Hir eo bet ar goañv gant barradoù-glav a-leiz. Bremañ pa z'eo distro an nevezamzer e raio tri mil vat deomp mont da ober un tamm tro 'barzh liorzh Ildut ma ’z eus bet cheñchamantoù ennañ : kresket ha bravaet eo bet ar poull-dour. Ar poulloù-dour o deus, el liorzhoù, ur perzh a-bouez e-keñver ar vevliesseurted.
Ar plant talvoudus hervez Ildut: Kaol garv, kabusined, iliav-douar, c'hwervizon.
Hag ivez un dibab a louzeier a zegas titouroù war doare an douar. Hiziv ez eomp war-zu a ziskouez deomp eo strujus an douar: Ar gleiz gwenn, Yalc'h ar person, an avron(?), an troad gwazi, al lostoù louarn...