylan : Girl from the North country - Bob Dylan : False project
Gant « Bringing it all back home » hag « Highway 61 Revisited » en deus Dylan pinvidikaet ar folf gant energiezh ar rock 'n roll. Lod all a heulio an hent difraostet gantañ e-keit ha ma chomo reoù all feal d'ar folk penn kil ha troad, hiziv e chomomp e New York e eil hanterenn ar bloavezhioù 60. Playlist : - Joan Baez : Silver dagger - Simon and Garfunkel : Bleecker street - Simon and Garfunkel : Scarborough Fair - The Lovin' Spoonful : You didn't have to be so nice - Arlo Guthrie : Alice 's restaurant massacre (pennadig) - Arlo Guthrie : Coming into Los Angeles Karen Dalton : Little bit of rain Leonard Cohen : So long Marianne Loudon Wainwright III : Dead Skunk
E 1967 eo digabestr ar rock, ha gant Sergent Pepper e kendalc'h ar Beatles da dreuzfurmiñ ar bed kozh gwenn ha du en ur freskenn psykedelik ha da aweniñ meur a strollad, ar pezh a gendalc'himp da welet ar sizhun-mañ. Playlist : - The Pretty Things : Bracelets of fingers (foñs son) - The Pretty Things : St Sorrow is born - Tomorrow : Real life permanent dream (foñs son) - Twink : Ten thousands words in a cardboard box - Traffic : Dear Mister fantasy - Soft Machine : Save yourself - Soft Machine : Priscilla lullabye Letter (son foñs) - Family : The chase - The deviants : I 'm coming home
A-raok dibradañ evit Greenwitch village e New-York em boa c'hoant ma selaoufemp asamblez un nebeut strolladoù pe arzourien breizhveuriat n'em boa ket bet tro da venegiñ betek-hen en abadenn. Playlist : - Spencer Davis group : Gimme some lovin' - Spencer Davis group : I'm a man - The Troggs arguing in a studio - The Troggs : Wild thing - Terry Reid : Superlongs my super girl - Nick Drake : Riverman - King Crimson : The dream (Foñs son) - King Crimson : I talk to the wind
Chom a reomp e Breizh-Veur hiziv c'hoazh er bloavezhioù 60. Met goude ar mods hag ar blues boom hag o deus laosket roudoù en doare da seniñ, ez eus ul luskad nevez oc'h aloubiñ ar gwagennoù. Awenet gant an drammoù, ha gant binvioù sonerezh a bep seurt, setu-ni o vont da blavañ e-pad un hanter eur er sonerezh psikedelik. Playlist : - Pink Floyd : Lucifer Sam - July : The way (foñs son) - Donovan : Bert's blues - Donovan : Season of the witch - The Rolling Stones : Sing this all together (foñs son) - The Rolling Stones : In another land - The Beatles : Sergent pepper's lonely hearts club band (foñs son) - Blossom toes : Love is - Cream : Strange brew - Tomorrow : Real life permanent dream
Kenderc'hel a reomp hor pourmenadenn er pezh a voe anvet the british blues boom, pa voe levezonet un toullad muzisianed breizhveuriat gant sonerezh annezidi du stadoù delta ar Mississipi. Playlist : - Keef Hartley Band : Leavin 'trunk - Ten years after : I can't keep from crying sometimes - Fleetwood Mac : Black Magic Woman - Chicken Sack : The letter - Chicken Sack : You ain't no godd - John Lee Hooker and the Groundhogs : Waterfront
Tro hon eus bet en abadennoù kent da welout penaos o deus sonerien blues US evel Muddy Waters, Lightnin' Hopkins, pe Otis Rush skoet ar vuzisianed Breizhveuriat evel ar Stones, John Mayall hag e vluesbreakers pe The Who. Kenderc'hel a reomp hiziv hon ergerzhadenn er british blues boom. Playlist : - The Animals : Club a-go-go - The Animals : Gonna send you back to walker - The Yardbirds : Stroll on - Jeff Beck Group : You shook me - Them : Gloria - Jimi Hendrix : All along the Watchtower - Cream : Sunshine of your love